Somaliland
Somaliland (Soomaaliland e somalieg) a oa gwechall un drevadenn saoz war aod Korn Afrika. E 1960 e oa bet unanet gant Somalia italian da vont d’ober Republik Somalia. D’an 18 a viz Mae 1991 e oa en em zistaget diouzh Somalia. Abaoe avat n’eo bet anavezet republik Somaliland gant gouarnamant estren ebet. Emañ Somaliland etre Etiopia er c’hornôg hag er su, Djibouti er gwalarn, Pleg-mor Aden en norzh, ha rannvroioù emren Maakhir ha Puntland (Somalia) er reter. Harzoù Somaliland er reter n’int ket sklaer, rak n’eus ket emglev warno gant renerien Puntland ha Maakhir. Hargeysa eo ar gêr-benn. IstorKregiñ a reas an trevadennerezh saoz e 1884. E-pad an Eil brezel-bed e voe aloubet gant arme Italia e 1940, ha staget ouzh an trevadennoù italian all (Eritrea, Somalia), hogen adaloubet e voe gant ar Saozon bloaz war-lerc'h. D'ar 26 a viz Mezheven 1960 e teuas Somaliland da vezañ dizalc'h diouzh ar Rouantelezh Unanet. Ur vro anezhi hec'h-unan e voe e-pad pemp devezh a-raok en em unaniñ gant Somalia italian d'ar 1añ a viz Gouere, da vont d'ober Republik Somalia. Hogen e-pad pell e voe dizemglev etre ar meuriadoù disheñvel hag enebiezh etre o fennoù evit mont e penn ar vro. Er bloavezhioù 1980 e voe brasoc'h-brasañ an dizemglev-se, ha da-heul bloavezhioù a emgannoù e voe embannet republik Somaliland, evel ur stad distag diouzh Somalia, e 1991. En em ren a ra abaoe evel ur stad dizalc'h met n'eo ket bet anavezet evel-se betek-henn er bed, daoust m'he deus darempred gant un nebeud stadoù en diavaez (Djibouti, Etiopia, Breizh-Veur...). Levrlennadur
Liammoù diavaez
Stadoù Afrika
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Eswatini • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Soudan ar Su • Suafrika • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe
Tiriadoù dalc'het Azawad • Sahara ar C'hornôg • Somaliland |