Hasekura Tsunenaga
Hasekura Rokuemon Tsunenaga (支倉六右衛門常長, 1571–1622) a oa ur samourai japanat e servij Date Masamune a oa daimyo Sendai d'an ampoent. E penn ur c'hannaderezh eo bet, kaset da Vec'hiko da gentañ ha da Europa da c'houde, etre 1613 ha 1620, a-raok distreiñ da Japan. Bet eo bet ar c'hentañ kargad ofisiel eus Japan bet kaset d'an Amerikaoù. Drezañ e voe skoulmet an darempredoù kentañ bet testeniekaet biskoazh etre Japan ha Bro-C'hall. N'ouzer ket nemeur a-zivout mareoù kentañ buhez Hasekura Tsunenaga, nemet e oa anezhañ ur samourai bet o vrezeliñ e-pad aloubadeg Korea gant Japan dindan ren an Taiko Hideyoshi, e 1592 ha 1597. Darempredoù gant SpagnA-drugarez d'o zrevadenn e Filipinez, e c'hallas ar Spagnoled stagañ gant beajoù tramor a-dreuz ar Meurvor Habask etre Mec'hiko ("Spagn Nevez") ha Sina oc'h heuliañ evel-se beajoù Andrés de Urdaneta er XVIvet kantved. Manila a oa deuet da vezañ diazezva ar Spagnoled en Azia da vat e 1571. Alies e tichañse d'al listri spagnol ober peñse war aodoù Japan abalamour d'ar gwallamzer. Dre an tu-se e krogas an darempredoù etre an div vro. Fellout a rae d'ar Spagnoled gwriziennañ ar feiz kristen e Japan met dizarbennet e voe o strivoù gant ar Jezuisted portugalat o doa kroget gant avielerezh ar vro e 1549. Enebiezh a gavjont gant Portugaliz hag Izelvroiz ivez n'o doa tamm c'hoant ebet da welet Spagn o kemer perzh er c'henwerzh gant Japan. E 1609 e voe tapet ar galion San Francisco en ur gorventenn war e hent eus Manila da Acapulco, ha stlapet war aod Chiba, nepell eus Edo. Saveteet e voe ar vartoloded hag un degemer mat a voe roet dezho. Kejañ a reas Rodrigo de Vivero kabiten ar vag ha gouarnour Filipinez gant Tokugawa Ieyasu. D'an 29 a viz Du 1609 e voe sinet ur gevrat etre en div vro ma voe aotreet ar Spagnoled da zigeriñ ul labourerezh e reter Japan. Aotreet e voe degas arbennigourien war ar mengleuzioù eus Spagn Nevez, gwir a voe roet d'al listri spagnol aodañ e Japan pa vije ezhomm ha kannaderezhioù japanat a oa da vezañ kaset da lez Spagn. Ar raktres kannaderezhDont a reas neuze a-benn Luis Sotelo, ur manac'h Frañsezad a oa oc'h abostoliñ e tro-war-dorioù Edo abaoe un nebeud bloavezhioù da gendrec'hiñ ar shogun da gas ur c'hannad da Spagn Nevez (Mec'hiko) gantañ. E 1610 e loc'has en-dro penn da Vec'hiko gant ar vartoloded war an distro ha 22 Japanad e bourzh ar San Buena Ventura, ur vag savet gant William Adams, ur foeter-bro saoz, evit ar shogun. Ur wech degouezhet e Spagn Nevez e kejas Luis Sotelo gant ar besroue Luis de Velazco, a savas a-du da gas ur c'hannad da Japan. Divizet e voe kas an ergerzher brudet Sebastian Vizcaino, a resevas ouzhpenn da gefridi ergerzhiñ an "inizi Aour hag Arc'hant" a soñjed bezañ er reter da inizi Japan. E 1611 eo m'en em gavas Vizcaino e Japan. Eno en em welas meur a wech gant ar shogun ha gant e aotrounez gladdalc'hel. Gwastet e voe an emgavioù-se avat abalamour d'an dispriz maget gant Vizcaino e-keñver boazioù Japaniz, abalamour d'an enebiezh a oa o sevel muioc'h-mui a-enep d'an abostolerezh katolik er vro ha da iriennoù Izelvroiz a-enep da c'hoantegezh ar Spagnoled. A-benn ar fin e loc'has kuit Vizcaino war glask an "Inizi arc'hant". Kavout a reas amzer fall ha rankout a reas distreiñ da aodañ e Japan en ur stad truezus. Ober a reas e soñj ar shogun lakaat sevel ur galion e Japan a-benn kas Vizcaino en-dro da Spagn Nevez a-gevret gant ur c'hannaderezh japanat. E-karg eus ar raktres e voe lakaet Date Masamune anezhañ Daimyo Sendai. Hemañ a anvas unan eus e servijourien Hasekura Tsunenaga evit kemer penn ar gefridi. Savet e voe ar galion anvet Date Maru gant Japaniz ha, diwezhatoc'h, San Buena Ventura gant ar Spagnoled dindan 45 devezh. Er chanter e kemeras perzh arbennigourien eus ar Bakufu, 800 lestrsaver, 700 gov, ha 3000 kalvez. Beaj a-dreuz ar meurvor HabaskKerkent hag echu e loc'has al lestr d'an 28 Here 1613 etrezeg Acapulco e Mec'hiko. E-tro 180 a dud a oa e bourzh, en o zouez 10 samourai eus ar shogun (pourchaset gant Ministrerezh ar Morlu Mukai Shogen), 12 samourai eus Sendai, 120 marc'hadour japanat, martoloded ha mevelien, hag e-tro 40 a Spagnoled hag a Bortugaliz. En en gavout a reas ar vag en Acapulco d'ar 25 a viz Genver 1614 goude tri miz war vor ha degemeret e voe ar c'hannad war an ton bras. Pal pennañ ar c'hannaderezh a oa mont da Europa. Chom a reas Japaniz ur frapad e Mec'hiko a-raok mont da Veracruz a-benn digaeañ e bourzh lestraz Don Antonio Oquendo. D'an 10 a viz Mezheven e loc'has an dud e bourzh ar San Jose. Rankout a reas Hasekura lezel an darn vrasañ eus Japaniz war e lerc'h da c'hortoz anezhañ e Acapulco betek distro e gefridi. Beajoù dre EuropaSpagnEn em gavout a reas al lestraz e Sanlucar de Barrameda d'ar 5 a viz Here 1614.
Kejañ a reas kannaderezh Japan gant roue Spagn Fulup III e Madrid d'an 30 a viz Genver 1615. Reiñ a reas Hasekura d'ar roue ul lizher a-berzh Date Masamune a-gevret gant ur c'hinnig evit ur feur-emglev. Respont a reas ar roue e raje eus e wellañ evit degemer ar c'hinnig. Badezet e voe Hasekura d'ar 17 a viz C'hwevrer gant aluzenner personel ar roue hag adanvet Felipe Francisco Hasekura. FrañsGoude bezañ beajet dre Spagn e verdeas ar c'hannaderezh war ar mor Kreizdouar e bourzh teir fourgadenn spagnol trema Italia. Paket gant ar gwallamzer e voe ret dezho harpañ e porzhig gall Saint Tropez e-pad un nebeud devezhioù. Eno e voent resevet gant noblañsoù ar vro ha berzh a rejont e-touez an dud. Enrollet eo bet gweladenn kannad Japan e kronikoù kêr ha kinniget evel-henn : "Philipus Franciscus Faxicura, Kannad kaset d'ar Pab, a-berzh Date Masamunni, Roue Woxu e Japan". Kalzik eus emzalc'hioù Japaniz, souezhus evit Europiz ar mare, zo bet notennet dre skrid neuze :
Chomadenn Hasekura Tsunenaga e St Troppez e 1615 zo ar c'hentañ darempred testeniekaet etre Frañs ha Japan. Italia
Da Italia ez eas kannaded Japan da c'houde ma kejjont gant ar Pab Paol V e Roma, e miz Du 1615. Reiñ a reas Hasekura ul lizher alaouret d'ar Pab, ennañ ur reked evit un emglev kenwerzh etre Japan ha Mec'hiko hag ur goulenn evit ma vije kaset misionerien kristen da Japan. A-du e savas ar Pab evit kas misionerien met kavout a reas gwell leuskel Roue Spagn da respont evit ar pezh a selle ouzh an darempredoù kenwerzh. Skrivañ a reas ar Pab ul lizher da Date Masamune, ma c'halller gwelet c'hoazh un eilenn anezhañ er Vatikan. Roet e voe ivez da Hasekura an titl enorus a Keodedour eus Roma, en un teul a voe adkaset da Japan gantañ hag a zo miret hiziv e Sendai. Embannet e voe gant ar skrivagner italian Scipione Amati, en doa ambrouget ar c'hannaderezh e 1615 ha 1616, ul levr e Roma anvet "Istor Rouantelezh Voxu". E 1616, e voe embannet gant an embanner gall Abraham Savgrain un diverrañ eus istor gweladenn Hasekura e Roma : "Récit de l'entrée solemnelle et remarquable faite à Rome, par Dom Philippe Francois Faxicura" ("Dezrevell ar moned pompadus hag heverk graet e Roma gant Dom Philippe Francois Faxicura"). Eil beaj da SpagnGoude distreiñ en-dro da Spagn e kejas adarre Hasekura gant ar Roue na asantas ket sinañ an emglev kenwerzh war zigarez ne oa ket evit doare ar c'hannaderezh japanat unan ofisiel da vat a-berzh Penn Japan Tokugawa Ieyasu. Hemañ a oa nevez embannet ul lezenn gantañ e miz Genver 1614 ma veze roet urzh da argas an holl visionerien er-maez eus Japan hag e oad krog da handeiñ ar relijion gristen er vro. Loc'hañ a rea kuit ar gannaded eus Sevilha etrezek Vec'hiko e miz Mezheven 1617 war-lerc'h daou vloaz tremenet en Europa met Japaniz zo a zibabas chom e Spagn, en ur gêr nepell eus Sevilha (Coria del Río) Eno ez eo chomet an anv-familh Japón (Japan) betek hiziv. Distro da JapanE miz Ebrel 1618 en em gavas al lestr brezel San Juan Bautista e Filipinez o tont eus Mec'hiko, gant Hasekura ha Luis Sotelo e bourzh. Eno e voe tennet o lestr diganto gant ar gouarnerezh spagnol a-benn sevel difennoù a-enep da Izelvroiz. N'hallas ket Hasekura distreiñ d'e vro a-raok miz Eost 1620. D'ar mare m'en em gavas e oa bet cheñchamantoù bras e Japan : strivoù spontus evit diwriziennañ ar gristeniezh a oa graet abaoe 1614 ha war dreuzoù ar marevezh "Sakoku" e oa ar vro ("marevezh a zigenvezded"). Abalamour d'an heskinerezh enepkristen o ren e voe distaolet an emglevioù kenwerzh en doa bet klasket Hasekura skoulmañ gant Europiz. A-benn ar fin, ne seblant ket beaj ar c'hannad bezañ bet disoc'het war kalz a draoù pouezus. Koulskoude e voe broudet ar shogun Tokugawa Hidetada da reutaat e zarempredoù kenwerzhel gant Spagn e 1623 hag e zarempredoù diplomatel, e 1624, war-lerc'h bezañ klevet testeni Hasekura war doareoù ober ar galloud trevadennel spagnol. N'ouzer ker mat petra a c'hoarvezas gant Hasekura ha niverus eo ar goulakadennoù war e vloavezhioù diwezhañ. Lod a lavar en dije dinac'het e feiz kristen a-youll-vat, lod e vije bet merzheriet abalamour d'e relijion. Lod all c'hoazh a gav dezho en dije kendalc'het da vevañ e gristeniezh dre guzh. Marvet eo e 1622 ha gallout a reer gwelet e vez e templ boudaek Enfukuji (Japaneg : 円長山円福寺) (e Miyagi). Notennoù
Liammoù diavaez
Gwelet ivez
Daveennoù
日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける
|