Lennegezhlennegezh
Lenn...Orin ar ger ha sterioù
Ar meneg kentañ eus ar ger, skrivet lennégez, a gaver e geriadur brezhoneg-galleg ar Gonideg, adembannet gant Kervarker e 1850[1]. Savet[2] eo diwar lenn, deuet eus ar ger latin legendum : pezh zo da lenn, hag al lost-ger -egezh.
Kevatal eo ouzh ar gerioù galleg ha saozneg littérature ha literature, deuet eus ur ger latin ivez : litteratura (skritur, yezhadur, kultur). Red an amzer a cheñchas ster ar ger e yezh ar broioù-se. Skouer ar galleg[3] eo : An holl skriturioù (XIIvet kantved), ar c'hultur dre vras (XVvet kantved) hag adalek an XVIIIvet kantved e talc'h ar ger an doare a intentomp anezhañ hiziv. Da lavaret eo[4] :
Skrivagnerien ha skriverienE brezhoneg bemdez e karg ar ger skrivagner pouez ar skriv : pep hini a skriv zo ur skrivagner : skrivagner publik ivez ha tout. Arroudet aboae 1499 e teufe ar ger eur al latin pobl *scribenum[5]. A-fed lennegezh ez eus bet rannet an dud etre ar re a skriv levrioù ingal, ar re-se zo skrivagnerien. Douget eo bet aze ster nobl ar re zo skrivañ levrioù o labour. "Skriver" zo ledanoc'h e ster ha bodet eo an holl a skriv lennegezh, pennadoù da lenn en un doare disuit dindan an anv a skriver, ul levr a lizheradur da nebeutañ. Levrioù hag oberennoùPal al lennegezh eo ar gened. Lamet eo al lizheradur hag an holl levrioù na vez ket o danvez krouiñ un oberenn eus ar gened evel levrioù war an istor, war ar brederouriezh, war ar politikerezh. E-maez emañ al levrioù dijapl (Penaos deskiñ saozneg ?, Desevel ma bugale), daoust ma voe skrivet ul levr a sekredoù kegin gant Flaubert. Doareoù al lennegezh a veze a-hed an istor tost eus he skorioù. Pa voe krouet un dra anvet levr gant follennoù nij karrez staget e levrennoù ha bodet a-gevret dindan ur golo e voe cheñchet an doare da resev ar skriturioù, da lenn, da skrivañ. Levrioù moulet a voe un cheñchamant all eus an doare da resev al lenn ha da ober gant ar skrivañ. Traoù nevez a vezo ijinet e korf an oberennoù lennegel war-bouez implij ar Rouedad. Tammoù lies-media a vezo paket e-touez ar skriturioù.
…Ha dilennRummadoù lennegelPa skriver e raer gant stummoù ha furmoù dibabet : Rummadoù lennegel. Ne vez ket termenet fin a-wezhioù met e vez sentet an diforc'h etre ur romant, ur barzhoneg pe ur pezh-c'hoari. Dibabet eo lusk ur skrid hag is-rummadoù a vez rannet : du evel ma vez romantoù polis zo, karantez leun ar pajennadoù evit al lennegezh roz, levrioù hag a vez skrivet gant tud gour evit ar re yaouank eo lennegezh ar yaouankiz. Ne vez ket bevennet resis hag er bed ma vevomp ez eus tremen eus un doare d'unan all. Istor al lennegezhioùE-kerzh an amzerioù
A-hed ar broioù
E skeud ar yezhoù
Studiañ lennegezhioù ha dielfennañ al lennegezh ?E-pad pell ez eus bet ur pal d'ar studi lennegel : rannañ pezh a veze bet skrivet mat, hervez reolennoù klasel diouzh an holl oberennoù, lezet a-gostez. Daveoù ha notennoù
|