Ijinerezhijinerezh
Pa studier ur raktres pe greantel pe skiantel pe kevredigezhel e tleer plediñ gant meur a doare-ober e-keñver an teknologiezh, an armerzh, an arc'hantañ hag an dud. An ijinerezh eo ar skiant evit lakaat anezho da c'hoari ingal. An ijinour a dlee bezañ gouest labourat gant meur a ostilh pe meur a ardivink hag eo ivez e garg jediñ ha gwiriekaat. Lakaat disoc'hoù ar skiantoù da dalvezout evit diluziañ kudennoù fetis, greantel pe bemdeziek eo pal pennañ an ijinerezh. Alies e kemer perzh en imbourc'h skiantel an ijinourien, pe dre bleiniañ raktresoù imbourc'h o tennañ d'un dachenn greantel pe dre blediñ gant perzhioù fetis un imbourc'h.
Stummadur an ijinourienEvit resev un diplom ijinour e c'heller studiañ en ur skol-veur pe en ur skol-ijinourien e-pad 4 pe 5 bloaz.
Micherioù an ijinerezh
|