Trinidad ha Tobago
Trinidad ha Tobago zo ur republik er Mor Karib, anezhi div enezenn, Enez Trinidad hag Enez Tobago. Port of Spain, en enez Trinidad, eo ar gêr-benn. DouaroniezhEr biz emañ da Venezuela, hag er su da c'hGrenada, en Antilhez Bihanañ. Bevennoù war vor zo gant stadoù arall: Barbados er biz, Guyana er gevred, ha Venezuela er su hag er c'hornaoueg[1],[2]. IstorGant Kristoc'h Koulm e voe anvet "La Ysla de la Trinidad" ("Enezenn an Drinded"), hervez ur gouestl en devoa graet a-raok e drede treizhadenn[3]. Etre marevezh Kristoc'h Koulm ha 1802 edo Trinidad ha Tobago en Impalaeriezh Spagn evel trevadenn. Neuze e voe roet d'ar Rouantelezh-Unanet. Dizalc'h eo ar vro abaoe 1962. SonerezhBrudet eo karnaval Trinidad ha Tobago, ha meur a sonerezh krouet en inizi: steelpan, calypso, soca, ha limbo. TobagoColomb a lavaras bezañ gwelet Tobago er pellder, hag hec'h envel a eure Bellaforma, hep diskenn d'an aod[4] Dont a raje anv Tobago eus an anv kozh, "Tobaco"[5]. Izelvroiz ha Kurzeme (tud eus Kourland, e Latvia) a oa deuet da chom da Dobago er XVIvet ha XVIIvet kantved da c'hounit butun ha kotoñs. Startaat a reas krog Breizh-Veur war an enezenn e-pad brezelioù Napoleon hag e 1889 e voe unanet trevadennoù Trinidad ha Tobago. Arouezioù broadelBannielDibabet e voe ar banniel e 1962. ArdamezioùDibabet e voe an ardamaezioù gant Kuzul an Dizalc'hted (Independence committee), ha warne an Ibiz ruz (un evn eus Trinidad), an evn Cocrico (eus Tobago) ha kolibried war ar skoed. Tri lestr zo ivez, arouezioù an Drinded, ha war un dro tri lestr Kristoc'h Koulm. PolitikerezhUr republik eo Trinidad ha Tobago. Notennoù
Stadoù
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago Tiriadoù dalc'het
Arc'hantina • Bahamas • Barbados • Belize • Bolivia • Brazil • Chile • Costa Rica • Dominica • Ecuador • Grenada • Guatemala • Guyana • Haiti • Honduras • Kanada • Kolombia • Kuba • Panamá • Paraguay • Perou • Republik Dominikan • Saint Kitts ha Nevis • Saint Lucia • El Salvador • Sant-Visant hag ar Grenadinez • Stadoù-Unanet Amerika • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
|