Galleg
Ar galleg (français, /fʁɑ̃.sɛ/ (selaou ) pe /fʁɑ̃ˈse/ (selaou )) zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù er Vro-C'hall (hag a vez graet patois « trefoedaj » anezhe gant dismegañs, pe c'hoazh langues régionales « yezhoù rannvro », hag a c'haller dispartiañ etre div familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitanek-ha-katalanek pe okitanek-ha-romanek), nend eo ar galleg, hag a oa yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl, hini Enez Frañs da gentañ penn. IstorD’al liesañ e vez lavaret eo ar c'hentañ testenn skrivet e kenc'halleg (pe romana lingua pe roman) Serments de Strasbourg (Toueadelloù Strasbourg) e 842. Mod arall e voe en taol kentañ ma oa bet kaoz hag ur c'henc'halleg e 813, da-geñver sinod Teurgn. En destenn lennegel kentañ er yezh-se a zo bet skrivet tro-dro da 880. Hennezh eo Séquence de sainte Eulalie, met gallout a reer lavarout eo bet skrivet an destenn-se e pikardeg kentoc'h evit e galleg e gwirionez. Ret eo lavarout ne servij ket da galz a dra gober un diforc'h etre "langaj" ha "parlant-bro" : n'e c'haller ket spazhiñ an traoù en ur feson krenn ha fur. Er bloaz 1539 e laka lezenn Villers-Cotterêts ar galleg da yezh ar Gwir hag ar velestradurezh. Evit an istor e c'haller gwelout pemp stad en emdroadur ar yezh, ha cheñchet he deus a-dammigoù hag ur stumm d'unan arall (er skouerioù da-heul hor bo dalc'het skritur ar voullerion. Cheñchet eo bet un tammig a-gaoz bout aesoc'h da lenn). Tuioù arall zo da zispartiñ mareoù disheñval emdroadur ar yezh, ha nend eo ar re-se nemet fesonioù da lavarout e pe amzer ez eus bet skrivet un destenn e-keñver stad ar yezh. Ar feson da renkañ stadoù ar yezh dindan n'eo ket diazezet war ar yezhadur hepken, met war ar skritur ivez :
LennegezhE-mesk ar c'hentañ oberennoù pouezus :
Galleg a-vremañHiziv eo ar galleg ar yezh ofisiel nemeti en e-leizh a vroioù, ha graet e vez gantañ e meur a hini arall. Lod ag ar broadoù hag a implij ar yezh-se zo en Aozadur Etrebroadel ar c'hallegeriezh (Organisation internationale de la Francophonie). A-vepred emañ bet skrivet ar galleg get al lizherenneg latin. A-c'houde ar XVIvet kanted e vez implijet arouezennoù bihan hag a vo reolennoù dindane adal an XVIIIvet kantved. Ar galleg eo yezh ofisiel emglev ar Metr, hag a laka unanennoù diazez er sistem etrebroadel|enanennoù muzuliañ ar fizik. Hennezh zo unan a ugent yezh ofisiel Unaniezh Europa. Implij ar galleg er bedAr gallegañ er bed
Ouzhpenn evit kement-se ez eus paot-mat a c'hallegerion c'hoazh en Egipt, en India (Pondichery), en Italia (Traoñienn Aosta), e Laos, e Maouritania, er Rouantelezh-Unanet (Inizi Angl-ha-Normand), Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl e (Louisiana ha Bro-Saoz Nevez) hag e Viêt Nam. Ar C'hallegeriezh a zo un aozadur etrebroadel a vroioù hag a c'houarnamantoù e men e vez kaozeet galleg. E-keñver an istor emañ bet ar galleg yezh ar pennoù-bras hag ar genwerzhourien e Bro-Saoz e-pad tro-dro 300 vloaz, adal gounit an Normanted betek 1362, m'en deus ar saozneg kemeret lec'h ar galleg evit mat. Broioù ma emañ ar galleg ar yezh ofisiel nemeti
Broioù ma emañ ar galleg unan ag ar yezhoù ofisielBroioù ma vez implijet ar galleg alies
|