Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Gresianeg

Gresianeg
(Elliniká, Ελληνικά)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia
Rannved :
Komzet gant : 15 000 000
Renkadur : goude 74
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Gres, Kiprenez, Unaniezh Europa
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 el
ISO 639-2 gre, ell
ISO 639-3
Kod SIL ELL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar gresianeg (Ελληνικά) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropek. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.

Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.

Gregaj (pe gregach) – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.

Istor

Komzet ez eus bet gresianeg e Ledenez ar Balkanoù adalek an eil milved kt JK evel m'eo bet lakaet war wel pa oa bet diskoachet tablezennoù al linenneg B eus 1500 kt JK. Koulskoude n'eus ket liamm ebet etre al linneneg B hag al lizherenneg c'hresian hag hemañ a zeu eus al lizherenneg fenikian, doare-skrivañ an abjad (war-dro 1000 kt JK). N'eus ket bet kalz a cheñchamant abaoe.

Dre voaz e vez rannet istor ar gresianeg etre ar mareoù-mañ :

  • Mikenieg, yezh ar sevenadur mikenat a weler skrivet gant al linenneg B
  • Henc'hresianeg da gentañ ar gresianeg kozh-bras ha goude e teu ar gresianeg klasel. Hemañ a zo bet studiet koulz gant tud ouiziek ar bed muzulmat ha gant re Europa abaoe ar Grennamzer.
  • Gresianeg hellenistel (gresianeg ar c'hoine pe ar c'hoine a vez graet anezhañ ivez - koine « boutin »). Ur yezh c'hresianek boutin hag etrebroadel, an hini kentañ a zo bet, hag a zo deuet eus teuziadur an atikeg, rannyezh Aten gant rannyezhoù all. Deroù ar yezh voutin a c'heller adkavout diwar heñchadurioù armeoù Aleksandr Veur hag emdroadur an tiriadoù en deus aloubet. Pa renas ar sevenadur hellenistel en rn niver brasoc'h a vroioù e veze komzet ar c'hoine eus an Egipt betek harzoù an Indez.
  • Goude trec'h ar Romaned war Vro-C'hres e renas an divyezhegezh e Roma hag e meur a diriadoù an Impalaeriezh roman. Ar gresianeg boutin a zeuas da vezañ un eil yezh nann-ofisiel a gomze meur a zen, uhel pe izel, pe evel yezh kentañ pe evel eil yezh. Liammet eo ar gresianeg boutin gant deroù ar Gristeniezh peogwir eo bet skrivet an Testamant Nevez gantañ hag e seblant e prezege an Abostoled e gresianeg, darn anezho gant un anv gresianeg (Kephas (Pêr), Mazias, Taddeos). Anvioù all a vez roet d'ar yezh hellenistel : rannyezh Aleksandria, gresianeg goudeklasel ha gresianeg an Testamant Nevez ivez.
  • Gresianeg ar Grennamzer : ur c'hendalc'h d'ar c'hoine eo bet ar yezh ofisiel ha vernakular a veze komzet en Impalaeriezh Bizañs e-pad ar Grennamzer. Anvet e vez gresianeg bizantat ivez.
  • Nevezc'hresianeg : Emdroad ar gresianeg a-vremañ diwar ar gresianeg ar bobl (dhimotiki) a c'hell bezañ adkavet adalek deroù ar Grennamzer.

Da vezañ kendalc'het

Gwelet ivez

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9