Feur Diorroadur DenelIndikadur Diorroadur Denel
An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed. An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh. An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh. OrinOrin an Indikadur Diorroadur Denel a vez da glask war-zu an annual Human Development Reports (Dezrevell bloaziek an diorroadur denel) embannet gant skourr aozadur ar broadoù unanet e-karg an diorroadur denel an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Krouet ha divizet e oa bet ar stadeg gant an ekonomiour Mahbub ul Haq a orin eus Pakistan er bloavezh 1990, gant ar pal "mont e-bioù ar sell nemetañ war diorroadur gounidoù an ekonomiezhioù broadel evit kas ar sell war-zu ar bolitikerezhioù kreizennet war ar bobloù". Ar jedadennAr jedadenn nevez (abaoe 2010)Embannet d'ar 4 a viz Du 2010 (adneveshaet d'an 10 a viz Even 2011), an dezrevell 2010 Human Development Report (IDD) a gemer e kont teir elfenn:
Notennoù ha daveennoù
|