Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Togo

''République Togolaise''
Republik Togoat
Banniel Togo Skoed-ardamez Togo
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Travail, Liberté, Patrie"  (galleg)
"Labour, Frankiz, Mammvro"
Kan broadel: Salut à toi, pays de nos aïeux  (galleg)
"Salud dit, bro hon tadoù"
Lec'hiadur Togo
Lec'hiadur Togo
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Lomé
6°7′N 1°13′E
Yezh(où) ofisiel galleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Faure Gnassingbé
 - Kentañ ministr Victoire Tomegah Dogbé
dizalc'hded  
 - diwar Frañs 27 Ebrel 1960 
Gorread
 - Hollad 56.785 km² (125vet)
 - Dour (%) 4,2
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 6,1 milion ()
 - Stankter 108/km² (93)
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $8,945 miliard (144vet)
 - Keidenn $1 700 (193)
FDD  (2004) 0,495 (izel) (147vet)
Moneiz Franc CFA (XOF)
Gwerzhid-eur (UTC+0)
Kod kenrouedad .tg
Kod pellgomz +228

Togo, anvet Republik Togoat ent-ofisiel, zo ur stad vihan eus kornôg Afrika, etre Ghana er c’hornôg, Benin er reter ha Burkina Faso en hanternoz. Eus tu ar c’hreisteiz e sko war Pleg-mor Ginea. War an aod emañ ar gêr-benn, Lomé. Unan eus stadoù bihanañ Afrika eo Togo, p’en em astenn war 56 785 km² (550 km a hed eus an hanternoz d’ar c’hreisteiz, ha 130 km a led d’ar muiañ).

Istor

A-raok ma voe trevadennet aod Pleg-mor Ginea gant Europiz (Alamaned, Gallaoued, Saozon), en XIXvet kantved, e oa meur a bobl o vevañ er pezh zo bremañ Togo, evel an Eweed, a veve ivez e Nigeria ha Benin. Lod eus ar pobloù-se a stagas d’ober kenwerzh ar sklaved gant Europiz, er XVIvet kantved. An danvez-sklaved a veze tapet en argoad, e-mesk pobloù all, ha degaset d’an arvor. Savet e voe kreñvlec’hioù gant Europiz war an aod, lesanvet Aod ar Sklaved, evel Elmina (e Ghana) hag Ouidah (e Benin). E-pad daou-c’hant vloaz e voe graet ar c’henwerzh-se.

Lakaat a reas an Alamaned o c’hraban war aod Togo, e 1884 ha, tamm-ha-tamm, e astennjont o beli en douaroù. Togoland a voe graet eus an drevadenn alaman-se, unan eus ar re binvidikañ e-touez trevadennoù an Impalaeriezh alaman.

E 1914 e voe aloubet Togoland gant armeoù Bro-C’hall ha Breizh-Veur ha rankout a reas ar soudarded alaman kodianañ ganto d’ar 26 a viz Eost 1914. E 1916 e voe rannet Togoland e div lodenn : an eil, er reter, a oa melestret gant ar C’hallaoued hag eben, er c’hornôg, gant ar Saozon. Hag evel-se e chomas goude ar Brezel-bed kentañ, diwar ziviz Kevredigezh ar Broadoù. Goude an Eil brezel-bed e kendalc’has ar vro da vezañ melestret evel-se. Kornôg Togoland a voe unanet gant trevadenn saoz Aod an Aour (Ghana hiziv) hag asantet e voe da gement-se gant an annezidi e miz Kerzu 1956.

Lodenn reter Togoland a zeuas e 1955 da vezañ ur republik emren e diabarzh an Unaniezh c’hall. D’ar 27 a viz Ebrel 1960 e teuas da vezañ ur stad dizalc’h diouzh Bro-C’hall, dindan an anv Togo.

Poblañs

War-dro 5,4 milion a annezidi a oa e 2006. 84,5 annezad/km² eo stankter ar boblañs. Lomé, ar gêr-benn, Sokodé (49.000 a annezidi), Palimé (28.000) hag Atakpamé (27.000) eo ar c’hêrioù brasañ.

Ar galleg eo ar yezh ofisiel ; meur a yezh all a gaozeer er vro. Gant war-dro 40 pobl disheñvel eo annezet ar vro ; e-touez ar re vrasañ e c’haller menegiñ an Eweed (46 % eus poblañs Togo) er c’hreisteiz hag ar bobl kabiye (22 %) en hanternoz.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9