Robert Anson Heinlein (7 a viz Gouere 1907 – 8 a viz Mae 1988), lesanvet The dean of science fiction writers ("Dean ar skrivagnerienskiant-faltazi") a oa ur skrivagner skiant-faltazi stadunanat.
Skrivagner ha stourmer, e doare selloù war an nukleel, mab-den en egor hag ar brezel a save tabut bras. Adal e skridoù ez eus bet degaset ijinadennoù teknikel (rakwelet en devoa ar pellgomzioù hezoug, ar gweleoù-dour).
Degaset en deus ivez gerioù nevez evel Marines an egor (Saozneg: Space Marines) pe TANSTAAFL (Saozneg: There ain't no such thing as a free lunch; Brezhoneg: N'eus netra evel ur pred digoust, ar pezh a dalvez "pep tra, memes roet, a dalvez un dra bennak").
Buhez Heinlein
Ganet eo Robert Anson Heinlein d'ar 7 a viz Gouere 1907 e Butler, Missouri. An tad Rex Ivar Heinlein a zo konter, ar vamm a zo Bam Lyle (un anv familh eus Bro-Skos) Heinlein, 7 bugel a zo er familh Robert o vezañ an trede hini.
Ur familh kredour strizh ez eo an hini Heinlein, un hengoun a zo o welet unan eus ar familh o stourm en holl brezelioù o welet engouestlet Amerika adal Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775-1783).
Ur familh broadelour ha kredour don, an aozour a vezo awenet a galz gant an elfennoù-se en e oberennoù.
Tabutoù
Plas ar merc'hed
Evit ar feministed n'eo ket aes gouzout pelec'h plantañ Robert Heinlein:
War un tu e vez kavet e-leiz a verc'hed en e oberennoù gant renkoù uhel er gevredigezh pe el lu lakaet da dalvezout evel ken ampart paneveken ampartoc'h evit ar baotred. En Expanded Universe e vez taolennet ur gevredigezh gant an holl alvokadoù ha politikourien o vezañ maouezed nemetken. Ar merc'hed taolennet en e oberennoù o kaout kargoù a zo maouezed gant nerzh spered ha kalon.
War un tu all e vez selloù drouk war ar merc'hed evel en Stranger in a Strange Land, Jill ur benndudenn eus an oberenn a ziskler "nine times out of ten, if a girl gets raped it's partly her fault" (Brezhoneg: Nav wech diwar zek, ma vez gwallet ur vaouez ez eo dre he fazi evit ul lod").
Plas al lu er gevredigezh
Robert Heinlein a oa sot gant ar bed milourel, betek rakwelet brezelioù dibaouez ha drastus en egor ur wech ma vezo tizhet hag anneziet gant mab-den. El levr Starship Troopers ec'h adkemer doare selloù Sparta an henamzer. Evit bezañ keodedour gant gwirioù leun e vez ret da vont etrezek al lu n'eus ket hent all ebet.
Da geñver plas an armoù distruj ramzel evel an armoù nukleel e oa anat da Robert Heinlein e oa ar gwir d'o implij e-tal un enebour.
E Starship Troopers, pe e Space Cadet, e vez taolennet ur gouarnamant soudard bedel lakaet e plas war ar blanedenn a-bez evit talañ ouzh ar brezelioù dibaouez war an Douar ha dreist-holl ar riskloù nukleel. An holl galloudoù a zo e dalc'h un nebeud soudarded a renk uhel.
Oberennoù
Romantoù kentañ
Rocket Ship Galileo, 1947
Beyond This Horizon, 1948 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald)
Space Cadet, 1948
Red Planet, 1949
Sixth Column, 1949 (embannet e stumm un heuliad tammoù e 1942, gant al lesanv aozour Anson MacDonald) (Anavezet ivez evel: The Day After Tomorrow)
Farmer in the Sky, 1950 (embannet e stumm un heuliad tammoù berraet et gazetenn Boys' Life magazine gant an anv "Satellite Scout") (priz Retro Hugo Award, 1951)
Between Planets, 1951 *
The Puppet Masters, 1951 (adembannet goude marv an aozour stumm hiraet, 1990)
The Rolling Stones, 1952 (anavezet ivez evel: Space Family Stone)
Starman Jones, 1953
The Star Beast, 1954
Tunnel in the Sky, 1955
Double Star, 1956, priz Hugo Award 1956
Time for the Stars, 1956
Citizen of the Galaxy, 1957
The Door into Summer, 1957
Have Space Suit—Will Travel, 1958, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1959
Methuselah's Children, 1958 (Stumm kentañ un heuliad tammoù e 1941)
Stranger in a Strange Land, 1961—priz Hugo Award 1962, (adembannet gant ar stumm kentañ hiraet e 1991)
Podkayne of Mars, 1963
Orphans of the Sky, 1963 (stumm echuet d'a romant savet gant an danevelloù "Universe" ha "Common Sense", embannet da zigentañ an daou er bloavezh 1941)
Glory Road, 1963, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo Award e 1964
Farnham's Freehold, 1964
The Moon Is a Harsh Mistress, 1966, priz Hugo Award 1967
I Will Fear No Evil, 1970
Time Enough for Love, 1973, lakaet war ar renk d'ar priz Nebula Award e 1973; lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Locus e 1974
Romantoù diwezhañ
The Number of the Beast, 1980
Friday, 1982, lakaet war ar renk evit ar prizioù Hugo ha Nebula ha Locus e 1983
Job: A Comedy of Justice, 1984, lakaet war ar renk evit ar priz Nebula e 1984; priz Locus Fantasy gouenezet, lakaet war ar renk evit ar priz Hugo e 1985