Menez-tan Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Ur menez-tan, pe volkan a reer eus ur menez hag a daol er-maez danvezioù teuz pe solut (lava, mein), moged hag aezhennoù. Danvezioù piroklastek a vez graet eus an danvezioù solut-se. An darn vuiañ eus ar menezioù-tan n'o deus ket dislonket tra e-pad amzerioù hir, nemet pa vezont war lec'hioù dibar ar voul-douar, ar frailhennoù bras etre plakennoù a ya d'ober kreunenn an Douar. Meur a seurt menez-tan zo, en o zouez :
Eus ar magma d'al lava
En ul lec'h anvet « mirva ar magma don » ez eus ur seurt toaz gludek-pe-gludekoc'h ennañ gazoù andisolvus anvet ar magma. Diwar deuziñ reier mantell an douar e teu ar magma, tommoc'h eo eget 1000°c well-wazh. Pa vez re greñv gwask ar magma war ar plakennoù e vez lakaet ar re-se da derriñ pe da fiñval. Diwar-se e vez bountet ar magma gant an aezhennoù eus « mirva ar magma don » war-zu gorre an douar. Goude bezañ tremenet e-barzh ar gambr vagmatek, ur seurt spouenn ma c'hell ar magma chom e-barzh e-pad kantvedoù ha kantvedoù, e sav ar magma gant ur san anvet « siminal ar menez-tan » betek an diavaez da lavaret eo penn konenn ar menez-tan. Pa vez degouezhet e krec'h ar menez-tan e tarzh hennezh en ur deurel er-maez bloc'hoù, bombezennoù ha ludu. War un dro e tever un danvez tomm-berv anvet al lava diwar toull-diskarg ar menez-tan. Al lava eo ar magma digazet : pa vez dourennek ar magma e c'hell ar gazoù a zo ennañ mont kuit ha diwar-se e ya ar magma da lava. Pa strink al lava er-maez eus toull-diskarg ar menez-tan e red buan-tre a-hed torioù ar menez-tan hag e kalet dindan 900°C. Menezioù-tan pennañ ar bedLiammoù diabarzh |