Kreñvaet e oa linnennoù ar Japaned en un doare pounner, gant ur rouedad stank a vunkerioù, lec'hiadurioù kanolierezh kuzhet, ha 18 km garidennoù[12]. Harpet e oa ar bagadoù amerikan war an douar a-hed an emgannoù gant un niver bras a ganolioù ha derc'hel a raent an oabl a-drugarez d'o morlu ha da nijerien ar morlu[13]. E-pad ar pemp sizhunvezh emgann e voe lod eus stourmoù gwadekañ ha taerañ Talbenn ar Meurvor Habask.
Niver ar Japaned marv war an dachenn a oa teir gwezh brasoc'h evit niver an Amerikaned, met evit ar wech kentañ en holl emgannoù ar Meurvor Habask, e oa uheloc'h niver hollek an Amerikaned tizhet (marvet ha gloazet) evit hini ar Japaned[14]. Diwar an 21 000 soudard eus Bro-Japan en Iwo Jima e deroù an emgann, ne oa kemeret nemet 216 prizoniad, en o zouez lod hag a oa kemeret abalamour ma oant faganet pe gloazet en un doare grevus[15]. Lazhet e oa ar pep brasañ eus ar peurrest e-pad an emgannoù, met jedet eo bet e kendalc'has war-dro 3000 anezhe da stourm er rouedad kevioù e-pad meur a zevezh war-lerc'h a-raok mervel diwar o gloazioù pe kodianañ sizhunvezhioù diwezhatoc'h[16][17]. Daoust d'an emgannoù ha d'ar c'holloù bras diouzh an daou du, asur e oa trec'h an Amerikaned abaoe ar penn kentañ. Abalamour d'an niver brasoc'h a soudarded amerikan, d'o armoù a oa gwelloc'h ha d'o mestroni eus an oabl, ha dre ma ne oa ket Japaniz evit en em dennañ nag evit resev soudarded fresk, ha gant ar bihan e oa o fourvezioù boued ha dafar, ne oa ket Japaniz evit gounit an emgann-se[18].
Abalamour d'ar c'holloù ramzel e voe kavet abeg en emgann er Stadoù-Unanet Amerika. William V. Pratt, bet e penn an operasionoù war vor, a zisklêrias e oa diezhomm an enezenn d'an arme evel bazenn ha diezhomm d'ar flodad evel porzh[19]. Kenderc'hel a reas ar Japaned da vezañ berzet eus argadoù an Amerikaned a-drugarez da radar Enez-Rota, na voe ket aloubet biskoazh, ha ne voe ket graet hogozik gant an nijvaoù[20]. Ar skiant prenet a-drugarez d'an emgannoù a oa bet a-raok en enezennoù ar Meurvor Habask a c'halle lakaat unan da soñjal e vefe difennet mat Iwo Jima hag e vefe kolloù bras. Implijet e voe an enezenn memestra gant ijinourien an Navy, ar Seabee, a savas eno peadra da adpakañ kirri-nij an USAAF ar B-29 mac'hagnet.
En holl, 2251 B-29 a zouaras en Iwo Jima e-pad ar brezel "Iwo To Japan"[21]. Ar skrivagner J. Robert Moskin a gont 1191 kefridi da ambrougañ kirri-nij all ha and 3081 argadenn a loc'has diouzh Iwo Jima e-pad ar brezel a-enep Bro-Japan[22]
Luc'hskeudenn Associated Press gant ar banniel amerikan savet e krec'h ar Menez Suribachi gant c'hwec'h Marines a zeuas da vezañ ur skeudenn vrudet eus an emgann hag eus ar striv brezel amerikan er Meurvor Habask[23].
Er sevenadur
Stiradoù skinwel
Er ministirad The Pacific e vez ul lodenn hag a gont Emgann Iwo Jima.
Allen, Robert E. (2004). The First Battalion of the 28th Marines on Iwo Jima: A Day-by-Day History from Personal Accounts and Official Reports, with Complete Muster Rolls. Jefferson, North Carolina : McFarland & Company. ISBN 0-7864-0560-0.
(1971) "Part VI: Iwo Jima", Western Pacific Operations, History of U.S. Marine Corps Operations in World War II. Historical Branch, United States Marine Corps. ISBN 0-89839-198-9.
Hammel, Eric (2006). Iwo Jima: Portrait of a Battle: United States Marines at War in the Pacific. St. Paul, Minnesota : Zenith Press. ISBN 978-0760325209. OCLC69104268.
(1990) "Chapter XV, The Flame Thrower in the Pacific: Marianas to Okinawa", The Chemical Warfare Service: Chemicals in Combat, U.S. Army in World War II: The Technical Services. Washington, D.C. : Center of Military History, United States Army. 558–583, 586 p. CMH Pub 10-3.
King, Dan (2014). A Tomb Called Iwo Jima. Pacific Press. ISBN 978-1500343385.
Quinlan, O'Neill P. (February 1948). "New Tanks for Old!". U.S. Navy Civil Engineer Corps Bulletin. Vol. 2, no. 15. BuDocks, Deptarment of the Navy. pp. 51–53. Archived from the original on 10 April 2021. Retrieved 12 July 2021.
↑Crumley, 2012, p. 148 : "The total breaks down as follows: 361 artillery pieces of 75 mm caliber or larger, 12 spigot mortars (320 mm), 65 medium and light mortars, 33 naval guns, 94 anti-aircraft guns of 75 mm or larger, 200+ anti-aircraft guns of 20 mm or 25 mm, and 69 anti-tank guns of 37 mm or 47 mm caliber."
↑En o zouez 539 martolod a oa lazhet ha 492 gloazet e-pad tagadennoù eus Japaniz dre an aer ouzh al listri brezel.
↑Kollet e oa ar pep brasañ eus an dud-se e-pad an abadennoù "naetaat" goude fin an emgannoù bras e miz Meurzh. 20 soudard eus ar 147vet a oa lazhet pe kollet ivez, koulz hag an 21 nijer eus an USAAF a oa lazhet e-pad an emgann. Hervez an danevell ofisiel embannet goude gant an US Army Garrison Force,a gemeras kontroll Iwo Jima digant ar Marines, ar 147vet rejimant troadegiezh, e-pad e abadennoù "naetaat" eus an 21 a viz Meurzh d'ar 26 a viz Gouere 1945 a lazhas 1602 Japanad hag a gemeras 867 prizoniad. Ne gonter ket amañ an niver bras a soudarded a varvas er c'hevioù ha na voent ket kavet biskoazh.
↑Toland, 2003, p. 669 : "Kalz anezhe a varvfe diwar o gloazioù, kleñvedoù, a vefe lazhet en abadennoù naetaat, pe a godianfe diwezhatoc'h. Ar strollad soudarded japanat diwezhañ a godianas en Iwo Jima er greas e 1949."
↑"... Difennerien Iwo a ziorroas [gwellaenn ar c'hevioù naturel] evel ur skiant. Abalamour d'ar pouezus ma oa lec'hiadurioù dindandouar e oa gouestlet 25 dre gant eus ar gwarnizon da gleuzañ garidennoù. Mont a rae ment ar lec'hiadurioù savet dindan douar eus kevioù bihan evit un nebeud soudarded da veur a gambr dindandouar gouest da zegemer 300 pe 400 den. Evit mirout ouzh ar soudarded d'en em gavout bac'het en unan eus ar c'hleuzadennoù-se e oa aozet toulloù niverus da vont ha da zont evit ar c'hambroù dindandouar, kouz ha skalieroù ha trepasoù etreze. ... Diribin norzh ar Menez Suribachi e-unan a oa ennañ meur a viliad metr garidennoù. Pa zouaras ar Marines en Iwo Jima, ouzhpenn 11 lev garidennoù a oa bet aozet." Garand, Strobridge, 1971, pp. 455–456