Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

X-SAMPA

X-SAMPA pe Extended SAM Phonetic Alphabet (X-SAMPA) ("Lizherenneg fonetik SAM ledanaet") a zo ur sistem evit gallout kas da-benn treuzskrivadennoù fonetik pe fonologek gant lizherennoù boutin al lizherenneg latin hep lizherennoù pe sinoù diakritek ispsial, da lâret eo oc'h ober gant an arouezennoù 7-bit an ASCII hepken.

Diorroet e oa bet e 1995 diwar ar sistem SAMPA kent gant John C. Wells, kelenner war ar fonetik e University of London, unan eus skolioù-meur Londrez. Pal pennañ X-SAMPA a oa unvaniñ an holl sistemoù SAMPA implijet evit treuzskrivañ bep ur yezh disheñvel a-benn krouiñ ur sistem unvan gouset da vezañ implijet evit treuzskrivañ sonioù holl yezhoù ar bed, kevatal ouzh al lizherenneg fonetik etrebroadel (LFE).

Roll alfabetek

Amañ e vez kavet roll an holl arouezennoù renket hervez urzh al lizherenneg gant bep o c'hevatalder hervez al LFE.

Notennoù

  • Kevatal eo talvoudegezh abn holl arouezennoù al LFE ha re X-SAMPA.
  • Gant X-SAMPA e vez implijet an arouzenn "\" evit krouiñ arouzennoù nevez, d.s. O a ra dave d'ur son disheñvel diouzh O\ hep liamm ebet kenetreze o-daou.
  • Hervez reolennoù X-SAMPA e vez skrivet ar sinoù diakritek diouzhtu war-lerc'h an arouezenn ma'z int stag oute etreget ar re-mañ: ~ (friadur; = (kensonenn silabennek) ha; ` (kensonenn tro-gil pe vogalenn rotek), stag ar re-mañ ouzh an arouezenn ma reont dave outi gant an arouezenn-liammañ ispisial _.
  • Gant X-SAMPA e vez implijet an hevelep arouezenn _ evit liammañ div elfenn ur gensonenn kendistaget.
  • Implijet e vez an niveroù _1 - _6 evit merkañ buan-ha-buan tonennoù resis kavet e yezhoù resis.

Arouezennoù diazezet war lizherennoù bihan

X-SAMPA LFE LFE (skeudenn) Deskrivadur Skouerioù
a a Vogalenn digor a-raok plaen Galleg dame [dam], Spagnoleg padre ["paD4e]
b b Kensonenn diweuz dre serriñ mouezhiet Saozneg bed [bEd], Galleg bon [bO~]
b_< ɓ Kensonenn diweuz dre entarzhañ mouezhiet Sindeg ɓarʊ [b_<arU]
c c Kensonenn staon dre serriñ divouezh Hungareg latyak ["lAcAk]
d d Kensonenn kevig dre serriñ mouezhiet Saozneg dig [dIg], Galleg doigt [dwa]
d` ɖ Kensonenn tro-gil dre serriñ mouezhiet Svedeg hord [hu:d`]
d_< ɗ Kensonenn kevig dre entarzhañ mouezhiet Sindeg ɗarʊ [d_<arU]
e e Vogalenn damserr a-raok plaen Galleg ses [se]
f f Kensonenn gweuz-dent dre daravat divouezh Saozneg five [faIv], Galleg femme [fam]
g ɡ Kensonenn drekstaon dre serriñ mouezhiet Saozneg game [geIm], Galleg longue [lO~g]
g_< ɠ Kensonenn drekstaon dre entarzhañ mouezhiet Sindeg ɠəro [g_<@ro]
h h Kensonenn troc'h-avel dre daravat divouezh Saozneg house [haUs]
h\ ɦ Kensonenn troc'h-avel dre daravat mouezhiet Tchekeg hrad [h\rat]
i i Vogalenn serr a-raok plaen Saozneg be [bi:], Galleg oui [wi], Spagnoleg si [si]
j j Kensonenn staon dre dostaat Saozneg yes [jEs], Galleg yeux [j2]
j\ ʝ Kensonenn staon dre daravat mouezhiet Gresianeg γειά [j\a]
k k Kensonenn drekstaon dre serriñ divouezh Saozneg scat [sk{t], Spagnoleg carro ["kar:o]
l l Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat Saozneg lay [leI], Galleg mal [mal]
l` ɭ Kensonenn tro-gil a-gostez dre dostaat Svedeg Svealand sorl [so:l`]
l\ ɺ Kensonenn kevig a-gostez dre stlakat Japaneg fonem /r/
m m Kensonenn diweuz dre fri mouezhiet Saozneg mouse [maUs], Galleg homme [Om]
n n Kensonenn kevig dre fri mouezhiet Saozneg nap [n{p], Galleg non [nO~]
n` ɳ Kensonenn tro-gil dre fri mouezhiet Svedegrn [h2:n`]
o o Vogalenn damserr a-dreñv ront Galleg gros [gRo]
p p Kensonenn diweuz dre serriñ divouezh Saozneg speak [spik], Galleg pose [poz], Spagnoleg perro ["per:o]
p\ ɸ Kensonenn diweuz dre daravat divouezh Japaneg fuku [p\M_0kM]
q q Kensonenn dre serriñ huged divouezh Arabeg qasbah ["qQs_Gba]
r r Kensonenn kevig dre froumal Spagnoleg perro ["per:o]
r` ɽ Kensonenn tro-gil dre stlakat  
r\ ɹ Kensonenn kevig dre dostaat Saozneg red [r\Ed]
r\` ɻ Kensonenn tro-gil dre dostaat Malayalam വഴി ["v6r\`i]
s s Kensonenn kevig dre daravat divouezh Saozneg seem [si:m], Galleg session [se"sjO~]
s` ʂ Kensonenn tro-gil dre daravat divouezh Svedeg mars [mas`]
s\ ɕ Kensonenn kevig-staon dre daravat divouezh Poloneg świerszcz [s\v'erStS]
t t Kensonenn kevig dre serriñ divouezh Saozneg stew [stju:], Galleg raté [Ra"te], Spagnoleg tuyo ["tujo]
t` ʈ Kensonenn tro-gil dre serriñ divouezh Svedegrt [m2t`]
u u Vogalenn serr a-dreñv ront Saozneg boom [bu:m], Spagnoleg su [su]
v v Kensonenn gweuz-dent dre daravat mouezhiet Saozneg vest [vEst], Galleg voix [vwa]
v\ (pe P) ʋ Kensonenn gweuz-dent dre dostaat Izelvroeg west [v\Est]/[PEst]
w w Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet Saozneg west [wEst], Galleg oui [wi]
x x Kensonenn drekstaon dre daravat divouezh Alamaneg Loch, Dach; Spagnoleg caja, gestión
x\ ɧ Kensonenn staon-drekstaon dre daravat divouezh Svedeg sjal [x\A:l]
y y Vogalenn serr a-raok ront Galleg tu [ty] Alamaneg über ["y:b6]
z z Kensonenn kevig dre daravat mouezhiet Saozneg zoo [zu:], Galleg azote [a"zOt]
z` ʐ Kensonenn tro-gil dre daravat mouezhiet Mandarineg rang [z`aN]
z\ ʑ Kensonenn kevig-staon dre daravat mouezhiet Poloneg źrebak ["z\rEbak]

Arouezennoù diazezet war bennlizherennoù

X-SAMPA LFE LFE (skeudenn) Deskrivadur Skouerioù
A ɑ Vogalenn digor a-dreñv plaen Saozneg father ["fA:D@(r\)] (RP and Gen.Am.)
B β Kensonenn diweuz dre daravat mouezhiet Spagnoleg lavar [la"Ba4]
B\ ʙ Kensonenn diweuz dre froumal Bamilekeg [àʙɨ́ ́] 'ludu'
C ç Kensonenn staon dre daravat divouezh Alamaneg ich [IC], Saozneg human ["Cjum@n] (broad transcription uses [hj-])
D ð Kensonenn dent dre daravat mouezhiet Saozneg then [DEn]
E ɛ Vogalenn damzigor a-raok plaen Galleg même [mEm], Saozneg met [mEt] (RP and Gen.Am.)
F ɱ Kensonenn gweuz-dent dre fri mouezhiet Saozneg emphasis ["EFf@sIs] (pa gomzer buan)
G ɣ Kensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet Gresianeg γωνία [Go"nia], Daneg vælge ["vElG@]
G\ ɢ Kensonenn huged dre serriñ mouezhiet Inuktitut nirivvik [niG\ivvik]
G\_< ʛ Kensonenn huged dre entarzhañ mouezhiet Mameg ʛa [G\_<a]
H ɥ Kensonenn gweuz-staon dre dostaat Galleg huit [Hit]
H\ ʜ Kensonenn ankoue dre daravat divouezh  
I ɪ Vogalenn beuzserr tost a-raok plaen Saozneg kit [kIt]
I\ Ɨ vogalenn greiz serr plaen laosk arouezenn ebet el LFE Poloneg ryba [rI\bA
J ɲ Kensonenn staon dre fri mouezhiet Spagnoleg año ["aJo]
J\ ɟ Kensonenn staon dre serriñ mouezhiet Hungareg egy [EJ\]
J\_< ʄ Kensonenn staon dre entarzhañ mouezhiet Sindeg ʄaro [J\_<aro]
K ɬ Kensonenn kevig a-gostez dre daravat divouezh Kembraeg llaw [KaU]
K\ ɮ Kensonenn kevig a-gostez dre daravat mouezhiet Zouloueg dlala [ˈɮaːla] 'c'hoari'
L ʎ Kensonenn staon a-gostez dre dostaat Italianeg famiglia [fa"miLa], Spagnoleg Spagn (unvan) llamar [La"mar]
L\ ʟ Kensonenn huged a-gostez dre dostaat Melpaeg [paʟa] 'kael'
M ɯ Vogalenn serr a-dreñv plaen Gouezeleg Skos caol [kɯːl] 'reut'
M\ ɰ Kensonenn drekstaon dre dostaat Spagnoleg fuego ["fweM\o]
N ŋ Kensonenn drekstaon dre fri mouezhiet Saozneg thing [TIN]
N\ ɴ Kensonenn huged dre fri mouezhiet Japaneg san [saN\]
O ɔ Vogalenn damzigor a-dreñv ront Galleg sort {{IPA|[sɔʀ] 'tonkadur'
O\ ʘ Klik diweuz ǂhõã
P (pe v\) ʋ Kensonenn gweuz-dent dre dostaat Izelvroeg west [PEst]/[v\Est]
Q ɒ Vogalenn digor a-dreñv ront Hungareg magyar {{IPA|[mɒɟɒr] 'hungareg'
R ʁ Kensonenn huged dre daravat mouezhiet Alamaneg rein [RaIn]
R\ ʀ Kensonenn huged dre froumal Galleg roi [R\wa]
S ʃ Kensonenn drekkevig dre daravat divouezh Saozneg ship [SIp]
T θ Kensonenn dent dre daravat divouezh Saozneg thin [TIn]
U ʊ Vogalenn beuzserr tost a-dreñv Saozneg foot [fUt]
U\ ʊ̵ vogalenn greiz serr ront laosk, arouezenn ebet el LFE  
V ʌ Vogalenn damzigor a-dreñv plaen RP Saozneg strut [str\Vt]
W ʍ Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat divouezh Saozneg Skos when [WEn]
X χ Kensonenn huged dre daravat divouezh Klallameg sχaʔqʷaʔ [sXa?q_wa?]
X\ ħ Kensonenn gourlañchenn dre daravat divouezh Arabeg <ح>ha’ [X\A:]
Y ʏ Vogalenn beuzserr tost a-raok ront Alamaneg hübsch [hYpS]
Z ʒ Kensonenn drekkevig dre daravat mouezhiet Saozneg vision ["vIZ@n]

Arouezennoù all

X-SAMPA LFE LFE (skeudenn) Deskrivadur Skouerioù
. . Troc'h silabennek  
" ˈ Taol-mouezh pennañ  
% ˌ Taol-mouezh a eil renk  
' (or _j) ʲ Staonekadur  
: ː Hir  
:\ ˑ Damhir En estonieg e reer an diforc'h etre tri live hirder vogalennek
-     disrannour  
@ ə schwa Saozneg arena [@"r\i:n@]
@\ ɘ Vogalenn damserr greiz plaen Paicĩ kɘ̄ɾɘ [k@\_M4@\_M]
{ æ Vogalenn beuzdigor a-raok plaen Saozneg trap [tr\{p]
} ʉ Vogalenn serr greiz ront Svedeg sju [x\}:]; AuE/NZE boot [b}:t]
1 ɨ Vogalenn serr greiz plaen Kembraeg tu [t1], American Saozneg rose's ["r\oUz1z]
2 ø Vogalenn damserr a-raok ront Daneg købe ["k2:b@], Galleg deux [d2]
3 ɜ Vogalenn damzigor greiz plaen Saozneg nurse [n3:s]
3\ ɞ Vogalenn damzigor greiz ront Iwerzhoneg tomhail[t3\:l']
4 ɾ Kensonenn kevig dre stlakat Spagnoleg pero ["pe4o]
5 ɫ Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat drekstaonekaet; s.o. ivez _e Saozneg milk [mI5k]
6 ɐ Vogalenn beuzdigor greiz plaen Alamaneg besser ["bEs6]
7 ɤ Vogalenn damserr a-dreñv plaen Estonieg kõik [k7ik]
8 ɵ Vogalenn damserr a-dreñv plaen Svedeg buss [b8s]
9 œ Vogalenn damzigor a-raok ront Galleg neuf [n9f], Daneg drømme [dR9m@]
& ɶ Vogalenn digor a-raok ront Svedeg skörd [x\&d`]
? ʔ Kensonenn troc'h-avel dre serriñ Daneg stød [sd2?]
?\ ʕ Kensonenn gourlañchenn dre daravat mouezhiet Arabeg ع‎ (`ayn) [?\Ajn]
*     "kenstager" e SAMPA, arouezenn hep talvoudegezh resis ebet  
/     vogalennoù damsklaer e galleg  
<     merk penn-kentañ notadur nann-skizhadel  
<\ ʢ Kensonenn ankoue dre daravat mouezhiet  
>     merk fin notadur nann-skizhadel  
>\ ʡ Kensonenn ankoue dre serriñ  
^ Pignenn  
! Diskennenn  
!\ ǃ Klik drekkevig  
|   Strollad toniadur a eil renk  
|\ ǀ Klik dent  
||   Strollad toniadur pennañ  
|\|\ ǁ Klik kevig a-gostez  
=\ ǂ Klik staon  
-\ ̮ Liamm  

Sinoù diakritek

Setu roll an arouezennoù kevatal d'ar sinoù diakritek implijet gant al LFE

X-SAMPA LFE LFE (skeudenn) Deskrivadur Skouerioù
_"   ̈ Kreizennadur vogalennek
_+   ̟ Araokadur vogalennek
_-   ̠ Adrekadur vogalenneg
_/ ˇ   Tonenn war gresk
_0   ̥ Divouezh
_<     Kensonenn dre entarzhañ (gant an LFE e vez implijet un arouezenn ispisial evit bep kensonenn dre entarzhañ)
= (or _=)   ̩ Elfenn silabennek
_> ʼ Kensonenn dre strakal
_?\ ˤ Gourlañchennekadur
_\ ˆ   Tonenn war digresk
_^   ̯ Elfenn nann-silabennek
_}   ̚ Kensonenn amdarzh
` ˞ Rotadur vogalennek ha/pe kensonennoù tro-gil
~ (or _~)   ̃ Friadur
_A   ̘ Araokadur gwrizienn an teod
_a   ̺ Kensonenn beg an teod
_B   ̏ Tonenn izel-tre
_B_L   Tonenn izel war gresk
_c   ̜ Nebeutoc'h ront
_d   ̪ Kensonenn dent
_e   ̴ Drekstaonekadur pe gourlañchennekadur; s.o. ivez 5
<F>   Digresk hollek
_F   ̂ Tonenn war digresk
_G ˠ Drekstaonekadur
_H   ́ Tonenn uhel
_H_T   Tonenn uhel war gresk
_h ʰ C'hwezhadur
_j (or ') ʲ Staonekadur
_k   ̰ Mouezh wigourus
_L   ̀ Tonenn izel
_l ˡ Achuadur a-gostez
_M   ̄ Tonenn greiz
_m   ̻ Kensonenn lavnenn an teod
_N   ̼ Kensonenn teod-gweuz
_n Achuadur dre fri
_O   ̹ Rontoc'h
_o   ̞ Izeladur (digoradur) vogalennek
_q   ̙ Adrekadur gwrizienn an teod
<R>   Kresk hollek
_R   ̌ Tonenn war gresk
_R_F   Tonenn kresk-digresk
_r   ̝ Uheladur (serradur) vogalennek
_T   ̋ Tonenn uhel-tre
_t   ̤ Mouezh sourrus
_v   ̬ Mouezhiet
_w ʷ Gweuzadur
_X   ̆ Berr-tre
_x   ̽ Vogalenn kreizennet etre

Liammoù diavaez

Gwelit ivez

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9