Clarisse AgbégnénouClarisse Agbégnénou
Clarisse Agbégnénou, anvet ivez Gnougnou, pe ar Bulldozer, pe c’hoazh Clacla, a zo ganet d’ar 25 a viz Here 1992 e kêr Roazhon e Breizh. Ur judoka eo, gant ar vroadelezh togoat a-berzh he zud hag ar vroadelezh c’hall[1]. Buhez prevezUr babig gant diaesterioù yec'hedStart-tre eo bet penn-kentañ buhez Clarisse Agbégnénou peogwir he deus kroget he buhez gant meur a gudenn yec’hed. E gwirionez e oa ganet daou viz a-raok an termen gant he breur gevell anvet Aurélien. Abalamour da se eo bet lakaet e-barzh ur glouarell e-pad 4 sizhun. Ouzhpenn se he doa ranket bezañ oberataet abalamour da zroukstummadur ul lounezh 2 sizhun nemetken goude bezañ ganet[2]. Hag ouzhpenn se c’hoazh e oa kouezhet e koma e-pad 7 devezh pa oa c’hoazh ur babig abalamour d’he c’hudennoù yec’hed. Abaoe ma oa babig, Clarisse Agbégnénou zo bet gwelet evel ur stourmerez ‘blam m’he deus digoret he daoulagad daoust ma lâre ar vedisined ne oa netra ken d’ober eviti ; "lâret o deus da'm zud : Ret eo dilugañ anezhi, luziet eo”[3]. BugaleajKresket he deus e-barzh kêr Gennevilliers e departamant an Hauts-de-Seine, e-barzh rannvro Ile de France, gant he 3 breur hag he zud anvet Victor ha Pauline Agbégnénou. D’an oad a 9 bloaz e oa bet degemeret e kleub an AMA ( Arzoù-emgann Asnières)[4] ha da 14 vloaz eo bet degemeret e « pol Frañs Orleañs », ul lec'h evit an dud varrek n'o deus ket al live c'hoazh evit mont e-barzh an INSEP. Met ouzhpenn se, Clarisse zo ivez adjudant (penn rann pe skoazell ul letanant) e-barzh Archeriezh Vroadel Frañs MammHirie, gant he gwaz Thomas Grava, he deus ur bugel anvet Athéna, ganet d’ar 15 a viz Even 2022. JudoKroget he deus gant ar judo a-drugarez da startijenn he yaouankiz. E gwirionez he deus kroget da ober judo hep muioc'h a gred met just evit ober ur sport emgannañ, hag esaeet he deus ar judo. Ur gwir c’halvidigezh eo bet eviti. Goude se eo bet degemeret e «pol Frañs» Orleañs ha kroget he deus da c’hounit krogadoù, betek bezañ kampionez europat ar yaouankizoù, beskampionez bro Frañs ar re dindan 57 kg e 2008 ha kampionez Frañs junior ar re dindan 63kg e 2009. Diwar se eo bet degemeret en INSEP e 2009. Ar memes bloavezh eo bet enskrivet e "judo kleub Escales Argenteuil" da 16 vloaz hanter. Goude se e c’hounezas Clarisse Agbégnénou he medalenn aour etrebroadel kentañ e kampionad Europa, e 2013, an hini gentañ eus un toullad mat. Da gentañ er C'hoarioù Olimpek e 2016 e Rio de Janeiro. Eno eo bet beskampionez olimpek ha tapet he deus ar vedalenn arc'hant e-touez ar re dindan 63 kg. Goude se eo bet degemeret er Red Star Club (RSC) e Champigny-sur-Marne. Un nebeud mizioù war-lerc'h, d'ar 1añ a viz Gwengolo 2017, e oa bet gounezet ganti kampionad ar bed dindan 63 kg e Budapest. E-pad Kampionad judo Europa 2018 e Tel-Aviv-Jaffa e oa aet ar maout ganti evit titl Europa ar re dindan 63 kg a-enep Slovenia, goude 7 munutenn c'hoari. Evit ar 3e gwech ar memes bloaz e kampionad ar bed e Bakou he doa gounezet ar priz kentañ dindan 63 kg. Er bloaz-se he doa gounezet ur gevezadeg all ha dilennet eo bet Kampionez Kampionad a Skipailhoù e 2018. D'an 28 a viz Eost 2019 e teuas Clarisse Agbégnénou da vezañ kampionez ar bed evit ar pevare gwech en Nippon Budokan goude un emgann 11 munutenn. Ouzhpenn se e teuas Clarisse da vezañ ar judoka muiañ titlet e bro Frañs goude ar priz-se, a-raok Lucie Décosse, Gevrise Emane ha Brigitte Deydier. Evit echuiñ, gounit a reas ur pempvet titl europat e kampionad Europa judo e 2020 e Prag, ha mont a reas ar maout ganti evit ar pempvet gwech d'an 9 a viz Mezheven 2021, e kampionad ar bed judo 2021 e Budapest. Un titl all eus ar re vrasañ a c’hounezas e C'hoarioù Olimpek Tokyo e 2020 e-lec'h ma c’hounezas ur wech ouzhpenn ar priz kentañ, hag e kampionad ar bed e Doha d'an 10 a viz Mae 2023 e-lec'h ma c’hounezas he 6vet titl bedel. En holl, Clarisse Agbégnénou he deus gounezet 7 kampionad ar bed, hag ouzhpenn se eo bet trec’h e 4 c'hampionad Europa[5]. Prizioù
Notennoù ha daveennoù
|