Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Jules Brunet

Jules Brunet

Jules Brunet, ganet e 1838 e Belfort (Bro-C'hall) ha marvet d'an 12 a viz Eost 1911, a oa kabiten el lu gall. Kaset e oa da vro Japan da c'hourdonañ an arme vodern savet gant ar shogun. E gefridi a oa neuze deskiñ d'ar soudarded japanat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868).

Evel Nathan Algren, haroz ar film gant Edward Zwick, e stourmas Brunet a-enep lu an Impalaer e-pad ar brezel diabarzh. Ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet ne varvas ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl eus e "skolidi", Samouraied anezho.

Dianav pe dost e Bro-C'hall, Brunet a zo bet un den dreistordinal : soudard, bet en École polytechnique hag arzour a zoare (livour) war ar memes tro.

A-raok bezañ kaset da vro Japan en doa kemeret perzh e brezel Mec'hiko gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz c'hoazh, choazet eo da gelenner evit soudarded arme ar Shogun. War e urzh e oa savet 7 rejimant troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10 000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp da gostezenn an Impalaer Meiji da stummañ o arme.

Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer e fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, Bro-c'hall na gemer perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod eus ar strollad kelennerien a choazas da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da arme ar "bakugun", ar samouraied diwezhañ a oa feal d'ar Shogun. Talvezout a ra avat ez int dizertourien evit an arme c'hall. Brunet a skriv neuze d'an Impalaer gall Napoleon III evit displegañ e choaz : " Choaz da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu. Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeud Gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik. Eneberezh ar Samouraied ouzh an Impalaer a zo trec'het er bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet eo adal ar mor hag an douar. Faezhet eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv savet e doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a baouez ar stourm d'an 30 a viz even.

Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag c'hall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet ha kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869. Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh c'hoazh en emgannoù ar Gumun. Kuitaat a ra an arme c'hall evit ar wech diwezhañ gant an titl a jeneral.

Hervez Kristian Polak, ur gall o chom e Bro-Japan, Ar Japaniz a anavez Brunet c'hoazh. Gouzout a reont ez eus bet un nebeud Gallaoued e Hakodate, hag ez eus bet roet skoazell d'ar Shogun diwezhañ gant ar Frañs.


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける 


Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9