Lenn MaggioreAl Lenn Maggiore, pe Lago Maggiore, pe Verbano en italianeg (Lagh Magior e piemonteg, Lagh Magiô en lombardeg), zo ul lenn etre Italia, da lavarout eo rannvroioù Piemonte ha Lombardia, ha kanton Ticino e Suis. Eil brasañ lenn Italia eo war-lerc'h lenn Garda, hag an eil donañ war-lerc'h lenn Como. IniziEl Lago Maggiore ez eus 11 enezenn, bras pe vihan. 8 zo e Piemonte, 2 e Suis hag unan e Lombardia.
Etre Stresa ha Verbania emañ enezeg an Isole Borromee: an Isola Madre (ar bellañ er reter), an Isola Bella hag an Isola Superiore dei Pescatori (anvet ivez Isola dei Pescatori pe Isola Superiore) Dirak Brissago, e Suis, emañ an div enez anvet Isole di Brissago.
|