Kened
Ar gened pe ar gaerded, zo ur meizad, difetis eta, hag ur perzh hag a vez anavezet d'an traoù ha d'an dud, hag a vez gwelet pe glevet gant an dud all, hag a ro plijadur dezho peurvuiañ. Hervez Tomaz Aquino eo ar pezh a ra plijadur d'ar gweled hepken (quae visa placet). Gallout a ra ar blijadur-se dont ivez koulskoude eus ar stumm, ar fiñv, an ton. Ar gened er mojennoù
Kened ha relijionAr gened zo ur c'haer a brof digant Doue, da-lavaras sant Aogustin Hippo (354-430), met arabat d'an dud vat soñjal eo ur mad bras, rak Doue he ro ivez d'an dud fall. Kened ar maouezedKened ar maouezed eo marteze ar pezh a sach selloù ar wazed an aliesañ, ha hini an arzourien ha livourien a dra sur. Peurvuiañ e vez c'hoar kened ar c'horf d'ar yaouankiz. Kemmañ a ra meizad ar gened hervez an dud, koulskoude e vez atav kreñv pouez gizioù an amzer, aozet gant ar varc'hadourien. Kened an dremmen
Kened ar c'horfoù noazh
Kened diabarzhPeurvuiañ e komzer eus kened diabarzh da ober anv eus un dra pe un den ha n'eo ket splann e gened. VildedAr vilded eo an anv kontrol d'ar gened. Evel ar gened eo ur meizad a gemm hervez an amzer hag an dud.
Lennegezh
Traoù kaerGant bed ar c'hiz e vez kinniget d'an dud gwiskañ dilhad kaer, ha bravigoù (pe braverioù). Dre ar bruderezh e vez lakaet dindan selloù an holl ur skeudenn eus ar gened liammet ouzh ar binvidigezh hag an arc'hant. Kened ar maezioùPlant ha gwez a ra kened ar maezioù, aet war zivalavaat gant diskar ar c'hleuzioù hag ar gwez. Kentañ tra a ra ar saverien tiez a-raok skarzhañ an douar labour eus ar parkeier eo diskar ar gwez en-dro d'ar c'hêrioù. Kened an natur
Kened an disavouriezh
Kenstrivadegoù kenedDeuet eo ar c'hiz da aozañ kenstrivadegoù kened evit ar merc'hed dreist-holl, en holl, vroioù, hag e Breizh evel e lec'h all. Kevezerezh zoken a vez etre aozerien an holl genstrivadegoù-se: Miss Universe, Miss World, Miss International, Miss Earth. En degouezhioù-se emañ beli an arc'hant war ar gened . Gwelet ivez |