Stadoù-Unanet Amerika
Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America, teskanv: SUA, saozneg: USA, stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet, (the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro. Amerikaned pe Stadunaniz a vez graet eus o annezidi. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar riez c'halloudusañ er bed. 331 milion a annezidi a oa e 2020, trede poblañs vrasañ ar bed. Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci. Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ. Washington D.C. eo he c'hêr-benn, war an aod Reter. Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York, kêr vrasañ ar vro. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant stadunanat ar broioù a felle dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel. Hiziv e vez graet 37% eus dispignoù milourel ar bed gant ar SUA, hae e chom al lu stadunanat an hini galloudusañ er bed. Ekonomiezh kentañ ar bed o deus ar Stadoù-Unanet, a-drugarez da gennadoù al labour-douar, ar greanterezh hag ar servijoù. An US dollar, ar moneiz stadunanat, eo arouez o galloud ekonomikel. E-touez ar re wellañ int ivez war dachenn an imbourc'h skiantel hag an neveziñ teknologel. Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi, en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved). Ar sevenadur ar muiañ skignet er bed eo an hini amerikan. Stadoù ar Stadoù-UnanetEvel ma tiskouez splann an anv ez eo Stadoù-Unanet Amerika un unaniezh stadoù disheñvel. Abaoe 1960 ez eus 50 anezho.
Ur republik bonreizhel hag ur stad kevreadel eo. DouaroniezhTrede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poblek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez Alaska ha Hawaii, a vez anvet « Mainland » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg)[4]. 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr Missouri hag ar stêr Mississippi a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar mainland. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazon a zo o redek e Suamerika. Harzoù gant broioù all12 034 km harzoù [5]: Douaroniezh fizikUn nebeud lec'hioù dibar:
TorosennadurLiesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet. En em led a ra a norzh da su dreist-holl. Er C'hornôg emañ ar Menezioù Roc'hellek (Rocky Mountains), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado. Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er reter ez eus menezioù kozh, an Appalachoù o anv (Appalaches), dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel. Menezioù-tanAn darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :
HinoùAn holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glepañ (Gwalarn, Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno. Stêrioù
LennoùGorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.
Douaroniezh denelDasparzh an annezidiAn Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habask hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad stadunanat ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet. Kêrioù ha niver an dud ennoEn tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro. Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno[6] :
Istor berr SUAAn Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile. E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù. C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se. Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se. Disklêriet e voe ar Brezel Diabarzh e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont. En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dreist-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar galloud milourel peurgetket. PolitikerezhAr vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad Republikan hag ar Strollad Demokratel. Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. E 2009 e voe Barack H. Obama, eus ar strollad demokratel, dilennet da prezidant. Dilennet eo bet Donald Trump (Strollad Republikan) da brezidant d'an 8 a viz Du 2016. Al lez-veur eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel. Ar feizGouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet(Daveoù a vank). Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ». Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù. Ar brotestanted eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard eus an Amerikaned zo katoliked roman. Bez' ez eus ivez tud dizoue (16%), yuzevien (1,7%), boudisted (0.7%), muzulmaned (0.6%), hindouisted ha kement zo. Amerikaned brudetSkiantourienLenn ar pennadoù er Rummad:Skiantourien SUA. Milourien
LivourienLenn pennadoù ar Rummad:Livourien SUA.
Luc’hskeudennerienLenn pennadoù ar Rummad:Luc'hskeudennourien amerikan.
IstorourienPolitikourienLenn ivez ar pennad Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika
SonerienGwelet Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika FilmaozerienLenn pennadoù ar Rummad:Filmaozerien SUA. LennegezhLenn ar pennad Lennegezh amerikan.
GizourienC'hoarierion echedoùTud all
Un nebeud sifroù
Notennoù
Gwelet ivezLiammoù diavaezLec’hiennoù ofisiel:
Stadoù
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago Tiriadoù dalc'het
Arc'hantina • Bahamas • Barbados • Belize • Bolivia • Brazil • Chile • Costa Rica • Dominica • Ecuador • Grenada • Guatemala • Guyana • Haiti • Honduras • Kanada • Kolombia • Kuba • Panamá • Paraguay • Perou • Republik Dominikan • Saint Kitts ha Nevis • Saint Lucia • El Salvador • Sant-Visant hag ar Grenadinez • Stadoù-Unanet Amerika • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
|