Italianeg Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh. Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh. Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez. Italianeg ha brezhonegGerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here)Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.
Geriadurioù
Oberennoù italianek bet troet e brezhoneg
Notennoù
|