Francisco PizarroFrancisco Pizarro
Francisco Pizarro González (16 a viz Meurzh 1476 - 26 a viz Gouere 1541) a oa unan eus ar Gonkistadored spagnol, a ergerzhas Suamerika. Brudet eo evel an hini a zistrujas an Impalaeriezh inka. Gantañ e voe aloubet Perou ha krouet kêr Lima. E yaouankizGanet e voe Francisco Pizarro e Trujillo (Extremadura). Mab e oa d’un hidalgo anvet Gonzalo Pizarro Rodríguez de Aguilar ha d’e wreg, Francisca González y Mateos. Ne zeskas ket lenn na skrivañ ha pa voe deuet bras ez eas d’an arme gant e dad. Brezeliañ a reas en Italia, a-raok mont da Amerika e 1502, gant Nicolás de Ovando. Beajoù all a reas, e 1510 hag e 1513, ma tizhas ar Meurvor Habask, asambles gant Vasco Núñez de Balboa. Eus 1519 betek 1523 e voe maer Ciudad de Panamá. PerouNeuze e klevas komz eus pinvidigezh ar broioù a oa pelloc’h er su ha lakaat a reas en e benn mont da aloubiñ an douaroù-se, evel ma oa Hernán Cortés oc’h aloubiñ Mec’hiko. Div ergerzhadenn a reas, dre ar mor, war-zu an Impalaeriezh Inka e 1524 hag e 1526. Kazeg a reas bep tro, abalamour d’an amzer fall, d’an diouer a bourvezioù ha da enebiezh an henvroidi. E miz Ebrel 1528, a-benn ar fin, e voe tizhet norzh Perou gantañ hag eno en em gavas gant Amerindianed hag a oa aour ganto. Kement-se a vroudas Pizarro da aozañ un ergerzhadenn all, brasoc’h. Distreiñ a reas da Banama, met eno ne gavas ket harp digant ar gouarnour evel m’en dije bet c’hoant. Neuze ez eas Pizarro da Spagn en-dro, da c’houlenn sikour digant ar roue Carlos Iañ. Sevel a-du gant e raktres a reas ar roue. Distreiñ a reas Pizarro da Banama e 1530, gant e-leizh a dud, hag en o zouez e vreudeur Hernando ha Gonzalo. Mont a rejont kuit eus Panama e miz Genver 1531, war-zu Perou adarre, gant tri lestr warno nav-ugent a dud ha 37 a gezeg. D’ar mare-se e oa bec’h e Perou, etre Huáscar hag Atahualpa, mibien Huayna Capac, marvet e 1529, da c'houzout piv a gemerfe penn ar vro. Pizarro a gasas kannaded da Atahualpa evit kinnig un emgav dezhañ. D’ar 16 a viz Du 1532 en em gavas Pizarro gant Atahualpa e Cajamarca, ha dre un taol-sourpren e tapas krog ennañ tra ma veze lazhet miliadoù a Indianed a oa gantañ (Emgann Cajamarca). Daoust ma oa bet graet marc’had etre Pizarro hag Atahualpa evit ma vije dieubet hennezh en eskemm ouzh un daspren aour hag arc’hant, e voe kondaonet Atahualpa d’ar marv ha lazhet e voe d’an 29 a viz Eost 1533. Aloubet e voe Perou tamm-ha-tamm gant tud Pizarro. Erruout a rejont e Cuzco d’ar 15 a viz Du 1533. Diazezet e voe ganto ur gêr anvet “Ciudad de los Reyes”, nepell diouzh ar mor, evit talvezout da gêr-benn Perou ; kement-se a voe graet d’ar 6 a viz Genver 1535, da vare Gouel ar Rouaned. Buan e kreskas ar gêr-se ha dont a reeas da vezañ anavezet evel Lima. E varvTabut a savas etre Pizarro hag unan eus e gompagnuned, Diego de Almagro. Gant roue Spagn e oa bet lakaet Diego de Almagro da ren war ar vro anvet Nueva Toledo, er Su da g-Cuzco, ha Francisco Pizarro da ren war douaroù Nueva Castilla, en norzh da g-Cuzco. E-pad ur pennad e voe siouloc’h an traoù, rak mont a reas Almagro da aloubiñ Chile (1535-1536). Pa zistroas avat ez eas an traoù war washaat etre Pizarro, gant e vreudeur, hag Almagro. Kannet e voe hennezh en Emgann Las Salinas ha lazhet e voe. Aduidi Almagro, bodet en-dro d’e vab, anvet Diego de Almagro ivez, a dagas palez Pizarro e Lima d’ar 26 a viz Mezheven 1541. Lazhet e voe Francisco Pizarro ha lakaet Almagro yaouank da c’houarnour nevez Perou. Buan e voe harzet ar gouarnour yaouank avat, ha dibennet e voe, gant Cristóbal Vaca de Castro, ur beleg kaset gant roue Spagn evit lakaat fin d’an tabut. HêrezhAliezik eo bet keñveriet Pizarro ha Cortés, daou gonkistador hag o deus aloubet, buan, Perou ha Mec'hiko. Pizarro koulskoude a oa kalz nebeutoc’h a dud gantañ ha kalz pelloc’h e oa e arme diouzh he diazez pa aloubas Perou. Pa soñjer pegen nebeut a dud a oa gant Pizarro e vezer souezhet o welet pegen buan e oa bet distroadet an Amerindianed, kalz niverusoc’h koulskoude. Bremañ eo brudet Pizarro e Perou evel ar Spagnol en doa aloubet an Impalaeriezh Inka, ha kalz Perouiz a sell outañ evel un alouber displijus. Gantañ e voe kaset ar sevenadur inka d’an traoñ : erlec’hiet e voe relijion ar vro gant ar gatoligiezh ha tamm-ha-tamm e kilas ar c'hetchwaeg hag an aymareg, a oa yezhoù ar vro, dirak ar spagnoleg. Liammoù diavaez
|