Philippe LéveilléPhilippe Léveillé
Philippe Léveillé zo ur c'heginer breizhat broadet italian ganet e 1963 e Naoned. Brudet eo en Italia dreist-holl e lec'h ma labour abaoe 30 vloaz, e Lombardia. Div steredenn zo gant e breti Miramonti l'altro. Ganet e voe Philippe Léveillé e Naoned d'an 27 a viz Gouere 1963. E dad a oa istrer e Kankaven. Ober a reas skol letierezh Saumur, ha goude e labouras e pretioù cheuc'h e Pariz, New York, Rogliano e Korsika, Martinik, Arc'hantina, Brazil, Venezuela ha Ròcabruna Caup Martin en Okitania. E miz Kerzu 1987 ez eas d'en em staliañ en Italia ha da zigeriñ e breti e Concesio (proviñs Brescia), Miramonti l'altro e anv. Div steredenn Michelin zo gantañ bremañ. E 2013 e tigoras ur preti italian e Hong-Kong, L'altro, ha gounit a reas ur steredenn ur pennadig amzer goude. Keginañ a ra gant amann breizhat, hini Bordier, ar pezh a zo dic'hortoz e bro an eoul olivez. A hend-all ne labour nemet gant produioù italian. Kemeret en deus perzh en abadennoù skinwel italian : MasterChef, Pechino Express, hag all hag all. Levrioù
Liammoù diavaez
|