Laezh Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Al laezh a zo un dourenn, pe ul liñvenn, gwenn he liv, a vez furmet e bronnoù ar bronnegezed e-keit ma vezont o tougen re vihan. Ar magadur gwellañ, hag an hini nemetañ a c'haller reiñ d'an darn vuiañ eus ar bronneged bihan eo: ennañ e kavont pezh zo ezhomm da greskiñ. D'ar vugale e c'haller reiñ pe laezh o mamm, o vezañ m'eo ur vronnegez ivez, pe hini ul loen bronnek bennak all, laezh-saout dreist-holl en hon bro. GoroDre vras, pa vez kaoz a laezh e vez kaoz eus hini ar saout eta. Evit tennañ laezh digant ur vuoc'h, pe digant ur c'havr pe un dañvadez, pe ur gazeg pe ur gañvalez, e c'heller gwaskañ war begoù o bronnoù, ar pezh a vez anvet goro (ul loen). Er broioù diorroet e vez goroet ar saout (pe ar chatal all) gant un ardivink a reer goroerez anezhañ. Greanterezh al laezhProduet e vez al laezh e-kreiz atantoù bras er broioù diorroet ken e vez goroet diwar ar saout miliardoù a litradoù laezh, a vo evet pe debret e stumm boued-laezh. Peurliesañ e vez tennet an darn vuiañ eus an dienn: diziennet e vez al laezh, ha gant an dienn e vez graet amann.
Al laezh er yezh vrezhonekKrennlavaroù ha troiennoùGwelit Krennlavaroù diwar-benn al laezh.
Laezhioù
Gerioù gant laezh enno
Sellout ivez
Laezh en taolennoù
Pennadoù karPennadoù kar |