Bro-C'hall Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Bro-C'hall ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Bro-C'hall zo ur riez hag emañ he ziriad brobennat en Europa ar C'hornôg. Gallaoued eo an dud zo o chom enni. Pariz eo kêr-benn Bro-C'hall ha sez padus ar riez abaoe an XIIIvet kantved (nemet e oa Versailhez etre 1682 ha 1789 ha Vichy etre 1940 ha 1944) . Anvet e vez Frañs ivez, diwar ar ger latin "francia", a oa deuet en anv ar rouantelezh kozh Royaume de France (a oa bet Rouantelezh ar Franked un tamm a-raok). En Henamzer e veze graet Galia eus un darn eus he zachennad, met e Galia gozh edo Belgia, Alamagn, Suis, Italia hag Spagn. République française (Republik c'hall) eo an anv ofisiel a-hiziv. Stag ouzh Bro-C'hall ez eus bet un impalaeriezh e-pad kantvedoù. Eus an impalaeriezh-se e chom c'hoazh meur a diriad strewet er bed a-bezh : an departamantoù ha tiriadoù tramor int. Ezel eus Unaniezh Europa, eus takad an euro hag eus Emglev Schengen eo Bro-C'hall. Un ezel padus eus Kuzul-surentez Aozadur ar Broadoù Unanet eo ivez. Un emglev milourel pennañ he deus graet Bro-C'hall p'eo bet sinet gant Feur-emglev Norzh-Atlantel e 1945 hag ezel diazezer eo eus Aozadur ar Feur-emglev Norzhatlantel (AFNA). Aet eo kuit eus ar renadur milourel enframmet e-pad ur pennad brav war atiz Charles De Gaulle, met distro eo e-barzh bremañ. Ur galloud nukleel eo ivez. Diazezet eo bet he zalvoudegezhioù politikel war Disklêriadur Gwirioù Mab-den hag ar c'heodedour(Daveoù a vank). Eus mare an Dispac'h gall e teu arouezioù pennañ ar Republik c'hall : he c'han broadel ar Marseillaise, he deiz broadel ar 14 a viz Gouere, deiz kemeridigezh ar Bastille, Marianne personadur ar Republik c'hall, hag he banniel krouet gant livioù Pariz (ar glaz hag ar ruz) etre liv ar roue (ar gwenn). An anv Bro-C'hall ha FrañsAr ger Frañs a zeu eus an anv gallek France, deuet eus an anv Francia, ur ger latin hag a dalveze kement ha "Bro ar Franked". Ar ger "Frank" zo eus ur yezh c'hermanek kozh bennak. N'ouzer ket ha talvezout a ra ur "goaf", pe "tud dizalc'h". Testeniet eo ar ger Frañs e brezhoneg abaoe dibenn ar XVvet kantved[1]. An anv latin Galia a glot gant terouer Frañs a-vremañ evit ul lod, gant Belgia, Suis hag un tamm eus hanternoz Italia hag Alamagn. Ar ger gall brezhonek n'en deus netra da welet gant ar ger latin Galia. Ur ger keltiek eo hag a dalvez kement hag estren(Daveoù a vank). Graet e vez gant Bro-C'hall evit treiñ France e brezhoneg abaoe kantvedoù, daoust ma talvez kentoc'h ar vro ma vez kaozeet galleg, Breizh-Uhel e-barzh. Kavet e vez Frañs er yezh pobl, er c'hanaouennoù dreist-holl, hag er yezh skrivet abaoe ar XVvet kantved[1]. Hiziv hon deiz e talvez Frañs kement ha Bro-C'hall ha Breizh war un dro. DouaroniezhEmañ Bro-C'hall war ur strizh-douar e-lec'h ma kaver holladoù stummoù douarel pennañ Europa. Amañ e weler div aradennad-venezioù yaouank, un torosad menezioù kozh, an diazadoù brasañ ha lodenn ar gompezenn veur a ya eus Mor Breizh betek menez Oural. Diouzh-se e teu liesseurted ar maezioù hag ar gweledvaoù. Eil takad mor ar bed en deus Frañs, goude ar Stadoù-Unanet. Sed amañ ar morioù e lec'h emañ Frañs : Mor an Norzh, Mor Breizh, ar Mor Keltiek, ar Meurvor Atlantel, ar Mor Kreizdouar, ar Mor Karib, ar Meurvor Indian, ar Meurvor Habask, Meurvor Antarktika. Kêrioù pennañ Bro C'hall
Savidigezh an torosennadurDiwar bebeiladur savidigezh ar menezioù hag ar gouelezenniñ eo bet savet an torosennadur :
IstorIstor riez Bro-C'hall (latin : regnum Francorum e deroù ar Grennamzer) a c'hell bezañ lakaet e orin e krouidigezh Gallia occidentalis (Galia ar c'hornôg) e 843(Daveoù a vank). Ul lodenn eus an Impalaeriezh karolingat roet da Charlez ar Moal da-geñver hêrezh e dad-kozh Karl Veur. Met, ma veze graet eus an tiriad-mañ Gallia e veze graet kement ha kement Francia occidentalis. E brezhoneg e vez kavet roud an daou hengoun gant Bro-C'hall ha Frañs. Goude m'eo bet gwanaet galloudegezh roue Bro-C'hall dre savidigezh ar c'hladdalc'helezh er Grennamzer e talc'has heuliad ar rouaned bodañ dindan o beli muioc'h-muiañ a diriadoù, da lavaret eo lakaat da greskiñ an domani roueel, bihan a-walc'h e IXvet kantved-Xvet kantved ha ledanoc'h-ledanañ dre an dimezioù pe dre c'hounidoù ar brezelioù. Diwar ar rannvroioù bras, lod anezho krouet da vare an impalaeriezh karolingat (Akwitania, Breizh, Loren, Poatev...) e teuas war-wel ar proviñsoù evel ma oant klokaet (goude aloubadeg Elzas e 1675) e fin ar vonarkiezh. Ar proviñsoù, renet gant priñsed vras gwechall, a oa deuet da vezañ pastelloù-bro melestradurel, o statudoù liesseurt koulskoude. YezhoùDaoust d'ar politikerezh yezh renet abaoe pell 'zo (Skrid-embann Villers-Cotterêts e 1539 paneveken) hag a glask lakaat ar vro da vezañ unyezhek-rik — hag ar yezh-se eo ar galleg — e vez komzet meur a yezh war diriad Frañs Europa, daoust dezhe bezañ bet gwallgaset.
A-hend-all ez eus yezhoù all hep tiriad, evel ar yezhoù rom, pe neuze yezhoù deuet da heul enbroidi, evel ar c'hreoleg, an arabeg, ar c'habileg, ha meur a hini all... ArmerzhE-barzh Kenvarc'had Unaniezh Europa emañ Frañs. An euro eo ar moneiz abaoe 1999. 10vet brasañ armerzh ar bed eo e parelezh galloud-prenañ e 2015, hag an eil en Europa. Ijinerezh ar gounezvouederezh, an armerezh, an ijinerezh aerlestrel, ar stroñs, an bankoù, ar gretadurezh hag an touristelezh a zo e-touez he gennadoù pennañ. Renk ar Frañs er bed
Notennoù ha daveennoù
|