BignezBignez zo kouignoù graet gant bas fritet en eoul. Gallout a reont bezañ sukret pe sall. Ul lip-e-bav aes d'ober eo, setu perak e vezont kavet e kalz broioù. Gant bleud, vioù hag eoul pe amann e vez graet ar bas. Bier a vez lakaet ivez e broioù zo. Ront int peurliesañ, e stumm ur walenn a-wechoù, gant un toull e-kreiz eta, evel an donut amerikan. Bignez sukretGant sukr pe gaotigell e vez gwarniset ar bignez boas. E-barzh pe war ar gorre e c'haller lakaat ar gwarnisadur-se. Frouezh (avaloù...), toaz chokolad da ledañ, mel pe a bep seurt diennoù zo doareoù all da fichañ anezho. Bignez Bro-Dreger zo brudet e Breizh. Bignez sallLakaet e vez legumaj (kourjetez, onion...). Talvoudegezh vezhurelHervez taolenn vezhurel "Ajañs Frañs surentez yec'hedel ar boued, an endro hag al labour" e 2013 e talv 100 g a vignez plaen kement ha 400 kcal energiezh degaset gant 6,3 g protein, 22,1 g lipid ha 42,8 g glukid (13,7 g sukr gant ar glukid)[1]. N'eo ket yac'h debriñ bignez, kalz sukr ha kaloriennoù o deus. Notennoù
Gwelet ivez |