Brezel diabarzh Stadoù-Unanet AmerikaBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a-wechoù "the War of Northern Aggression" pe "Second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 ha 1865, hag a emplegas Stadoù-Unanet an "Unvaniezh", renet gant Abraham Lincoln, ha "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis, a gevrede unnek Stad eus su ar vro hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet. An Unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegasas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret e sez gant Lincoln. Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, un niver uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn eus frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (ar Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh. IstorE 1860, bloaz dilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika, ar Republikaned, en o fenn Abraham Lincoln, o devoa lakaet anat war-raok e oa ret lammañ ar sklavelezh en holl diriadoù eus ar vro. E su Stadoù Unanet Amerika e oa gwelet kement-mañ evel un doare da dagañ gwirioù bonreizhel o stadoù. Ar strollad republikan, a oa kreñvoc'h e norzh ar vro, a zeuas a-benn da dapout muioc'h a vouezhioù hag a gannaded, ar pezh a lakaas Lincoln da vezañ dilennet evel ar kentañ prezidant republikan ar vro. Met a-raok ma vije tu dezhañ bezañ degemeret evel prezidant, 7 stad eus ar Su, dezho ekonomiezhoù diazezet war kenwerzh ar c'hotoñs, a savas ar C'hengevread. Kroget e voe gant an emgannoù d'an 12 a viz Ebrel 1861, pa voe kanoliet Fort Sumter gant an nerzhioù lu kengevreet. War tachenn kornôg, ar brezel an Unaniezh a yae war-raok dizehan. War tachenn reter ar brezel, an emgannoù a oa hep trec'h anat a bep tu e 1861–1862. E miz Gwengolo 1862, Lincoln a embannas an Emancipation Proclamation, a lakae fin ar sklavelezh evel unan eus pennaennoù ar brezel. Er c'hornôg, e-pad an hañv 1862, an Unaniezh a zistrujas ar Morlu Kengevreet stêr, ouzhpenn darn an nerzhioù lu douar, ha lakaet e voe ar seziz war New Orleans. Trec'h an Unaniezh e-pad Seziz Vicksburg e 1863 a rannas ar C'hengevread e div lodenn tro-dro d'ar stêr Mississippi. E 1863, tagadenn an Norzh gant Robert E. Lee a voe harzet da vare Emgann Gettysburg. An trec'hioù er C'hornôg gant Ulysses S. Grant a lakaas anezhañ evel penn an holl luioù eus an Unaniezh e 1864. Ur seziz strizh ha strategiezh an douar devet a voe lakaet da dalvezout war ar C'hengevread. An tagadennoù a-bep tu gant an Unaniezh a lakaas Atlanta da gouezhañ e-tal William T. Sherman e-pad ar valedadeg betek ar mor. An emgannoù bras ziwezhañ a voe e-pad Seziz Petersburg. Lee a glaskas tec'hout met rediet e voe da godianañ en Appomattox Court House, d'an 9 a viz Ebrel 1865. Echuet e oa gant an emgannoù, met ret e voe adsevel un unaniezh eus ar vroad, ar pezh a gemeras 12 vloaz c'hoazh. Ar mare-se a vez graet Reconstruction Era anezhañ. Mammennoù ar brezel diabarzhMeur a abeg a zo bet kavet d'ar c'hoant kuitaat an unvaniezh gant stadoù 'zo eu Su ar vro. Diaes eo gouzout resis, ha tabutoù drastus a zo tro-dro d'ar respontoù posubl. Darn an istorourien a laka war-wel memestra e oa ar sklavelezh ar gudenn diazez a roe nerzh a-walc'h d'ar choaz digevreañ. En dielloù 'zo eus stadoù ar su er mare-se e vez kaoz alies eus ar sklavelezh evel un abeg. Lod istorourien a ouzhpennañ mammennoù all d'ar brezel, ar sklavelezh a chom evito un diazez d'ar stourm politikel a oa kroget etre ar stadoù stadunanat abaoe ar bloavezhioù 1850, hag a oa o fonusaat. Ar Strollad Republikan a oa mennet mat gant ar mennozh chom hep gwelet ar sklavelezh o emledañ war tiriadoù all eus ar vro. Ar pal a oa dreist-holl da chom hep gwelet ar stadoù dieub hep sklavelezh bet degemeret en unaniezh o kaout muioc'h a bouez politikel er C'hendalc'h stadunanat hag er skolaj dilennel dre treiñ da stadoù sklavelezh. Meur a benn eus stadoù ar Su a oa bet dija o embann e oant prest da guitaat an Unvaniezh ma vije ar c'handidat Republikan, Lincoln, da vezañ trec'h e Dilennadegoù prezidantel Stadoù-Unanet Amerika 1860. Ur wech aet ar maout gant Lincoln, meur a benn eus ar Su a oa kendrec'het e oant rediet digevreañ. Aon o devoa koll an nerzh politikel a roe an tu dezho da bouezañ war politikerezhioù ha lezennoù a-du gant ar sklavelezh. En e eil gomzadenn lid-digeriñ e1865, Lincoln en doa embannet:
Ar SklavelezhAn tabutoù tro-dro d'ar sklavelezh er vro a oa bet mammenn diazez an digevreañ hag ar brezel diabarzh stadunanat. Ar sklavelezh a oa bet dija ur mammenn tabut pa oa bet savet Bonreizh 1787, hag a oa bet, dre forzh marc'hata, unan kemmesk etre a-du gant ar sklavelezh hag a-enep war ar memes-tro. An tabut tro-dro d'ar sklavelezh a oa deuet da vezañ kenkrouer an nasion abaoe ar grouidigezh ha gant an amzer o redek e oa bet gwasoc'h-gwasañ an traoù o welet un disrann etre ar Su gant sklavelezh hag an Norzh dieub. An disoc'h a oa bet gwasaet gant emled bliv ar vro war tiriadoù nevez, ar pezh en doa lakaet an dalc'h-se da vezañ diazez. Daoust hag an tiriadoù nevez a vo reoù gant sklavelezh pe reoù dieub. An dalc'h a oa bet an hini pennañ e politikerezh ar vro war degadoù a vloavezhioù a-raok ar brezel diabarzh. An diskoulmoù a oa bet kinniget a oa bet ar Missouri Compromise hag ar Compromise of 1850, met ar re-se ne oant bet nemet gounid amzer war dalc'h ar sklavelezh hag a vo mammenn d'ar brezel dibarzh gwadus. Atiz darn ar stadunaniz ne oant ket liammet dre ret gant unan eus al luskadoù (sokial pe douaroniel); lod tud eus an Norzh dreist-holl e-touez ar soudarded ne raent forzh eus ar sklavelezh ha stad ar sklaved zu, met un diaz a chom memestra. Gant ma pade ar brezel, muioc'h-mui e oa ar re a-du gant an Unaniezh o treiñ a-du gant lammadur ar sklavelezh, dre abegoù moral pe evel doare da baouez ar brezel buanoc'h ha da reiñ un taol d'ar C'hengevread. Ar soudard eus ar C'hengevread a oa o stourm dreist-holl evit gwareziñ Kevredigezh ar Su hag ar sklavelezh ne oa gwelet evel ul lodenn eus an hengounioù nemetken. Darn an enebourien d'ar sklavelezh a wele ar sklavelezh evel un doare d'ober diamzeriet, spontus hag enep-republikan. Strategiezh an nerzhioù enep-sklavelezh a oa da gentañ da dalañ ouzh emled ar sklavelezh war an tiriadoù nevez. Goude-se e oa da vougañ goustadik ar sklavelezh. Evit perc'hennerien sklaved ar Su e oa gwelet ar strategiezh-se evel un dagadenn enep-bonreizhel eus o gwirioù. Gant ul lodenn eus poblañs stadoù ar Su o vezañ sklaved, an dud gwenn a wele lamm ar sklavelezh evel un darvoud dibosubl hag a grede e vije dieubidigezh ar sklaved un distruj eus gwirioù familhoù ar Su, ar gevredigezh, hag an ekonomiezh, rak un darn mat eus arc'hant a oa bet postet er sklavelezh hag abaoe pell e oa un aon rak ar boblañs zu. Gwasaet e oa bet an traoù dre ma oa deuet da vezañ birvidik ur sorc'henn, un a welje un emsavadeg sklaved evel Lazhadegoù Haiti 1804 (lesanvet en amzer-se "the horrors of Santo Domingo"), ar sklaved o emsevel er Su ivez. En Haiti e oa bet ar sklaved o emsevel hag o lazhadegañ gwadus ha chivous an dud gwenn a oa o vevañ en enezenn goude an emsavadeg trec'hus. An istorour Thomas Fleming a ra gant ar frazenn istorel "ur c'hleñved er spered foran" [1] tro spered an dud er Su en doa harpet kalz an disparti gouennel e-kerzh marevezh Jim Crow goude dishualded ar sklaved. An aon-se a oa bet gwasaet e 1859 pa oa bet John Brown o klask lakaat emsevel ar sklaved gant armoù er Su. Red an darvoudoù
Tud dibar an Unvaniezh
Tud dibar ar C'hengevread
Nerzhioù luUnion ArmyAr re c'hlas, dre liv o unwisk soudard. Union Army a oa anv hollek nerzhioù lu an Norzh war zouar. Skourr ar morlu a oa an Union Navy. Lu Stadoù Kengevreet AmerikaAr re griz, dre liv o unwisk soudard. Lu Stadoù Kengevreet Amerika (Confederate States Army) a oa hollad nerzhioù lu ar Stadoù Kengevreet. Ar morlu a oa graet Confederate States Navy anezhi. Armoù Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a voe ur brezel o welet an armoù neveshaet ha reoù nevez o tont etrezek an tachennoù emgann. Adsevel istorelE-leizh a adsevel istorel a vez er Stadoù-Unanet gant tem brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Adsavet e vez emgannoù pennañ ar brezel. E su ar Stadoù-Unanet ez eo kreñv-tre an adsevel istorel dre al liamm karantezus a vez bev birvidik c'hoazh hiziv-an-deiz evit an ez- Stadoù Kengevreet Amerika. Adkemer er sevenadurBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika a zo ur vammenn difin er sevenadur, er Stadoù-Unanet pe dre ar bed. Filmoù
Bandennoù-treset
Sonerezh
Aozadurioù digorvoLivadurioùLod arzourien a zo arbenikaet war ar brezel-se: Liammoù diavaezGwelet ivez
|