Robert Edward Lee a oa bet ganet e Stratford Hall Plantation er Westmoreland County, e Virginia. An tad a oa ar Major jeneral Henry Lee III (Light Horse Harry) (1756–1818), Gouarnour Virginia, ar vamm a oa eil gwreg ar jeneral, Anne Hill Carter (1773–1829). Deiziad ar ganedigezh a vez lakaet d'an 19 a viz Genver1807. En gwirionez, hervez an istorourez Elizabeth Brown Pryor, "Lee's writings indicate he may have been born the previous year." ("Skridoù Lee a lak war-raok e vefe bet ganet bloaz a-raok").
Unan eus hendadoù Lee a oa Henry Lee I, unan eus trevadennerien bennañ Virginia a orin saoz.
Dezrevell emgannoù Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Da heul e vo kavet un dezrevell eus an emgannoù a welas ar jeneral Lee e-penn nerzhioù ar Su engouestlet :[1]
Kentañ emgann Lee e-pad ar Brezel diabarzh. Burutellet kreñv, Lee a voe lesanvet "Granny Lee" (Lee kozh). Lee a voe kaset goude-se d'ober war-dro ar sevel difennoù kêrioù[2].
Lee a voe en em dennet mat, chomet e oa e-penn an nerzhioù d'ar Su e-pad ar brezel dindan sujidigezh Jefferson Davis. Nerzhioù an Union Army a oa chomet e traoñ al ledenez hag e Fortress Monroe, a zeuas da vezañ lost al linenn tren dindan zouar, met ivez al lec'h evit ma c'hellfe terc'hout ar sklaved, biken ne zistroas ar sklaved erruet eno d'o perc'hennerien.
Nerzhioù lu Lee a zo berr war an niver a soudarded hag an dafariñ, ar re Kengevreet a chom en o plas e su Rappahannock. Nerzhioù an Unaniezh na gillont ket eus Norzh Virginia.
Ar re Kengevreet a voe trec'het da geñver milourel met ivez ha dreist-holl speredel. Meade a voe burutellet dre ma oa chomet hep redek a-dreñv nerzhioù Lee. An emgann-se a voe brudet evel penn-kentañ fin ar C'hengevread[3]. Lee ne aloubo ket mui an Norzh goude an emgann drastus-se. Ar mennozh pennañ a vo gantañ betek fin ar brezel a vo difenn Richmond ha Petersburg ne ra forzh ar priz.
Ne oa ket deuet a-benn Grant da drec'hiñ an difennerezh kevredet, kenderc'hel a ra memestra gant e dagadenn. War-zu Richmond ha Petersburg e kendalc'h.
Grant a c'hell kenderc'hel gant e dagadenn, en desped da-se, Grant a lar eus ar Cold Harbor assault gant ar gerioù "greatest regret" eus ar brezel diabarzh en e skrid-buhez.
Ar jeneral Robert E. Lee a zaskor e nerzhioù da re ar jeneral Ulysses S. Grant[5]. Goude ma vefe kodianet nerzhioù Lee da Grant hennezh a ro pourvezhioù dreist-holl boued da soudarded ar Su a oa o vervel gant an naon hag ar c'hleñvedoù. Goude-se e voe tennet o armoù dezho ha laosket da vont dieub en eskemm d'ul le a zifenne dezho da dagañ nerzhioù an Unaniezh hiviziken.
Goude ar brezel
Pa erruas ar mare da zivizout peur ha penaos kodianañ, ar jeneral Lee a zisklêrias d'e ofiserien e oa laouen e vije roet lamm d'ar sklaverezh er Su hag e vije gwelloc'h evit dazont ar vro.
E blantadeg en Arlington a voe kemeret memestra gant soudarded an Norzh hag an douaroù a voe aozet da zegemer ur vered vilourel, (Bered vroadel Arlington).