Kregiñ a ra ar XVI vet kantved d'ar 1añ Genver 1501 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1600 .
Hep mar ebet emgann brudetañ Japan, Emgann Sekigahara ma varvas ouzhpenn 40,000 a dud hag a verkas dazont ar vro dindan ren an Tokugawa .
Darvoudoù
1501 : Ren tierniezh ar Safavided en Iran betek 1736 .
1509 : Emgann Diu a verk deroù kabestr Portugal war kenwerzh ar spisoù .
1512 : Aloubet rouantelezh Navarra gant Kastilha .
1513 : Juan Ponce de León war aodoù Florida ha Vasco Núñez de Balboa a-hed aod reter ar Meurvor Habask .
1514 : Emgann Orsha a laka un harz da emled Moskovia e reter Europa.
1515 : Diframmañ a ra an Impalaeriezh Otoman reter Anatolia digant ar Safavided da-heul Emgann Chaldiran .
1516 – 17 : Trec'h eo an Otomaned war ar Vamluked . Kontrolliñ a reont Siria , Palestina , Egipt , ha Ledenez Arabia .
1517 : Deroù an Adreizhadenn brotestant gant embannidigezh 95 Tezenn Martin Luther e Saks .
1519 – 21 : Hernán Cortés e penn aloubadeg spagnol an Impalaeriezh Aztek .
1519 – 22 : Kaset da benn vat kentañ merdeadenn-dro ar blanedenn gant ergerzhadeg Fernan Magalhaes . Ne zistroas nemet unan eus al listri eus ar veaj, dindan stur ar c'homandant euskarat Juan Sebastián Elkano (1522 ).
1520 – 66 : An Impalaeriezh Otoman en he barr e-pad ren ar sultan Süleyman ar Meurdezus .
1521 :
1523 : Sveden a zeu da vezañ dizalc'h diouzh Unaniezh Kalmar .
1524 – 25 : Brezel ar gouerien en Impalaeriezh Santel Roman German .
1526 : Aloubet rouantelezh Hungaria gant an Otomaned goude emgann Mohács .
1526 : Ren a ra an Impalaeriezh Mogol , savet gant Babur war India , betek 1857 .
1527 : Gwastadur Roma
1529 :
1531 – 32 : Terriñ a ra Herri VIII a Vro-Saoz al liammoù gant an Iliz katolik roman ha sevel a ra Iliz Bro-Saoz (1533 ).
1532 :
1534 : Jakez Karter a ergerzh ar stêr Sant-Laorañs . Europad kentañ o teuler e droad war douaroù Kanada .
1536 : Unanet eo Kembre ha Bro-Saoz gant ul lezenn votet er bloavezh a-raok evit unvaniñ reizhiad al lezennoù en div vro.
1543 : Deroù marevezh kenwerzhel Nanban goude kejadenn ar Bortugaled gant Japan .
1545 – 1563 : Sened Tranta senedoù eukumenek an Iliz katolik ma'z eus bet termenet un niver bras a dogmaoù nevez a-benn talañ ouzh gourdrouz ar Adreizhadenn Brotestant.
1552 : Aloubet Khanelezh Kazan gant Rusia .
1553 : Krouet Macau gant ar Bortugaled e Sina .
1555 : Kompagnunezh Moskovia eo ar c'hentañ kevredad kenwerzh dre gevrannoù vras e Bro-Saoz .
1556 : Kren-douar Shaanxi e Sina eo ar c'hren-douar marvusañ anavezet en istor.
1556 : Alouet Khanelezh Astrakhan gant Rusia.
1558 – 1603 : Sellet e vez ouzh ar marevezh elesbedat evel barr an Azginiveleh saoz .
1558 – 83 : Brezel Livonia etre Polonia , Sveden , Danmark ha Rusia.
1562 – 98 : Brezelioù relijiel gall etre Katoliged hag Hugenoded e Frañs .
1566 – 1648 : Brezel pevar-ugent vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù . Dont a ra a-benn ur vroad vihan, an Izelvroioù , da c'hounit he dizalc'hiezh a-dre daouarn gourgalloud ar mare (Spagn ).
1568 ) : Evit ar wech kentañ en Istor eo gwarantet ar Frankiz kredenn gant al lezenn; e priñselezh Treuzsilvania (Embannadenn Turda ).
1568 – 1600 : Marevezh Azuchi-Momoyama e Japan . Da-heul an hir a vrezelioù diabarzh niverus c'hoarvezet e-kerzh ar marevezh Sengoku e klask an daimyoed Oda Nobunaga ha Toyotomi Hideyoshi unaniñ Japan dindan o beli.
1569 : Mont a ra Polonia ha Lituania da sevel ur gumuniezh dizalc'h gant Unaniezh Lublin a bado betek 1795 )
1577 – 80 : Tro ar bed Francis Drake a c'houlenn Kalifornia evit Bro-Saoz.
1580 : Rouantelezh Portugal a goll he dizalc'hiezh pa'z eo staget ouzh Spagn ( stag e chomo betek 1640 ).
1582 :
1584 – 85 : Goude seziz Antwerpen (1585 ) ez a kalz varc'hadourien d'en em staliañ da Amsterdam .
1585 – 1604 : Emgannoù ar brezel saoz-ha-spagnol a c'hoarvez en daou du d'ar mor atlantel.
1588 : Dizarbenn a ra ar Saozon an Armada didrec'hus .
1592 – 98 : Dizarbenn a ra Korea ha Sina div aloubadeg a-berzh Japan e-pad ar Brezel seizh vloaz .
1598 – 1613 : Freuz ha reuz e Rusia e-pad ar marevezh trubuilhek .
Krouidigezh kêr Bamako e dibenn ar XVI vet kantved.
Tud dibar
Akbar , Penn an Impalaeriezh mogol .
Anna Vreizh (Naoned , 1477 – Bleaz , 1514 ), dugez Breizh (1488 – 1514 ) ha rouanez Bro-C'hall dre ziv wech (1491 -1498 ha 1499 -1514 ).
Nicolaus Copernicus , steredoniour bet diorroet gantañ an heolgreizegezh (teorienn tro ar blanedennoù en-dro d'an heol en ur implijout hentennoù skiantel (19 C'hwevrer 1473 Torun , Polonia – 24 Mae 1543 , Frauenburg , Polonia ),
Krouiñ a ra Herri VII (Bro-Saoz) tierniezh an Dudored . Dizamant e tegas gwikefreoù tailhoù efedus evit adsevel ar rouantelezh zo war-nes ober freuzstal abalamour da efedoù brezel an div rozenn (1457 – 1509 ).
György Dózsa , pennlusker emsavadeg ar gouerien en Hungaria (1470 - 1514 )
Michelangelo Buonarroti , livour italian ha kizeller (1475 - 1564 ).
Thomas More , politikour ha skrivagner saoz (1478 – 1535 ).
Martin Luther , adreizher relijiel ha doueoniour alaman , diazezer ar brotestaniezh (Eisleben , 1483 - id., 1546 ).
Hernán Cortés , konkistador spagnol (1485 – 1547 ).
Ar roue Herri VIII (Bro-Saoz) , krouer an Anglikaniezh (1491 – 1547 ).
Ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall a seller outañ evel ar monark kentañ eus an Azginivelezh en e rouantelezh (1494 – 1547 ).
Sulaiman Veur , sultan an Impalaeriezh Otoman . Alouber hag adreizher ar justis (1494 – 1566 ).
Jean Calvin (Noyon , 1509 – Geneva , 1564 ), doueoniour ha prederour gall , tad al Iliz protestant .
An Impalaer Santel Karl V a ren evel e Spagn evel Carlos Iañ . Bet oc'h en em gannañ dizehan ouzh Rouantelezh Bro-C'hall hag an Impalaeriezh Otoman tra ma kase war-raok aloubidigezh spagnol Amerika (Gand 1500 – manati Yuste (Spagn 1558 ).
Cuauhtémoc (1502 – 1525 ), Tlatoani diwezhañ an Azteked a gas war-raok an emsav enep spagnol , trec'het a-benn ar fin e-pad seziz Tenochtitlan . Krouget e vo d'ar 26 C'hwevrer 1525
Mari Iañ (Bro-Saoz) . Klask a ra enebiñ ouzh an Adreizhadenn Brotestant war an dachenn kabestret ganti. Lesanvet e vo Bloody Mary (Maria ar gwadeg) abalamour d'an heskinerezh relijiel gaset da benn ganti (1516 – 1558 ).
Ar roue Fulup II Spagn , emanvet pennlusker an Enep-Disivoud (1527 - 1598 ).
Ar rouanez Elesbed Iañ (Bro-Saoz) , den kreiz ar Marevezh elesbedat (1533 – 1603 ).
Oda Nobunaga , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad Brezel diabarzh Japan . Pennrener kentañ marevezh Azuchi-Momoyama (1534 – 1582 ).
Toyotomi Hideyoshi , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Eil pennrener marevezh Azuchi-Momoyama (1536 – 1598 ).
Amiral Yi Sun-sin , a seller outañ evel unan eus an amiraled ha pennrenerien vilourel veur en Istor ar Bed. (1545 – 1598 ).
Edouarzh VI (Bro-Saoz) , anavezet evit bezañ lakaet doare an Anglikaniezh da bellaat muioc'h c'hoazh diouzh ar Iliz katolik roman (1537 – 1553 ).
Jane Grey , Rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon . Torret eus he c'harg dre un emsavadeg -pobl (1537 – 1554 ).
Jakez Karter , Malaouad , dizoloer Kanada 1539
Ar rouanez Mari Iañ Skos , kentañ maouez bet e penn tiegezh ar Stuarded (1542 – 1587 ), bet kondaonet d'ar marv gant Elesbed Iañ (Bro-Saoz) ha dibennet.
Fernan Magalhaes , ergerzher portugalat (1480 – 1521 )
Miguel de Cervantes , Skrivagner spagnol (1547 – 1616 ).
Roue Navarra, Herri IV , ur protestant anezhañ, a deu da vezañ Roue Bro-C'hall goude dilezet ar brotestantiezh da dreiñ da gatolig. Lakaat a ra fin d'ar brezelioù relijion e Bro-C'hall hag unaniñ a ra ar rouantelezh kent dezhañ bezañ drouklazhet (1553 – 1610 ).
Ambroise Paré (Bourg-Hersent , e-kichen Laval , e-tro 1509 - Pariz , 1590 ), mezeg ha surjian gall , diazezer ar surjianerezh vodern.
William Shakespeare , skrivagner saoz (1564 – 1616 ).
John Donne , barzh saoz (1572 – 1631 )
Musashi Miyamoto , brezelour brudet e Japan , skrivagner Levr ar Pemp Gwalenn , ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 – 1645 )
André Vésale (Brusel 1514 – Enez Zante 1564 ), anatomour belgiat , ijiner ar plankennoù anatomek. Termen zo bet lakaet gant e labourioù d'ar c'haleniezh
Ahmad ibn Ibrihim al-Ghazi , Somalia Imam ha jeneral (1507 – 1543 ).
Ivan IV Rusia , kentañ tsar rus (1530 – 1584 ).
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
Roll ijinadennoù ar XVI vet kantved
Gwelet ivez