Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Keginerezh Breizh

Ur grampouezhenn ed-du war ur billig, ledanet gant ur rozell.

Keginerezh Breizh zo enni kalz meuzioù tennet eus henvoazioù keginañ Breizh kozh pe nevesoc'h, aozet gant danvezioù eus an arvor hag an argoad pe digaset eus ar bed. Un arz poblek eo koulz hag un hevlezouriezh adijinet gant keginerien veur.

Ar c'hamprouezh, an istr, ar c'hig-ha-farz, ar galetezenn gant silzig, ar c'houign-amann, ar Petit-Beurre, ar chistr hag ar Muskadig zo e-touez ar meuzioù ha diedoù arouezelañ. Tier-krampouezh a vez graet eus ar pretioù ma c'haller debriñ krampouezh eus Breizh. Kavet e vezont stank e Breizh hag en estrenvro.

Ar meuzioù pennañ

Kigoù

Un asiedad kig-ha-farz.

Gwechall war ar maez e veze debret boued-hoc'h pa veze Fest an hoc'h en tiegezhioù. Setu meuzioù ha boued dibar eus Breizh graet gant kig :

Boued mor

Asperjez gant amann gwenn, un hilienn ijinet gant Clémence Lefeuvre.

Hiliennoù ha temzoù-boued zo bet ijinet gant Bretoned evit ar boued-mor : amann gwenn, kari Gosse...

Pesked

Pesket e vezont da vaez aodoù Breizh pe er stêrioù : sardin, brizhilli, draeneged, moru (moru mod Sant-Maloù), moulleg, sili (keusteurenn silienn-vor), boultouzed (boultouz mod Arvorig), beked (beked gant amann gwenn)... Boued kerañ Breizh eo ar stlaoñ, pesked vihan lipous ha dibaotet eus al Liger hag ar Gwilen. Pretioù zo war ribl al Liger a servij c'hoazh, gwech an amzer, stlaoñ poazhet pe fritet.

Meuzioù gant meur a besk : ar gaoteriad eus Kerne-Izel, ar Godaille, soubenn ar pesked...

Stivell mod Arvorig hag avaloù-douar frinket gant kignen ha perisilh.

Kresteneg, blotviled ha pesked-kregin

Gallout a reont bezañ diskouezhet en ur bladennad boued-mor, er pretioù pe er gêr.

Meuzioù heverk : legestr mod Arvorig, ur doare da geginañ ligistri, stivell mod Arvorig, un doare da aozañ stivelled, kregin-Sant-Jakez mod Naoned...

Legumaj, edajoù ha frouezh

Legumaj, frouezh hag edajoù a bep seurt a vez gounezet e Breizh.

Krampouezh

Krampouezh ed-du zo sall (kaletez e Breizh-Uhel), ha krampouezh gwinizh zo dous. War ur billig pe en ur baelon e vezont poazhet. A bep seurt traoù a c'haller lakaat e-barzh.

Un "tri zra" zo ur grampouezhenn glasel gant un vi, morzhed-hoc'h ha keuz e-barzh.

An danvezioù all

Gwastilli ha sukrerezh

Ur petit-beurre LU.

Sellout ivez ouzh Pastezerezh Breizh.

An diedoù

Laezh

Gant laezh vez graet laezhajoù, laezh-ribod, amann (sall atav), yaourtoù, dienn (pe koaven), keuzioù evel Curé nantais, P'tit Breton, Petit Billy, toma (hini Rewiz, Karaez, Gevrezeg...), crémet nantais, Menez Hom, rocher nantais, Machecoulais, gourmelin, Gweltaz-Lambrizig, chandamour eus Ankiniz, Ti Pavez, Trappe de Timadeuc... Ur c'heuz a oa fardet gant menec'h Abati ar Joa e Kempenieg met ne reont ket ken.

Diedoù hep alkool all

Diedoù alkoolek

Muskadig seim kentañ.
Ur volennad sistr.

Ar c'hinkladurezh taol

Ar poderezh hag ar feilhañserezh zo hengounioù a gaver e Breizh abaoe ar Grennamzer. Listri vrudetañ Breizh eo ar re graet e feilhañs Kemper, evel hini HB Kemper. Menegomp ivez feilhañserezh Pornizh. Ar volenn gant un anv-badez skrivet warni zo un eñvorenn eus Breizh brudet ha deuet mat gant an douristed.

Tud brudet

Mestroù-keginer vrudet

Un hanter-kant keginer breizhat bennak zo bet roet dezho ur steredenn da nebeutañ gant ar Sturlevr Michelin, ar sturlevr kegin brudetañ. Tri freti zo teir steredenn ganto : L'Arpège e Pariz (Alain Passard), Le V e Pariz (Christian Le Squer), La Côte d'Or preti Bernard Loiseau e Saulieu (Patrick Bertron). C'hwec'h preti zo div steredenn ganto : Anne de Bretagne e Plaen-Raez (Mathieu Guibert), Auberge des Glazicks e Ploudiern (Olivier Bellin), Le Coquillage e Sant-Meleg (Hugo Roellinger), La Villa Archange e Le Cannet e Alpoù-an-Arvor (Bruno Oger), La Table de Plaisance e Saint-Emilion (Ronan Kervarrec) ha Miramonti l'altro e Concesio en Italia (Philippe Léveillé).

Roll keginerien vrudet Breizh.

Roll ar greantelezh

Degasadennoù an industriourien n'int ket dizudi : un hentenn evit mirout ar boued e boestoù gant Nicolas Appert, ar petit-beurre gant Lefèvre-Utile, ar choco BN gant ar Biscuiterie Nantaise, keuzioù a bep seurt...

Mirdioù ha gouelioù

Diskouezadegoù

  • "Quand les Bretons passent à table, 19e-20e siècle", Mirdi Breizh, Roazhon, 1994
  • "LU 1846-1957, un siècle d’innovation", Mirdi Naoned, Kastell Duged Breizh, 2020
  • "Quand la crêpe devient bretonne", Abati Landevenneg, 2020

Pennadoù kar

Levrioù ha pladennoù

  • (fr) Riwanon Kervella (radskrid Alan Stivell, tresadennoù Jiluk), La cuisine des pays celtes, Éd. Des Dessins et des Mots, coll. « Terroirs », 16 a viz Here 2002, 140 p. (ISBN 978-2-95144417-1)
  • (fr) "Quand les bretons passent à table : Manières de boire et de manger en Bretagne, 19e-20e siècle", Editions Apogée, kevredigezh Buhez, levr an diskouezadeg, 1994
  • (br) (fr) "Quand les Bretons passent à table, Kanomp ouzh taol", pladenn kanoù da evañ ha da zebrin, Tradition vivante de Bretagne 2, embannet gant Dastum e 1994

Pennadoù kar

Daveoù

  1. E Breizh ha Normandi en em astenn Bae Menez-Mikael-ar-Mor.
  2. Ijinet e voe e 1977 e Kiberen gant ar pastezer Henri Le Roux.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9