Emgann Saipanemgann Saipan
Emgann Saipan (Battle of Saipan e saozneg) a zo bet unan eus emgannoù Brezel ar Meurvor Habask a c'hoarvezas e-kerzh an Eil Brezel-bed. Stourm a voe en Inizi Mariana adal ar 15 a viz Even betek an 9 a viz Gouere 1944 etre lu Impalaeriezh Japan ha lu SUA. Ar charreadenn tagañ amerikan a loc'has adal Pearl Harbor d'ar 5 a viz Even 1944, un devezh a-raok ma voe roet lañs d'an oberiadur brezel Overlord en Europa. Ar c'hemperzhE-pad oberiadurioù-brezel 1943 ha hanter ar bloavezh 1944, ar Gevrididi a aloubas Inizi Salomon, Inizi Gilbert pe Tungaru ha Papoua Ginea-Nevez. Lu Impalaeriezh Japan ne voe mui mestr nemet war ar Filipinez, Inizi Caroline, Inizi Palau hag Inizi Mariana. An emgannD'an 13 a viz Even 1944 e krogas bombezadeg Saipan, ma voe 15 bag hobregonet o tennañ 165 000 obuz. Siwazh d'an Amerikaned, deraouidi a oa e bourzh ar bigi, hag ouzhpenn-se e oant tremen 9 c'hilometrad pell diouzh ar palioù da dizhout hep skeiiñ war parkadoù minennoù. Klasket e voe renkañ ar gudenn dre erlec'hiañ 19 lestr all ouzh ar bigi met berr e voe an amzer hag ar pourvezioù obuzioù. An dilestradeg a grogas memestra d'ar 15 a viz Even da 7 eur vintin. Tro 300 bag LVT a zilestras 8 000 soudard an USMC war kostez kornôg Saipan da 9 eur. Unnek lestr gwarez a roas harp da zilestradeg ar Marines. Boaz ar Japaniz e oa leuskel ar c'hentañ gwagennadoù-tagañ da zouarañ. Pa veze niverus an enebourien war an aod e kroge ar stourm. En doare-se e voe Emgann Saipan. Fin Emgann SaipanLeal betek penn, d'ar 5 a viz Gouere 1944 e vo gwelet al letanant meur Yoshitsugu Saito heuliet gant ur pezh mell banniel ruz ha 5 000 soudard Lu Impalaeriezh Japan o tagañ ar soudarded amerikan dindan stumm un argadenn Banzai. A-dreñv ar gwagennadoù soudarded japanat e voe kavet ivez reoù gloazet-fall, lod anezho o vezañ armet gant mein nemetken. Dont a rejont a-benn da freuzañ linennoù difenn an Amerikaned met darn anezho a varvas en emgann. Disorc'h Emgann SaipanTrec'h e voe an Amerikaned, petra bennak ma kolljont 3 426 soudard lazhet ha 10 364 gloazet. Lu Impalaeriezh Japan a gollas 24 000 soudard lazhet, 5 000 en em lazhas ha 921 a voe prizonidi. A-fed trevourien e voe 22 000 o vervel, darn dre emlazh ha darn all tapet gant an tennoù etre an daou lu. Ar c'habiten Sakae Oba eus Lu Impalaeriezh Japan a gendalc'has ar stourm gant un 50 bennak a soudarded ha 200 trevour betek e zaskor d'ar c'hentañ a viz Kerzu 1945 goude 512 devezh stourm ouzhpenn da Emgann Saipan ha 3 miz goude daskoridigezh Impalaeriezh Japan. Tro-dro da Emgann Saipan
Ur sell war an dachenn-emgann hiziv-an-deiz
Levrlennadur
Filmadurezh
Liammoù diavaezNotennoù ha daveennoù
|