Kelted Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Kelted
Ar Gelted zo anezho un tolpad pobloù eus ar C'hentistor, bet o kantren e-kreiz Azia da gentañ, hag aet da aloubiñ an darn vuiañ eus Europa diwezhatoc'h. Anavezet eo o sevenadur diwar kavadennoù an hendraourien, pe an arkeologiezh, hag un nebeud testennoù skrivet diwar o fenn. Savet eo bet ar skridoù-se gant tud ha ne oant ket Kelted peurvuiañ, nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e deroù ar Grennamzer, setu perak ez eo aet da get roudoù o stuzeghezhioù hag o c'hredennoù dindan pouez brasoc'h-brasañ ar gristeniezh. N'eus ket kalz a destennoù e yezhoù keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivañ ar pezh a gredent hag ar pezh a ouient evit abegoù relijiel marteze. Chomet eo ar yezhoù keltiek implijet hiziv ha meur a roud eus o bezioù hag o savadurioù (savadurioù-difenn, roudoù o atantoù hag o zemploù). Orin an anvadurN'anavezer ket an anv a rae ar Gelted anezho o-unan ha degaset eo bet ar gerioù Keltoï (gresianeg) ha lingua celta (yezh keltiek) gant tud ar sevenadurioù all (Gresianed ha Romaned). Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.|Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico. Teir rann a ya d'ober Galia, ar v-Belged en unan anezhi, an Akwitaned en eil hag en trede rann ar re a ra anezho o-unan er yezh keltiek ar C'halianed. Kinniget ez eus bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :
Lod o deus soñjet e oa keltoï da vezañ tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhoù germanek hag ar yezhoù keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Geltoï, ar C'halated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannañ) hag ar C'halli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estrañjour pe alouber. Evit ar yezhoù keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhoù keltiek. Istor ar GeltedMammennoù kentistorelE diskiblezhioù akademiek a bep seurt e vez sellet ouzh ar Gelted evel un anadenn eus Oadvezh an Houarn e Kreiz Europa, dre ar sevenadurioù Hallstatt ha hini La Tène. Rouez eo ar c’havadelloù arkeologoel a-fet ar sevenadur Hallstatt ha hini La Tène el ledenez iberek, ha dre-se ne n’eus ket trawalc’h a brouennoù evit lavaret e oa bet ur senario sevenadurel heñvel ouzh hini Kreiz Europa. Ken diaes eo ober ul liamm etre orin al ledenez kelt ha sevenadur ar parkadoù jarligoù kañv kent. Dre-se e soñjer abaoe nebeut amzer e oa bet ur seulad kentistorel hag un argerzh sevenadur a oa bet an deroù anezhañ en Oadvezh an Arem Sevenadur kloc'hheñvel.[1] Sevenadur Oadvezh an Houarn Hallstatt (war-dro 800 kent J.-K.) ha hini La Tène (war-dro 500-50 kent) zo liammet peurliesañ ouzh ar C’hentistor hag ar Sevenadur keltiek.[2]. Aet e oa ar Sevenadur La Tène war-raok hag e barr e bleuñv e oa bet e-pad Eil Oadvezh an Houarn (adalek 450 goude J.-K. betek aloubadenn ar Romaned er c’hantved kentañ goude J.-K.) e reter Frañs, e Suis, en Aostria, e mervent Alamagn, e Republik Tchekia, e Slovakia hag en Hungaria. Aet e oa war-raok er-maez eus ar sevenadur Hallstatt hep ma vije un torr er sevenadur, dindan levezon vras ar sevenadur gresian, ha goude gant sevenadur an Etrusked. Cheñchet e oa bet diazezadurioù kreizennoù zo er 4e kantved. Sevenadur La Tène ar C’hornôg a glot gant Galia Geltiek istorel. Ma talvez an dra-se e oa lakaet holl ar sevenadur La Tène war anv ur bobl gelt unvan ez eo diaes da briziañ; henoniourien o devez kendastumet meur a wech ne oa ket ar yezh, ar sevenadur danvezel hag ar c’henezeladur politikel o ren keñver-ha-keñver dre ret. Stadañ a ra Frey an dra-se er 5vet kantved, “Ne oa ket heñvel al lidoù kañv er bed keltiek; strolladoù lec’hiet o doa o c’hredenn dezho o-unan ha dre-se o doa bet ivez eztaoladennoù arzel disheñvel”[3]. Neuze, tra ma klot sur a-walc’h ar sevenadur La Tène gant Galia, e c’hall bezañ dleet an artefaktoù La Tène d’an darempredoù sevenadurel ha ne lavar ket e veze bepred bezant ar geltiegerien. Mammennoù istorelEmbann a reas Polybius un istor eus Roma war-dro 150 kent J.K., m’en doa deskrivet Galia hag Italia hag ar brezelioù a oa etrezo ha Roma. Lavarout a reas Pausanias “en eil kantved kent J.-K. e veve ar C’halianed, a veze anvet ar Gelted da gentañ, er ur vro er penn bellañ eus Europa war aod ur mor divent.” Deskrivañ a reas Posidonius Su Galia war-dro 100 kent J.-K. Kollet e oa bet e labour, koulskoude, daoust ma oa bet implijet diwezhatoc’h gant skrivagnerien evel Strabo. El levr diwezhañ, bet skrivet er 1añ kantved goude J.-K., e komzer eus Breizh-Veur ha Galia, koulz hag Hispania, Italia ha Galatia. Skrivañ a reas Kaezar diwar-benn Brezelioù Galia (Commentarii de Bello Gallico) e 58-51 kent J.-K. Diodorus Siculus a skrivas diwar-benn ar Gelted eus Galia ha Breizh-Veur en en unan al levrioù Istor bet skrivet gantañ. Kelted ar c’hevandirGaliaE deroù istor Europa e veve ar Gelted neuze en tiriad a anver Frañs hiziv hag a veze graet Galia anezhi d’ar mare-se gant ar Romaned. Tiriad ar pobloù a c’hoarveze, war a seblant, eus an Izelvroioù, an Alpoù hag ar rannvro a anver Norzh Italia hiziv. Diskennidi ar pobloù-se a oa bet deskrivet gant Julius Kaezar en e levr "Brezelioù Galia. Reter Galia a oa kalon ar sevenadur kornôgel la Tène. En eil Oadvezh an Houarn e oa heñvel an aozadur sokial ouzh hini ar Romaned, gant kerioù bras. Adalek an 3e kantved kent J.-K. o doa ar C'halianed degemeret ar moneiz, koulz hag ar skridoù gant lizherennoù gresian a veze anavezet e Su Galia abaoe an eil kantved. Marc'hadourien c'hresian o doa diazezet Marsilha war-dro 600 kent J.-K., evit eskemmañ gant Traoñienn ar Ron, met nebeut amzer goude 500 goude J.-K. e oa bet direizhet ar c’henwerzh ha lakaet da dreiñ dreist an Alpoù war-du traoñienn ar Po en Italia. En em gavout a reas ar Romaned e traoñienn ar Ron en eil kantved goude J.-K. ha kavet o doa ur C’halia ma veze komzet keltieg dreist-holl. Ezhomm he doa Roma da astenn ar c’hehentiñ gant he froviñsoù iberek ha trec'h e oa bet war ar bobl Saluvii goude bezañ brezelet ganto en Entremont e 124-123 kent J.-K. Tamm-ha-tamm e kontrollas ar Romaned an astenn, hag ar Broviñs roman a voe krouet a-hed a-hed aod kreizdouarel. Anavezet e oa ar peurrest evel Galia. E 58 kent J.-K. o doa divizet ar bobl Helveteii envroañ war-du ar c’hornôg met rediet e oant bet gant Julius Kaezar da vont war o giz. Neuze en doa brezelet gant meuriadoù a bep seurt e Galia ha war-dro 55 kent J.-K. e oa bet aloubet an darn-vrasañ eus Galia. E 52 kent J.-K. en em savas Verkingetorix a-enep aloubadenn ar Romaned met trec’h a oa bet warno pa oant bet o lakaat ar seziz war Alezia ha kodianet o doa gantañ. Da-heul Brezelioù Galia 58-51 kent J.-K. ez ae Keltia d’ober al lodenn vrasañ eus ar C’halia Roman. Diskouez a ra an lec’hanvioù dielfennet e vez graet gant ar c’heltieg e reter ar Garona hag e su ar Saena hag ar Marne. IberiaBetek dibenn an 19vet kantved e veze anavezet ar Gelted eus al ledenez iberek gant ar ouizien evel ur sevenadur danvezel a denn d’ar sevenadurioù Hallstatt ha La Tène. Ne oa ket nemeur a bobloù kelt en Iberia, hervez ar pezh a ouzer diwar-benn Oadvezh an Houarn en 19vet kantved ha n'eus ket eus ur senario sevenadurel ken aes da sevel ha hini Kreiz Europa. Soñjal a reer e oa eus tri seurt Kelted en Iberia : Ar Geltiberianed er menezioù e-kreiz al Ledenez Iberek, ar Celtici er mervent, hag ar Gelted er gwalarn. Ar ouizien a vremañ, koulskoude, o deus prouet splann e oa eus ar Gelted en Iberia ha levezon vras o doa bet ar re-se enni, dreist-holl e rannvroioù ar c’hornôg hag an norzh. Rannet eo bet Ar Gelted en Iberia e daou strollad henoniel ha sevenadurel, ha pa ne vefe ket gwall splann an doare da vezañ rannet anezho evel-se : *ur strollad a veve a-hed aodoù Galizia hag a-hed aodoù atlantel Iberia. Bevañ a raent e Lusitania (e Portugal) hag er rannvro geltiek, a veze anvet Celticia gant Strabo, a oa e mervent al ledenez iberek, en ur gontañ e-barzh an Algarve, ma veve ar pobloù Celtici, Vettones ha Vacceani (eus gwalarn kreiz Spagn) hag ar pobloù Gallaecia, Astures ha Cantabrian eus sevenadur ar C’hastelloù, e norzh hag e gwalarn Spagn ha Portugal.
Dre studiañ orin ar Geltiberianed e c’hallfec’h intent gwelloc’h an argerzh annezañ ar Gelted er peurrest eus al ledenez. N'eo ket an argerzh annezañ mervent al ledenez gant ar ar bobl Keltoi, koulskoude, un dra aes da gompren. Studiadennoù zo bet graet nevez zo war ar pobloù Callaici ha Bracari e gwalarn Portugal ha doareoù nevez da gompren ar sevenadur keltiek (yezh, arz ha relijion) zo bremañ e gwalarn Iberia. Alpoù ha traoñienn ar PoE-pad pell amzer e ouiemp e oa bet un takad keltiek (Lepontic, a oa anvet Keltia Cisalpina, e norzh Italia. Enskrivadurioù eus ar 6vet kantved kent J.-K., evit gwir, a oa bet kavet ennañ. Al lec'hiad Golasecca, m’en em daol ar stêr Ticino eus al Lenn Maggiore, a oa ul lec'h a-feson evit ober eskemmoù en diabell, ma oa ar C'holasccanied hanterourien etre an Etrusked hag ar sevenadur Halstaat eus Aostria. Kementadoù bras a holen a veze eskemmet etrezo. E 391 kent J.-K. e oa tremenet ar Gelted, o doa o ziez-annez en tu all d’an Alpoù, dre an odeoù gant o holl nerzhioù hag aloubet o doa an tiriad etre an Appenninoù hag an Alpoù, hervez Diodorus Siculus, traoñienn ar Po hag ar peurrest eus norzh Italia (Gallia Cisalpina), ma oa keltiegerien o chom. Milano a oa bet diazezet gant ar re-se. Diwezhatoc’h e oa bet trec’het al lu roman e-pad emgann Allia ha drastet e oa bet Roma gant ar Senoned e 390 kent J.-K. E-pad emgann Telamon e 225 kent J.-K. e oa chomet stanket un arme bras a Gelted etre daou nerzh lu Romaned ha trec’h a oant bet warnañ. Trec’h e oa bet ar Romaned war ar Samnited, ar Gelted hag an Etrusked, a oa kevredet an eil re gant ar re all, e-pad trede brezel ar Samnited hag adalek ar mare-se ne veze ket mui ar Gelted mestr war en Europa ar c’hevandir, met ne oa nemet e 192 kent J.-K. e krogas al luioù roman da aloubiñ rouantelezhioù diwezhañ dizalc’h ar Gelted en Italia. En em ziazezet e oa ar Gelted muioc'h er su d'ar Po evel ma c'haller gwelet war meur a gartenn. Dismantroù e Doccia, ur gêr e proviñs Emilia-Romagna, a ginnig tiez e-ratre-vat savet gant ar Gelted adalek ar 4e kantved kent J.-K. Ar Gelted er BalkanioùEn em ledañ a reas ar Gelted ivez war ribloù an Danav hag e adstêrioù. Ar Scordisci, unan eus ar meuriadoù levezonus, o doa diazezet o c'hêr-benn e Singidunum (Beograd (Serbia) hiziv an deiz) en III kantved kent J.K. Diskouez a ra an torgennoù mogeriet hag ar beredoù niverus e oa stank an dud o chom e Tisza, traoñienn Vojvodina hiziv an deiz, Hungaria hag en Ukraina. An Daked o doa miret outo, koulskoude, d’en em ledañ e Roumania. En em ziazezañ a reas ar Gelted pelloc'h er su e Trakia (Bulgaria), a oa bet renet ganto e-pad ouzhpenn ur c’hantved, hag en Anatolia, ma oant en em ziazezet evel ar C’halated. Petra bennak ma oant pell diouzh ar peurrest eus ar bed keltiek o doa kendalc'het ar C'halated d’ober gant o yezh keltiek e-pad seizh kant vloaz da nebeutañ. Sant Jerom, a oa bet o weladenniñ Ancyra (Ankara hiziv an deiz) e 373 goude J.-K., en doa keñveriet o yezh gant hini an Treveri e norzh Galia. Ar meuriad Booi en deus roet e anv da Vohemia, Bologna hag ivez da Vavaria marteze. Artefaktoù keltiek ha beredoù zo bet dizoloet pelloc’h er reter, er broioù a anver Polonia ha Slovakia bremañ. Ur pezh moneiz keltiek (Biateg) eus Bratislava zo diskouezet war ur pezh moneiz slovak 5 kurunenn hiziv an deiz. Evel ma ne c'haller ket prouiñ e oa bet aloubidigezhioù bras en un nebeud takadoù all d'ar mare-se e soñj ur skol a-vremañ e oa en em astennet ar yezh hag ar sevenadur keltiek en takadoù-se dre zaremprediñ kentoc’h. Testeniekaet eo aloubidigezhioù Italia hag ar Balkanioù (Gres ha kornôg Anatolia) gant ar Gelted en Istor gresian ha latin. Niverus e oa ar Gelted e gourc'hemenn roueed Egipt. Miliadoù anezho a veze implijet e 283-246 kent J.-K. ha servijout a raent atav war-dro 186 kent J.-K. Klasket o doa diskar Plotemee II.. Avielañ IwerzhonEn Iwerzhon e padas pell a-walc'h ar sevenadur keltiek dre ma oa un enezenn eus Iwerzhon. N’o doa ket treizhet al legionoù roman Mor Iwerzhon hag e-se n’o doa ket drastet sevenadur ar vro gant o hini, ha pa veze darempredoù etre ar Ouezeled hag an Impalaeriezh roman adalek ar 1añ kantved kent J.-K. Pa voe gounezet ar pobloù kelt d’ar feiz kristen, ar re a rae ar vegenn anezho da gentañ, ez antreas Iwerzhon er Grennamzer europat. Cheñchet o doa relijion met n’o doa ket cheñchet o renkadoù belegel : kouezhañ a reas an drouizelezh en he foull met an drouized a voe kristenaet da gentañ ha dont a rejont da vezañ beleien an iliz nevez. Gant an deskadurezhioù nevez degaset d'ar seulad kelt e voe krouet ar pezh a anver ar gristenelezh keltiek. N’anavezer ket penaos e oa bet avielet ar vro hag ar mammennoù zo en hon c'herz zo buhezioù ar sent dreist-holl. E 431 e kasas ar pab Celestin 1añ ur Galian, a oa Palladius e anv, da avielañ ar « Skoted ». E 452 ez eo ar Brezhon-ha-Roman Maewyn Succat, lesanvet sant Padrig, a zouaras en enezenn. Hañvalout a ra e oa bet an hini kentañ o kas da benn e gefridi e Laighin hag an eil en Ulaid hag e Connachta. Brudet eo Padrig rak skarzhet en dije an naeron kuit eus an enezenn ha displeget en doa kevrin an Dreinded santel war-bouez ur velchonenn deir. Dre ma oa ar gevredigezh keltiek ur seurt doueriegezh ne c'hallas lakaat ar pobloù kelt da dreiñ d'ar feiz kristen hep kregiñ gant ar c'hlas belegek ha « diskouezet » en dije Padrig d’an drouized e oa kreñvoc’h e vre eget o re dezho-int. Ma chom roudoù zo eus an hengoun keltiek e ranko Iwerzhon talañ ouzh ur sevenadur all, hini ar Vikinged, e dibenn an VIIIvet kantved. ArzN’o doa ket ar Gelted lezet war o lerc'h kalz a roudoù skrivet diwar-benn o sevenadur. Anavezout a reomp anezhañ dreist-holl gant o arz, zo bet addizoloet en eil lodenn an XXvet kantved. Arz ar Gelted zo liesseurt ha diouzh ar mareoù hag ar rannvroioù. Levezonet e oa bet ar Gelted gant pobloù eus an diavaez ivez : an Etrusked, ar C’hresianed...da gentañ, gant ar Romaned, ar C'hermaned da c'houde hag ivez gant ar Gristeniezh. Disheñvel e oa, koulskoude, diouzh un nebeud dezverkoù bras eus arz ar sevenadurioù all :
Unan eus dezverkoù pennañ an arz kelt eo e veze graet kalz a dresoù a daolenne tud pe elfennoù eus an natur, evel ar gweadegoù, ha techet e vezent da ezteuler traoù difetis. En he bleuñvenn e oa ar c’hiz-se, a oa deuet eus ar sevenadur hallstat, pa voe graet enlivadurioù an dornskridoù keltiek eus Iwerzhon pe Skos d'ar mare ma oa bet troet pobloù d'ar feiz kristen war an enezenn. Levr Kells zo e-touez an dornskridoù-se (gwelet ivez manati Iona).
DrouiziezhA-raok ma voe aloubet Galia gant ar Romaned, ha, war a seblant, goude ma oa bet aloubet an inizi, e oa an drouiziezh perzh pennañ relijion ar Gelted kozh. Testeniekaet eo ar « gloer » zrouizel gant meur a aozer en Henamzer da vareoù disheñvel hag e lec'hioù disheñvel er bed keltiek. En Iwerzhon, hervez an hengoun, e soñjer e vije bet krouet an drouiziezh gant ar Bartholonien, hag a oa en em gavet en Iwerzhon e 312 goude J.-K. war-lerc’h al Liñvadenn. E Galia e soñjer e voe hollbouezus ar roll c’hoariet gant an drouized en emsavadeg -52 ha, goude e stourmoù ar C’halianed er c’hantved kentañ. Abalamour da unan eus ar stourmoù-se, bet danevellet gant Tacite en e “Istorioù”, e vije bet krog pennoù-bras Roma e 21 goude J.-K. da sevel a-enep an drouized c’halian. Karget e oa ar « gloer » zrouizel da blediñ gant al lidoù sakr ha sevenadurel : an drouized hepken o doa gwir da ginnig aberzhoù tud a-wechoù met dreit-holl aberzhoù loened pe aberzhoù arouezel (evel m'eo testeniekaet war taolennoù-gouestl e koad bet krouet en andon ar Saena). Abalamour ma veze kinniget aberzhoù tud, ouzhpenn se, e voe berzet ouzh an drouized seveniñ o relijion da vare an Impalaer Tiberius Caesar Augustus (pe Klaodius Iañ evit skrivagnerien zo). Gwirioù brientek all o doa an drouized : an deskadurezh, an diplomatiezh, an istor, al lignezouriezh, al lec'hanvadurezh, ar vezegiezh hag an divinouriezh. Hanterourien etre an doueed hag an dud e oa an drouized, dre ma oa bras o anaoudegezh (Studioù a raent war-dro 20 vloaz, hervez Julius Kaezar) ha dre ma vezent mistri war ar strobinellerezh. An drouiz a c'hoarie ivez roll ur c'huzulier politikel evit ar roue. Int o-daou a c'hallje bezañ un daouad hag ar roue a rene e vro dindan levezon an drouiz. An drouiz Diviciacos, kempred ad Marcus Tullius Cicero a oa bet an hini kentañ o soñjal aloubiñ Galia, a oa penn politikel an Haedui, war a seblant. Tudenn greñvañ ar gevredigezh keltiek e oa an drouiz e pep keñver. Ministr an azeulerezh, prederour, mirour an Anaoudegezh hag ar Furnez, istorour, den a lezenn hag ivez kuzulier milourel ar roue ha klas ar gadourien war un dro e oa. Posupl eo e oa bet reoliet buhez-holl ar Gelted gant an drouized da vareoù zo. Gallout a reer soñjal en doare-se o doe an drouized ur roll diazezer evit ar sevenadur keltiek a-bezh hag evit a sell ouzh holl reolennoù ar gevredigezh kelt. Gouzout a ouzomp hep mont re don penaos e voe aozet klas ar veleien. Tri seurt « micherioù » relijiel a vez anavezet er bed keltiek :
Peuzsur omp e oa eus un urzhaz drouizel e Galia ivez, hervez an testennoù latin zo chomet ha drezo e ouzer e veze aozet ur vodadeg bep bloaz gant an drouized (war dachenn an Carnutes (Latin Carnuti), e-kichen Chartres. Gouzout a reomp ganto ivez e oa ur "Grutater", da lavaret eo ur penndrouiz, en dije kemeret perzh da vat e politikerezh Galia. Ul liamm, war a seblant, e vije bet an drouizelezh, etre ar pobloù kelt. Deiziataer relijielHervez mammennoù Iwerzhon e veze lusket ar bloavezh keltiek gant pevar gouel relijiel bras a oa ret. A bouez e oa daou anezho : « Samain » d’an 31 a viz Here pe d’ar 1añ a viz Du (diouzh hon deiziataer) ha “Belthaine d’an 30 a viz Ebrel pe d’ar 1añ a viz Mae. Ne oa ket ken pouezus an daou ouel all : « Imbolc » d’ar 1añ pe d’an 2 a viz C’hwevrer ha « Lugnasad d’ar 1añ a viz Eost. « Gwelet ar studiadenn gant Christian-Joseph Guyonvarc’h ha Françoise Le Roux, « Ar gouelioù keltiek », Ouest-France Université, dastumad « De mémoire d’homme : an Istor ».
Gant deiziataer Coligny, ar vammenn bennañ zo en hor c’herz, e vez anavezet an deiziataer keltiek ganimp. Krouet e oa bet da vare ar C'halianed-ha-Romaned. Doueed ha kredennoùUnan eus ar poentoù an diaesañ da gompren eo speredelezh ar Gelted peogwir n’eus ket a vammennoù orin. Ar Gelted o doa, a-hervez, a veze azeulet ganto mui pe vui kement a zoueed hag ar C’hresianed hag ar Romaned (tost pevar c’hant doue kelt zo bet kontet), met n’ouzer ket hag azeulet e oant er memes mod e pep lec’h er bed keltiek hag e oa ur framm hepken. Doueed pennañ ar C’halianed, hervez deskrivadurioù Julius Kaezar, koulskoude, a oa o anv heñvel ouzh anvioù an Doueed zo meneget e mojennoù iwerzhonat ar Grennamzer, hag ar memes kargoù o doa. An aozerien latin ha gresian o doa meneget un nebeud doueed galian en o skridoù, hep lavaret perak o doa dibabet anezho : Epona, Taranis, Esus ha Lug a vez anavezet evel-se. Dre al lec’hanvadurezh ez anavezomp un nebeud traoù diwar-benn kredennoù ar Geltde kozh. Soñjal a reomp evel-se e veze azeulet Lug war an uhelennoù. Al lec’hanv Da skouer, “Lugdunum”, deuet da vezañ Lyon hiziv an deiz, a dalvez kreñvlec’h pe meneg Lug. Sevel a ra kudennoù evit a sell lec’h an doueed kelt en arz. E-pad pell amzer e oa bet hollbouezus pod-houarn Gunderstrup, un pezh kavet en un taouarc’h en Danmark, dre ma sonjed gouzout hiroc’h diwar-benn doueed ar Gelted. Met hennezh, a oa bet kinklet warnañ un toullad mat a zoueed hag a laka war wel e-leizh a vojennoù a oa e boutin etre ar pobloù a oa o chom en Europa, hag a oa bet levezonet gant pobloù all estreget ar Gelted. Diskouez a ra, mod pe vod, un doue kornek a c’hallfe bezañ boutin gant un douee kelt ur penn-kirvi dezhañ, Cernunnos e anv, hag un doue gant ur rod heol, a c’hallfe bezañ Taranis. Evit a sell an delwennoù ez eus bet gwelet meur a wech dremmoù doueed daoubennek pe trifennek, a vefe boutin gant un Hermès. Posupl eo, mod pe vod, en doa al lusk triveder pouez e relijion ar Gelted kozh. Delwennoù “brezelerien en o c’hoazez”, bet krouet e kreisteiz Galia (Entremont, Roquepertuse), a laka gouizeien da dabutal diwar o fenn : diaes eo gouzout hag-eñ e voe taolennet doueed, brezelerion douelaet pe harozed gwarezus warno. Kudennoù a sav ivez evit gouzout resis petra a oa bet taolennet gant hanterskeudennoù eus « Galia ar re vlevek ». Lod zo seblant warno bezañ lodenn grec’h ur wern dotemek, evel m’eo an hini e laton a voe dizoloet e Bouray-sur-Juine (Essonne) hag a daolenn un dudenn gant un torc’h ha pavioù ur penn-kirvi stilekaet, pe an hanterskeudenn a virer e mirdi Saint-Germain-en-Laye. Hemañ zo e maen-raz hag a daolenn un dudenn gant un torc’h hag ur pemoc’h-gouez. Krediñ a rae ar Gelted kozh e oa divarvel an eneoù ha gant-se e c’haller displegañ, hervez testenioù zo, perak e soñjer e vezent kadarn, kalonek ha dispont en emgannoù. Ne oa ket, evit gwir, eus ar marv. Er c’hontrol, ne oa ket anv eus an adenkorfañ en o relijion, ne oa ket gwir ar pezh a oa bet soñjet e-pad pell abalamour ma oa bet lennet fall skridoù zo. El levr « Les Druides -An Drouized- » (geriaoueg, pajenn 414, Christian-J. Guionvarc’h ha [[Françoise Le Roux) a ro dimp da c’houzout krak-ha-berr : « N’eus roud ebet eus an adenkorfañ en hengoun kelt, ne grede ket ar Gelted ennañ ». Krediñ a rae ar Gelted en ur bed all ivez. En hengoun iwerzhonat treuzkaset d’ar mare kristen, ar “Sidh” a dalveze ar “Bed all” keltiek. Er c’hornôg e oa, en tu all d’ar mor, en enezennoù hollgaer ; dindan vor, el lennoù hag er stêrioù. Eno e oa palezioù maen-strink brav-kaer dezho porzhioù kevrinus ; dindan an torgennoù hag ar runioù. Chomadenn an Tuatha Dé Danann e oa. Al lidoù, an aberzhoù tud, azeulerezh ar pennoù dibennet, pe c’hoazh an implij fonnus eus ar gwad el lec’hioù azeuliñ, a oa anezho elfennoù o doa maget ijin aozerien an Henamzer. Unan anezho, Pausanias, a skrive e veze debrerien-tud eus ar Gelted. Julius Kaezar a skrivas : “ Ar gelted a rae gant ministrerezh an drouized a-benn ober an aberzhoù tud-se. Soñjal a reont, evit gwir, n’eus nemet dre adprenañ buhez un den gant buhez un den all e c’haller habaskaat galloudegezh an doueed divarvel. Tud zo o deus jakoù uhel-mat o ment, a vez lakaet tud vev en o c’hrogen aozilh plezhet. Tan a veze lakaet er jakoù-se hag an dud gronnet gant ar flammoù, a varve ». Hervez roudoù chomet war o lerc’h e ouzer e veze graet pleustradegoù taer ganto, hep ma ouifemp resis petra a veze graet ganto : azeulerezh ar pennoù en Entremont (Bouches-du-Rhône), a vez adkavet soñj anezho e kinkladur panelloù an ilizoù en Iwerzhon er Grennamzer, lidoù kriz e Ribemont-sur-Ancre, h.a. Gwelet ivezNotennoù
Levrlennadur
Liammoù diavaez |