Meur a briz lennegel a c'hounezas dre e skridoù skiant-faltazi, ar pezh e lakaas da unan eus ar skrivagnerien bennañ an doare lennegezh-se. Unan eus ar Big Three ("An Tri Meur") e voe, an daou all o vezañ Isaac Asimov ha Robert A. Heinlein[1].
Ouzhpenn istorioù S-F e skrivas meur a arnodskrid hag a levr a-zivout ar skiantoù, emdroadur ar bed hag an dud en dazont, ha dreist-holl diwar-benn ar beajiñ en egor. E 1961 e voe deroet dezhañ gant UNESCO Priz Kalinga ar brudañ skiantoù.
A-hed e vuhez e savas Arthur C. Clarke a-du gant ar beajoù en egor. E 1934, pa oa oadet a 17 vloaz, ec'h emezelas ouzh ar British Interplanetary Society (BIS ; "Kevredigezh Vreizhveuriat Etreplanedennel"). Pa oa 28 vloaz, e 1945, e kinnigas ur reizhiad pellgehenterezhioù dre loarell a yae en-dro dre gelc'htro douar-arsavel[2]. Bloaz goude e voe dilennet da gadoriad ar BIS, ma chomas betek 1947 ; kadoriad e voe a-nevez adalek 1951 betek 1953.
E 1956 e tivroas ar skrivagner da Sri Lanka evit kenderc'hel gant ur voemenn all dezhañ, ar splujerezh danvor[3]. Bloaz goude e kavas eno dismantroù danvor azeuldi Koneswaram e Trincomalee[4].
Buhez
Yaouankiz
E Minehead, ur gêr war aod kontelezh Somerset e Bro-Saoz[5], e voe ganet Arthur Charles Clarke[6], hag en un atant e voe desavet. Adalek 1925, d'an oad a 8 vloaz, e krogas da sellet ouzh ar stered, da fosilaoua ha da lenn kelaouennoù skiant-faltazi deuet eus Stadoù-Unanet Amerika. Hervez a zisklêrias e 1983, teir lennadenn a vroudas e atapi ouzh an S-F : niverenn Amazing Stories miz Du 1928 e 1929, Last and First Men gant Olaf Stapledon e 1930, ha The Conquest of Space gant David Lasser e 1931, pa oa oadet A. C. Clarke a 14 vloaz.[7].
Pa oa krennard c'hoazh ec'h emezelas Arthur ouzh ar Junior Astronomical Association, ma kemeras perzh e kazetenn ar gevredigezh, Urania, a veze embannet e Glasgow. Diwar goulenn ar paotr yaouank e voe ouzhpennet ur rann "Astraerezh" (Astronautics) da daolenn ar gazetenn, ma skrivas pennadoù a-zivout listri-egor hag ar beajiñ en egor. Er rummad "Korn ar breudoù hag ar rendaeloù" (Debates and Discussions Corner) e skrivas meur a bennad da sevel a-du gant ar beajiñ en egor.
E 1936, oadet a 19 vloaz, e tilojas da London ma voe tutaet gant Maodierniezh an Deskadurezh (Board of Education) evel eiler er gwiriekaat ar c'hontoù[8].
Eil Brezel-bed
P'edo an Eil Brezel-bed oc'h ober e reuz e servijas Arthur C. Clarke adalek 1941 betek 1946 er Royal Air Force (R. A. F.) evel arbennigour war ar radarioù. Perzh a gemeras e diorren radarioù diwall kentrat ar reizhiad difenn, o devoa sikouret e trec'h an R. A. F. en Emgann Bro-Saoz e 1940. A-hed e amzer-servij e labouras war ar radarioù GCA (Gound Control Approach "kontroll ar rakpradañ"), evel ma kontas e Glide Path, e romant nemetañ ha n'eo ket unan skiant-faltazi, bet embannet e 1963. Tost da zidalvez e voe ar radarioù GCA a-hed ar brezel, hogen hollbouezus e voent pa voe kaeletBerlin gant URSS e-pad 11 mizvezh (24 Mezheven 1948 – 12 Mae 1949).
Ur c'horporal-stummer war ar radarioù e Yatesbury, Wiltshire, e oa er penn-kentañ. D'ar 27 a viz Mae 1943 e voe anvet da isletanant (Pilot Officer)[9] er skourr teknikel[10] ; c'hwec'h miz goude (27 a viz Du 1943) e voe anvet da letanant (Flying Officer)[11] evel pennstummer e Honiley, Warwickshire. Kabiten (Flight Officer) e oa e rez pa voe disoudardet e 1946.
Goude ar Brezel
E 1948 e voe diplomet A. C. Clarke war ar fizik hag ar matematik gant King's College London[12]. Goude-se, e 1949, e labouras e-pad ur prantad berr evel eil skridaozer e Physics Abstracts, ur servij diverrañ ha rummata pennadoù a denn d'ar skiantoù[13].
Er bloavezhioù 1950 e skrivas meur a levr skiantel a-zivout teknikoù ar fuzeennoù hag ar beajoù en egor, ha diwar-benn o levezon war ar c'hevredigezhioù denel. E-touez ar re-se emañ Interplanetary Flight: An Introduction to Astronautics (1950), The Exploration of Space (1951) ha The Promise of Space (1968). Da enoriñ al labourioù-se, an
International Astronomical Union a roas an anv ofisiel « Clarke Orbit » d'ar gelc'htro douar-arsavel a zo 36 000 kilometr a-us ar c'heheder[14]. E levr
The Exploration of Space a voe implijet gant an ijinour Werner von Braun (1912-1977) evit kendrec'hiñ prezidant Stadoù-Unanet Amerika, John F. Kennedy, war ar fed ma c'helled mont betek al Loar[15]
A-c'houde ar film 2001: A Space Odyssey (1968) e voe goulennet alies digant Arthur C. Clarke displegañ er media a-zivout skiant ha teknologiezh, dreist-holl da vare ar programm Apollo. Pan erruas Apollo 11 war al Loar d'an 21 a viz Gouere 1969 e oa A. C. Clarke unan eus an displegerien war ar chadenn skinwel CBS News[16]
E Sri Lanka
Adalek 1956 en em stalias Arthur C. Clarke e Sri Lanka, en Unawatuna war aod ar su da gentañ kent dilojañ da Golombo war aod ar c'hornôg[17]. Eno e tremenas amzer o splujañ gant ur mignon dezhañ. E 1957 e kavas dismantroù un azeuldi kozh a-vaez da aod Trincomalee, er reter, a zeskrivas er bloaz-se end-eeun en e levr The Reefs of Taprobane, e eil levr diwar-benn ar splujerezh goude The Coast of Coral (1955). Hag eñ o vevañ e Colombo e treuze alies an enez evit ober war-dro ar skol splujañ hag ar stalig en devoa digoret e Trincomalee goude en devout krouet e embregerezh Underwater Safaris e 1969[18],[19].
Er deroù ar bloavezhioù 1970 e sinas A. C. Clarke ur gevrat evit embann 3 levr, ar pezh a oa dibaot evit ur skrivagner S-F d'ar mare-se. Rendezvous with Rama (1973) e voe al levr kentañ, a rastellas ar seizh Priz lennegel pennañ war dachenn ar skiant-faltazi[20].
E 1975 e voe deroet gant Sri Lanka ar statud a annezour da A. C. Clarke, an hini kentañ en Istor ar vro, met breizhveuriat e chomas broadelezh ar skrivagner.[19]. Kement a vri a veze douget dezhañ ma pourchasas Aerlu Sri Lanka ur viñsaskell evit kas Robert H. Heinlein da weladenniñ an enez pa zeuas da welet e vignon skrivagner[21].
Adalek 1979 betek 2002 e voe ar skrivagner Kañseller (kannad dre enor) Moratuwa University e Sri Lanka.
Tri bloaz pelloc'h, e 1988, e voe kavet ennañ un azoniad goude-poliomielit, da lavaret eo e voe taget e reizhiad nervennel gant ur viruz ; kement-se a c'hoarvez a-wechoù gant an dud o devoa tapet ar poliometit, evel ar skrivagner 26 vloaz kentoc'h, e 1962. Ur gador-ruilh en devoe ezhomm a-hed an nemorant eus e vuhez[17]. Da heul ar gwalldaol-se ec'h emezelas ouzh ar British Polio Fellowship, ma voe beskadoriad e-pad meur a vloaz.
Er skinwel
Er bloavezhioù 1980 hag e deroù ar bloavezhioù 1990 e kinnigas Arthur C. Clarke e abadennoù Arthur C. Clarke's Mysterious World[22] hag Arthur C. Clarke's World of Strange Powers[23] skignet gant ITV[24], koulz hag Arthur C. Clarke's Mysterious Universe[25] skignet gant Discovery Channel.
E roll dezhañ e-unan a c'hoarias e 1994 en ur film S-F evit ar skinwel, Without Warning, sevenet gant Robert Iscove[26]
Buhez personel
P'edo o redek bro e Florida e 1953 e kejas Arthur C. Clarke, 36 vloaz, ouzh Marilyn Mayfield, ur Stadunanadez oadet a 22 vloaz, ur bugel ganti goude torret he dimeziñ ; buan e voent euredet, ha goude 6 miz e voe torret an dimez ker buan all, hogen e voe ket ofisiel an disrann a-raok 1964 ; « Digenglotus e oa an dimez », eme ar skrivagner[27]. Biken ne addimezas M. Mayfield, a varvas e 1991, ha biken ivez ne eure A. C. Clarke met tost-tre e chomas d'e vignon srilankan Leslie Ekanayake (1947-1977). E buhezkrid Stanley Kubrick savet gant John Baxter e lenner e oa heñvelreviadezh A. C. Clarke ar pennabeg ma tivroas da Sri Lanka, o vezañ ma oa damasantusoc'h al lezennoù eno[28] ; ar skrivagner S-F ha moliac'h Michael Moorcock a skrivas « an holl dud a ouie e oa heñvelreviat »[29]. Kadarnaet e voe ar c'homzoù-se gant keneiled all, Toby Johson ha Kerry O'Quinn[30].
Pevar bloaz diwezhatoc'h, d'an 19 a viz Meurzh 2008, e varvas Arthur Charles Clarke diwar skorted analañ hag un taol-kalon, o-daou liammet ouzh an azoniad goude-poliomielit hervez ar vezeien.[32].
Nebeut-tre a-raok e dremenvan, ar skrivagner en devoa adwelet skrid e levr diwezhañ, The Last Theorem, bet aozet a-gevret gant Frederik Pohl (1919-2013)[33],[34] ; e 2009 e voe embannet al levr.
D'ar Smithsonian's National Air and Space Museum e Washington, D.C. e voe roet dielloù Arthur C. Clarke e 2014[35]
D'an 8 a viz Genver 2024 e voe kaset ul lodenn eus ludu ar skrivagner e bourzh ar Peregrine Mission One war-du al Loar[36] ; ur c'hwitadenn e voe ar veaj avat, en abeg d'ur fuadenn en unan eus ar beolioù trelosk : goude 6 devezh o treiñ tro-dro d'hor planedenn e voe ret adkas al lestr-egor d'an Douar en-dro, ha deviñ a eure en ur vont tre en aergelc'h, d'an 18 a viz Genver 2024[37].
Skrivagner S-F
Un nebeud istorioù gant Arthur C. Clarke a voe embannet e meur a fanzine etre 1937 (20 vloaz e oa) ha 1945. E 1946 e werzhas e istor kentañ, Loophole, a voe embannet e niverenn miz Ebrel Astounding Science Fiction[38] ; Rescue Party a voe embannet e miz Mae[39]. O labourat e Physics Abstracts edo c'hoazh d'ar mare-se ; e 1951 ec'h eas da skrivagner a vicher.
Diwar un istor berr bet embannet e Startling Stories e miz Du 1948 e skrivas e romant kentañ, Against the Fall of Night (1953), a voe an darzhadenn e bed an S-F dre an nevezentioù a oa ennañ. Gant ar romant-se e voe boulc'het e vrud evel skrivagner skiant-faltazi skiantel ; un trede kentel eus an istor, The City and the Stars, a voe embannet e 1956 hag a yeas buan d'ur bennoberenn war dachenn an S-F.
E 1953 ivez e voe embannet e drede romant skiant-faltazi, Childhood's End, a reas berzh bras ; daou romant a skrivas e-maez an S-F a-raok distreiñ d'an dachenn gant A Fall of Moondust e 1961, a yeas d'un oberenn glasel ivez.
Er bloaz 1948 e skrivas A. C. Clarke The Sentinel evit ur genstrivadeg aozet gant ar BBC ; korbellet e voe an istor, hogen kemmet e voe respet ar skrivagner rak ouzhpenn da vezañ an diazez da 2001: A Space Odyssey e tegasas un elfenn gosmekoch en e oberennoù : e meur a skrid savet gantañ diwezhatoc'h e kontas diwar-benn an denelezh araokaet war dachenn an deknologiezh hogen leun a rakvarnioù c'hoazh pa rank talañ ouzh arallvediz speredekoc'h — en istorioù Childhood's End ha 2001: A Space Odyssey, ar c'heñveriadur-se a zegas ur meizad hollbouezus hag a gas an denelezh war-raok buanoc'h en he emdroadur.
Un dastumad arnodskridoù a voe embannet e The View from Serendip (1977), ennañ un istor berr, When the Twerms Came.
Gant e anv e sine Arthur C. Clarke e oberennoù, war-bouez daou anv-pluenn : "E. G. O'Brien" (1 istor berr) ha "Charles Willis" (3 istor berr).
Ker brudet e oa ar skrivagner ma voe lakaet da unan eus ar Big Three el lennegezh skiant-faltazi, a-grevret gant Isaac Asimov ha Robert H. Heinlein. A-hed dekvloaziadoù e padas ar vignoniezh etre ar Saoz hag ar Stadunanad adalek 1951 ; a-hed dekvloaziadoù ivez e reas A. C. Clarke hag I. Asimov goap an eil ouzh egile, betek ma skoulmjont an "Emglev Clarke-Asimov" — dre gomz hepken — ma tisklêrjont e lavarfent o-daou e oa Clarke ar gwellañ skivagner a-fet S-F hag Asimov an hini gwellañ a-fet skiantoù. An emglev-se a voe embannet gant A. C. Clarke e 1972 en e zedi war e zastumad arnodskridoù Report on Planet Three and Other Speculations (1972).
Er bloaz 1984 e komzas A. C. Clarke dirak dirak Kendalc'h ar Stadoù-Unanet (United States Congress) evit sevel a-enep ar Strategic Defense Initiative (SDI, lesanvet The Star Wars Program), ur raktres gwareziñ SUA diouzh un dagadenn nukleel graet dre fuc'helloù kerc'hellañ etrekevandirel ha fuc'helloù kerc'hellañ kaset eus listri-spluj ; gant ar prezidant Ronald Reagan e oa bet embannet ar raktres d'an 23 a viz Meurzh 1983. Brouezet e voe Robert H. Heinlein, a oa a-du gant an SDI, ken e yenaas an darempredoù etre an daou skrivagner betek marv Heinlein e 1988[40].
A-c'houde berzh bras-meurbet 2001: A Space Odyssey e 1968 e skrivas A. C. Clarke e 1982 ur c'hendalc'h anvet 2010: Odyssey Two, a voe diazez ar film 2010: The Year We Make Contact sevenet gant Peter Hyams e 1984[41]. Daou gendalc'h all a skrivas : 2061: Odyssey Three (1987) ha 3001: The Final Odyssey (1997), na voent ket azasaet er sinema.
Diwar ar romantoù Rendezvous with Rama (1973) ha Rama II (1989) e voe savet ur c'hoari video anvet Rama, embannet gant Sierra On-Line e 1996 ; Arthur C. Clarke e-unan eo ambrouger ar c'hoarier(ez)[42]. Ur film diwar Rendezvous with Rama, sevenet gant Denis Villeneuve[43], zo war an hent abaoe 2021[44].
Skrivagner skiantel
Meur a levr nann-faltazius a voe embannet gant Arthur C. Clarke, enno arnodskridoù, kaozeadennoù ha prezegennoù a-zivout meur a zodenn.
Beajiñ en egor
Anavet eo ar skrivagner evit bezañ un aduad touet d'ar beajoù en egor abaoe 1951, pan embannas Interplanetary Flight ma tisplegas meizadoù diazez an nijal en egor. Pelloc'h e skrivas
The Exploration of Space (1951), The Challenge of the Spaceship (1959), Voices from the Sky (1965), The Promise of Space (1968 ha 1970), Report on Planet Three (1972) a-douez reoù all.
Dazont
En e levrioù a-zivout ar beajiñ en egor e lakaas ar skrivagner meur a bennad a-zivout elfennoù all a-fet skiantoù ha teknologiezh, evel ar stlenneg hag an ijinerezhbevoniel.
Rakwelet a eure al loarelloù pellgehenterezh — nemet e vijent bet kempennet gant astraerien en o sae-egor evit erlerc'hiañ korzennoù elektronek nevez ouzh ar re faziek (ne oa ket c'hoazh eus transistorioù, a voe ijinet e 1947)[45].
E 1958 e voulc'has un heuliad arnodskridoù evit kelaouennoù, a voe bodet hag embannet e 1962 dindan an titl Profiles of the Future[46]. El levr ez eus un daolenn a zo rannet etre an tremened (1800-1950), ar bremañ (1960) hag an dazont (1970-2100) hag etre pemp tachenn : treuzdougen, pellgehenterezhioù ha media, greanterezh, bevoniezh ha kimiezh, fizik. Evit pep tachenn ez eus roet bloaziadoù ma 'z eus bet pe ma vo un ijinadenn pe ur gavadenn bennak ; da skouer : al listri-dre-vurezh e 1850, framm ar protein e 1960, ul levraoueg vedel e 2005, an naouegezh artifisiel dreist hini mab-den e 2080[47].
E 1959, A. C. Clarke a rakwelas ar skinwel dre loarell a skignfe kantadoù a chadennoù dreist bevennoù ar Stadoù hag un ardivink hezoug evit pellgehentiñ hag a vefe e chakod pep den : « En dazont e c'hellimp gervel forzh piv forzh pelec'h war an Douar dre ober un niverenn, ken eeun ha tra. » a skrivas ; diwezhatoc'h, en e daolenn, e lakaas Personal radio e-tal ar bloaz 1980. Rakwelet a eure ivez e vefe en ardivink hezoug ur reizhiad GPS « evit na vefe mui den ebet kollet ».
E 1964, e BBC Television, e lavaras e c'hellfed en XXIvet kantved kaout forzh pe ditour pe zoken oberata tud a-bell ha prim eus forzh pelec'h er bed a-drugarez d'ur genrouedad urzhiataerioù kelliammet dre loarelloù[48].
Dek vloaz diwezhatoc'h, pa voe aterset gant ar chadenn skinwel ABC Australia e 1974, e tiouganas evit ar bloaz 2001 ar prenañ ha paeañ en-linenn. Pa voe goulennet outañ penaos e vefe buhez mabig an aterser e lavaras ar skrivagner : « en e di en devo un urzhiataer na vo ket ker bras ha hennezh [en ur ziskouez unan en e gichen] hogen ul letrin da nebeutañ, a c'hallo drezañ komz, kevreañ en un urzhiataer lec'hel ha kaout kement ditour en devo ezhomm evit e vuhez pemdez, evel stad e gont-bank, mirout bilhedoù sinema, kement tra hoc'h eus ezhomm pa vevit en hor c'hevredigezh kemplezhek a-vremañ, pep tra a vo en un ardivink-stumm en e di dezhañ . . . ha ken naturel e vo evitañ hag ar pellgomz evidomp. »[49],
Ergerzher danvor
Entanet gant ar splujerezh e oa Arthur C. Clarke, a oa ezel ouzh an Underwater Explorers Club[50],[51].
E 1961, pemp bloaz goude en devout kavet dismantroù azeuldi Koneswaram a-vaez da aodoù Sri Lanka, e kavas ar skrivagner ur peñse ha pezhioù-moneiz en arc'hant ; darev e oa da furchal al lestr e 1962, hogen miret e voe outañ pa voe seizet gant ar poliomelit. Eus ribl ar mor avat e c'hallas arvestiñ ouzh ar peñse pa voe gorreet a-ziwar ar strad ; pelloc'h e voe anavet al lestr evel hini an impalaer vogholAurangzeb[52] .
Mennozhioù
Relijion
Alies e kaver dodennoù relijiel e skridoù Arthur C. Clarke. Pan emezelas ouzh an R. A. F. e pouezas evit ma vefe skrivet pantheist ("hollzoueour") e-lec'h Church of England ("Iliz Bro-Saoz") war e blakenn-soudard[53] ; en arnodskrid Credo (1991) e tisklêrias bezañ bet ur "soliadelour poellek" (logical positivist) adalek an oad a 10 vloaz[54]. « I don't believe in God or an afterlife ("Ne gredan ket e Doue pe er vuhez goude ar marv") » a zisklêrias d'ar gazetenn srilankan Island d'an 20 a viz Kerzu 2000[55] hag a-hend-all e lavaras bezañ dizoue : « Stanley is a Jew and I'm an atheist ("Ur Yuzev eo Stanley [Kubrick] hag un den dizoue on-me") »[56].
Er bloaz 2007 e voe loreet gant an International Academy of Humanism[57]. E 1999 ec'h embannas bezañ ur "boudaad kuzh" (crypto-Buddhist) en ur bouezañ war ar fed ma n'eo ket ar voudaegezh ur relijion ; en hevelep atersadenn e lavaras e oa bet diheñchet ar vuhezegezh gant ar relijionoù[58]. Ar gazetenn Time a venegas ul lavar gant A. C. Clarke : « Arabat eo e vefe kevreet nep lid relijiel e doare ebet gant ma obidoù. »[59].
Petra bennak ma oa dizoue ar skrivagner ez eo paot an doueadegezh en e oberennoù[60].
Politikerezh
A-fet politikerezh e krede da A. C. Clarke e vefe an deknologiezh a zivizfe erziwezh er stourm evit ar gwir da ditouriñ, ne vefe ket ar politikerezh[61]. Ne oa ket evit gwelet penaos e c'hall taerañ stummoù ar vroadelouriezh chom bev goude m'en deus mab-den gwelet an Douar en e lec'h gwirion evel ur bellenn vihan digenvez ouzh ar stered[61]. Enep beli forzh pe Stad war an egor e savas ar skrivagner : « Un arouez leun a c'hoanag zo er fed ma ne c'hall ket bannieloù flojeal er goullo », emezañ[61].
Enep ar gevalaouriezh e savas ivez ; ne oa ket spontet gant an emgefren al labour, rak « an dilabour eo pal an dazont, evit ma c'hellfemp c'hoari. Setu perak e rankomp distruj ar reizhiad politikel hag armerzhel a zo o ren hiziv an deiz. »[62].
Buhez arallvedat
Er bloaz 1950 e savas ar fizikour italianEnrico Fermi ur goulenn a voe anvet "diac'hinad Fermi" : « Mar bordilh an Hollved hag hor galaksienn gant sevenadurioù araokaet, pelec'h emaint holl ? »[63] A-zivout ar goulenn-se ha bezañs arallvediz speredek e tisklêrias Arthur C. Clarke :
"Ar gwellañ prouenn eus bezañs buhez speredek en egor eo ar fed ma n'int ket deuet c'hoazh... N'on na souezhet na dipitet tamm ebet pa n'hon eus ket kavet c'hoazh an disterañ prouenn eus buhez — nes komz eus speredegezh — en tu all d'an Douar-mañ. Gros ha lu emañ c'hoazh hon teknologiezh moarvat ; marteze a-walc'h ez omp evel gouezidi er janglenn o selaou lusk tamtamoù, pa gas an eter tro-dro dezho muioc'h a c'herioù dre eilenn eget ma c'hellfent distagañ en o buhez a-bezh. [...] Unan a zaou : digenvez omp en Hollved, pe n'omp ket. Ker spontus an eil hag egile eo an div c'hallusted.[61]
Tekhnologiezh
Evit a sell erlerc'hiañ robotoù ouzh tud el labour e lavaras A. C. Clarke : « Dav e vefe erlec'hiañ un ardivink ouzh kement kelenner(ez) a c'hall bezañ erlec'hiet ! »[61].
A-du gant an energiezh nevezadus e savas : « Me 'garfe hor gwelet o skarzhañ hon estoue ouzh an eoul-maen hag o kemer andonioù energiezh ansaotrus . . . Ur santad nevez a vall zo deuet gant an hin o kemmañ. E dalc'h an energiezh emañ hor sevenadurioù, hogen ne c'hallomp ket lezel an eoul-maen hag ar glaou da zeviñ hor planedenn. »<ref="Krone" />.
Anadennoù ezreol
E deroù e respet e oa boemet Arthur C. Clarke gant an anadennoù ezreol, da lavaret eo ar re na c'heller ket displegañ dre ar skiantoù ; darn eus ar voem-se a gaver en e romant Childhood's End (1953). Da beuzdiskreder e troas avat pa voe prouet e oa diwir ha touellus ar braz eus an anadennoù-se[64].
Daoust dezhañ en devout disklêriet bezañ ur "boudaad kuzh" e 1999 e lavaras diwezhatoc'h ne grede ket en adenkorfadur peogwir ne wele ket pe dre argerzh fizikel e yafe en-dro ; gwell e oa dezhañ ur vuhez vevennet[65].
An traoù diszispleg e voe dodenn an abadennoù a ginnigas er skinwel er bloavezhioù 1980 : orin ha ster an tresadennoù bras-divent na c'heller gwelet nemet diwar nij e dezerzh Nazca e Perou, peulvanoùStonehenge e Wiltshire, loened dianav hag a vije bet gwelet hep prouenn solius evel euzhvil al Loch Nis, damkanioù skiantel diamzeriet evel kanolioù Meurzh, hag all. En e abadenn Arthur C. Clarke's Mysterious World e tisplegas penaos ez eus tri doare kevrin :
un dra bennak hag a oa digomprenus a-grenn gwechall hag a zo peurzispleget, da skouer : ar c'hanevedennoù ;
un dra bennak na c'heller ket peurgompren ennañ hiziv hogen a vo displeget en dazont ;
un dra bennak n'omp ket evit displegañ tamm ebet.
Enorioù
Deroet da Arthur C. Clarke
1952 : International Fantasy Award evit an arnodskrid The Exploration of Space[66].
1956 : Hugo Award evit an istor berr The Star[67].
1961 : UNESCO–Kalinga Prize evit en devout brudet ar skiantoù[68].
1963 : Stuart Ballantine Medal deroet gant ar Franklin Institute evit en devout kinniget meizad ar pellgehenterezhioù dre loarelloù[69].
1969 : Academy Award, a-gevret gant S. Kubrick, evit senario 2001: A Space Odyssey[70].
1970 : Odyssey e oa anv modul-ren (Command Module) ar gefridi Apollo 13[71].
1972 : Nebula Award evit e romant berr A Meeting with Medusa[72].
1973 : Nebula Award evit Rendezvous with Rama[73].
1979 : Nebula Award evit The Fountains of Paradise.[75].
1980 : Hugo Award evit The Fountains of Paradise.[76].
1982 : Marconi Prize evit en devout degaset nevezentioù er pellgehenterezhioù hag ar pellzinoiñ (an termeniñ a-bell perzhioù un draezenn)[77].
1986 : Damon Knight Memorial Grand Master an SFWA (Science Fiction & Fantasy Writers of America) evit e respet war dachenn an S-F[78] • Dilennet en National Academy of Engineering evit en devout ijinet pellgehenterezhioù dre loarelloù douar-arsavel hag evit degasadennoù all er c'hompren en egor hag e arverañ[79].
1989 : da geñver 63vet deiz-ha-bloaz ar rouanez Elizabeth II, d'an 2 a viz Ebrel, e voe anvet Arthur C. Clarke da Gomandour en Urzh an Impalaeriezh Vreizhveurat (Commander of the Order of the British Empire, CBE) abalamour da "servijoù evit madoù sevenadurel breizhveurat e Sri Lanka"[81] ; d'ar renk a Varc'heg e voe savet e 1998[82].
1997 : degemeret e voe er Science Fiction and Fantasy Hall of Fame[83]
2000 : e Colombo e voe savet d'ar renk Knight Bachelor diwar urzh ar rouanez Elizabeth II[84] ; Sir Arthur C. Clarke e voe adal neuze. • Degemeret evel Distinguished Supporters of Humanism gant Humanist UK[85].
2003 : Telluride Tech Festival Award of Technology[86].
2004 : Heinlein Award evit degasadennoù dibar d'an S-F [87].
2005 : Gouarnamant Sri Lanka a zeroas dezhañ an uhelañ titl a zo er vro, Sri Lankabhimanya ("Lorc'h Sri Lanka")[88].
Anvet en enor da Arthur C. Clarke
Prizioù
Sir Arthur Clarke Award for Space Achievements, ur Priz a vez deroet abaoe 2005 gant ar British Interplanetary Society[89].
The Arthur C. Clarke Award, deroet bep bloaz abaoe 1987 gant tri aozadur evit ar gwellañ skrid S-F bet embannet er Rouantelezh-Unanet er bloaz kent[90].
The Arthur C. Clarke Foundation Awards : Arthur C. Clarke Award for Imagination in Service to Society, Arthur C. Clarke Innovator's Award hag Arthur C. Clarke Lifetime Achievement Award[91].
The Sir Arthur C. Clarke Memorial Challenge Trophy, a vez dalc'het bep bloaz e Sri Lanka hag aozet gant an Astronomical Association e Skol-veur Ananda, Colombo.[92]
Traoù all
2001 Mars Odyssey eo anv al lestr egor 2001-013A zo bet lañset gant an NASA d'ar 7 a viz Ebrel 2001 da dreiñ tro-dro d'ar blanedenn Meurzh
Isaac Clarke eo anv penntudenn ar c'hoari videoDead Space bet embannet gant Visceral Games e 2008, diwar Isaac (Asimov) hag [Arthur C.] Clarke.
Serendipaceratops arthurcclarkei eo anv ur spesaddinosaor bet kavet en Aostralia, diwar Serendip anv kozh Sri Lanka[97], hag Arthur C. Clarke[98].
Oberennoù S-F
Romantoù (32)
1948 : Against the Fall of Night (kentel gentañ The City and the Stars)
1951 : Prelude to Space (Master of Space e 1961 ; The Space Dreamers e 1969) • The Sands of Mars
1952 : Islands in the Sky
1953 : Childhood's End
1955 : Earthlight (diwar an istor berr heñvelanvet e 1951)
1956 : The City and the Stars
1957 : The Deep Range
1961 : A Fall of Moondust
1963 : Dolphin Island • Glide Path
1968 : 2001: A Space Odyssey
1973 : Rendezvous with Rama
1975 : Imperial Earth
1979 : The Fountains of Paradise
1982 : 2010: Odyssey Two
1986 : The Songs of Distant Earth
1987 : 2061: Odyssey Three
1988 : Cradle (a-gevret gant Gentry Lee)
1989 : Rama II (a-gevret gant Gentry Lee)
1990 : Beyond the Fall of Night (rann 1 : un adembanndadenn eus Against the Fall of Night ; rann 2 : istor kendalc'het gant Gregory Benford) • The Ghost from the Grand Banks
1991 : The Garden of Rama (a-gevret gant Gentry Lee)
1993 : Rama Revealed (a-gevret gant Gentry Lee) • The Hammer of God
1996 : Richter 10 (a-gevret gant Mike McQuay)
1997 : 3001: The Final Odyssey
1999 : The Trigger (-gevret gant Michael P. Kube-McDowell)
2000 : The Light of Other Days (a-gevret gant Stephen Baxter)
2003 : Time's Eye' (a-gevret gant Stephen Baxter)
2005 : Sunstorm (a-gevret gant Stephen Baxter)
2007 : Firstborn (a-gevret gant Stephen Baxter)
(Dalif) 2009 : The Last Theorem (a-gevret gant Frederik Pohl)
Istorioù berr ha romantoù berr (198)
1937 : Travel by Wire!
1938 : How We Went to Mars • Retreat from Earth
1940 : At the Mountains of Murkiness
1942 : The Awakening (adembannadenn adwelet e 1952) • Whacky
1945 : The Lion of Comarre and Against the Fall of Night
1946 : Loophole • Rescue Party • Technical Error (anv all : The Reversed Man)
1947 : Castaway • Inheritance • Nightfall (anv all : The Curse)
1949 : Breaking Strain (anv all : Thirty Seconds – Thirty Days) • Critical Mass • The Fires Within • The Forgotten Enemy • Hide-and-Seek • History Lesson (anv all : Expedition to Earth) • Transience • The Wall of Darkness
1950 : Guardian Angel • Nemesis (anv all : Exile of the Eons) • The Road to the Sea (anv all : Seeker of the Sphinx) • Time's Arrow • A Walk in the Dark • Silence Please (anv all : Silence Please!)
1951 : All the Time in the World • Earthlight (astennet d'ar romant Earthlight, 1955) • Holiday on the Moon • If I Forget Thee, Oh Earth • Second Dawn • Superiority • The Sentinel • Trouble with the Natives
1953 : Encounter in the Dawn (anv all : Encounter at Dawn) • Jupiter Five (anv all : Jupiter V) • The Nine Billion Names of God • The Other Tiger • The Parasite • The Possessed • Publicity Campaign • Reverie
1954 : Armaments Race • The Deep Range (astennet d'ar romant The Deep Range, 1957) • The Man Who Ploughed the Sea • No Morning After • Patent Pending • Refugee (anvioù all : ?, Royal Prerogative, This Earth of Majesty)
1955 : The Star • What Goes Up (anv all : What Goes Up...)
1956 : All that Glitters • Big Game Hunt (anv all : The Reckless Ones) • Green Fingers • The Pacifist • A Question of Residence • The Reluctant Orchid • Robin Hood, F.R.S. • The Starting Line • Venture to the Moon • Watch this Space
1957 : The Call of the Stars • Cold War • The Defenestration of Ermintrude Inch • Let There Be Light • Freedom of Space • Moving Spirit • The Next Tenants • The Other Side of the Sky • Passer-by • Security Check • Sleeping Beauty • The Songs of Distant Earth • Special Delivery • Feathered Friend • Take a Deep • The Ultimate Melody
1958 : Cosmic Casanova • A Slight Case of Sunstroke (anv all : The Stroke of the Sun) • Out from the Sun • Who's There? (anv all : The Haunted Spacesuit)
1959 : Out of the Cradle, Endlessly Orbiting... (anv all : Out of the Cradle)
1960 : Into the Comet (anv all : Inside the Comet) • I Remember Babylon • Summertime on Icarus (anv all : The Hottest Piece of Real Estate in the Solar System) • Trouble with Time (anv all : Crime on Mars
1961 :Before Eden • Death and the Senator • The Food of the Gods • Hate (anv all : At the End of the Orbit) • Love that Universe • Saturn Rising
1962 :An Ape About the House • Dog Star (anv all : Moon Dog) • Maelstrom II • The Shining Ones
1963 : The Last Command • Playback • The Secret (anv all : The Secret of the Men in the Moon)
1964 : The Light of Darkness • The Wind from the Sun (anv all : Sunjammer)
1965 : Dial F for Frankenstein
1966 : The Longest Science-Fiction Story Ever Told (anv all : A Recursion in Metastories) • The Cruel Sky • Crusade
1967 : Herbert George Morley Roberts Wells, Esq.
1970 : Neutron Tide
1971 : Transit of Earth • A Meeting with Medusa • Reunion
1972 : When the Twerms Came (1972)
1977 : Quarantine
1984 : siseneG
1986 :On Golden Seas • The Steam-Powered Word Processor
1992 : The Hammer of God
1997 : The Wire Continuum (a-gevret gant Stephen Baxter)
1999 : Improving the Neighbourhood
Dastumadoù (29)
1953 : Expedition to Earth
1956 : Reach for Tomorrow • Venture to the Moon
1957 : Tales from the White Hart • The Other Side of the Sky
1959 : Across the Sea of Stars
1962 : Tales of Ten Worlds • From the Ocean, From the Stars
1965 : An Arthur C. Clarke Omnibus • Prelude to Mars
1967 : The Nine Billion Names of God
1968 : The Lion of Comarre and Against the Fall of Night • An Arthur C. Clarke Second Omnibus
1972 : Of Time and Stars • The Wind from the Sun
1973 : The Best of Arthur C. Clarke 1937 – 1971
1976 : The Best of Arthur C. Clarke 1937 – 1955
1977 : The Best of Arthur C. Clarke 1956 – 1972
1978 : Four Great SF Novels
1983 : The Sentinel
1985 : 2001: A Space Odyssey, The City and the Stars, The Deep Range, A Fall of Moondust, Rendezvous with Rama
1990 : Tales From Planet Earth
1991 : More Than One Universe
2001 : The Collected Stories of Arthur C. Clarke • The Space Trilogy (eleze Islands in the Sky, The Sands of Mars hag Earthlight) • The City and the Stars and The Sands of Mars • The Ghost from the Grand Banks and The Deep Range
2004 : 3001: The Final Odyssey, The Songs of Distant Earth
2005 : Clarke's Universe
Oberennoù nann-faltazi
Levrioù (34)
1950 : Interplanetary Flight: An Introduction to Astronautics
1951 : The Exploration of Space (adwelet ha hizivaet e 1959 ha 1979)
1954 : The Exploration of the Moon • The Young Traveller in Space (anvioù all : Going into Space en SUA, 1954, ha The Scottie Book of Space Travel, R-U, 1957)
1956 : The Coast of Coral (Blue Planet Trilogy /1)
1957 : The Reefs of Taprobane; Underwater Adventures around Ceylon (Blue Planet Trilogy /2) • The Making of a Moon: The Story of the Earth Satellite Program
1958 : Boy Beneath the Sea • Voice Across the Sea
1959 : The Challenge of the Space Ship: Previews of Tomorrow’s World
1960 : The Challenge of the Sea • The First Five Fathoms
1961 : Indian Ocean Adventure
1962 : Profiles of the Future: an Inquiry into the Limits of the Possible (hizivaet e 1973, 1984 ha 1999)
1964 : Man and Space • Indian Ocean Treasure • The Treasure of the Great Reef (Blue Planet Trilogy /3)
1965 : Voices from the Sky: Previews of the Coming Space Age. New York: Harper & Row, 1965
1968 : The Promise of Space
1971 : Into Space: a Young Person’s Guide to Space (a-gevret gant Robert Silverberg)
1972 : Beyond Jupiter: The Worlds of Tomorrow • Report on Planet Three and Other Speculations • The Lost Worlds of 2001
1977 : The View from Serendip
1984 : The Odyssey File • 1984, Spring: a Choice of Futures • Ascent to Orbit, a Scientific Autobiography: The Technical Writings of Arthur C. Clarke
1986 : Arthur C. Clarke's July 20, 2019: Life in the 21st Century
1989 : Astounding Days: A Science Fictional Autobiography
1992 : How the World Was One: Beyond the Global Village (anv all : How the World Was One: Towards the Tele-Family of Man)
1993 : By Space Possessed
1994 : The Snows of Olympus – A Garden on Mars
1996 : Childhood Ends: The Earliest Writings of Arthur C. Clarke
1999 : Greetings, Carbon-Based Bipeds! : Collected Works 1934–1988
Pennadoù e kelaouennoù
1945 : Extra-Terrestrial Relays, e Wireless World, Here 1945
Ouzhpenn d'ar skri doù a zo bet listennet amañ a-us en deus Artur C. Clarke skrivet 87 rakger, pennadoù-kinnig ha degasadennoù all e meur a levr.
Levrlennadur
Diwar-benn A. C. Clarke
(en) McAleer, Neil. Arthur C. Clarke: The Authorized Biography. Chicago : Contemporary Books, 1993 (ISBN 978-0-8092-3720-3)
(en) McAleer, Neil. Visionary: The Odyssey of Sir Arthur C. Clarke. London : The Clarke Project, 2012 (ISBN 978-0-615-55322-1)
↑(en) Toiati, Luigi. The History of Science Fiction and Its Toy Figurines. Barnsley : Pen and Sword Military, 2023, p. 97 (ISBN 978-1-3990-0554-8)
↑(en) A. C. Clarke. Extra-terrestrial Relays: Can Rocket Stations Give Worl-wide Radio Coverage?. In : Wireless World, Here 1945, pp. 305-308. Kavet : 25 Kzu 24.
↑Pilot Officer ("ofiser levier"), Flying Officer ("ofiser nijer"), Flight Officer ("ofiser nijadenn") ne dalvezont ket e servij an dud e nijerezioù ; rezioù un aerlu int, tra ken.
↑(en) Pournelle, Jerry. The Osborne 1, Zeke's New Friends, and Spelling Revisited. In : BYTE, levrenn 7, niv. 4, Ebrel 1982, p. 212. Kavet : 25 Kzu 24.
↑Trizek abadenn skignet adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 25 a viz Du 1980.
↑Trizek abadenn skignet adalek an 3 a viz Ebrel betek an 10 a viz Gouere 1985.
↑Independant Television, a zo Channel 3 hervez lezenn.
↑C'hwec'h abadenn war 'n ugent skignet adalek ar 15 a viz Gouere 1994 betek ar 6 a viz Genver 1995.
↑(en) Darrin, Anne & O'Leary, Beth L.. Handbook of Space Engineering, Archaeology, and Heritage. Boca Raton, Florida : CRC Press, 2009, p. 604 (ISBN 978-1-4200-8432-0)
↑(en) Clarke, Arthur C. (1962). Profiles of the Future. New York : Henry Holt & Co., 1984 (ISBN 978-0-03-069783-8)
↑(en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 25 Kzu 24.
↑E deroù ar bloavezhioù 1950 e voe diazezet an UEC gant an den a aferioù Harold Penman ; pa reas hennezh freuz-stal ec'h eac'h ar braz eus an izili d'ar British Sub-Aqua Club (BSAC), a oa bet bodet e 1953.
↑(en) Throckmorton, Peter. The Great Basses Wreck. In : Expedition Magazine, levrenn 6, niv. 3, 1964 • En-linenn @ Penn Museum. Kavet : 25 Kzu 24.
↑ 61,061,161,261,3 ha61,4(en) Krone, Bob. Arthur C. Clarke’s Philosophy for the 21st Century. In : 'Journal of Space Philosophy, levrenn 3, niv. 1 (Nevezamzer 2014) • En-linenn @ Kepler Space Institute. Kavet : 23 Kzeu 24.