Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Trede Reich

Deutsches Reich
Impalaeriezh alaman
Banniel Ardamezioù
Kan broadel Das Lied der Deutschen
Horst-Wessel-Lied
Yezh ofisiel Alamaneg
Kêr-benn Berlin
Gorread 633 786 km² (1939)
Poblañs 69 314 000 (1939)
Prezidant Adolf Hitler
1933 - 30 Ebrel 1945
Karl Dönitz
30 Ebrel - 23 Mae 1945
Moneiz Reichsmark

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Trede Reich (alamaneg : Deutsches Reich "Impalaeriezh alaman", ha Großdeutsches Reich "Impalaeriezh veur alaman" diwezhatoc'h) a reer eus ar Stad alaman renet gant Adolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.

Daouzek vloaz e padas : adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».

Anvioù ar ren

E-keñver ar Gwir ne oa ket bet roet lamm da Republik Weimar, an anv ofisiel neuze a oa Deutsches Reich. Adal 1943 e teuas war-wel an anv nevez Großdeutsches Reich.

An anv "Trede Reich" adkemeret gant an nazied a zo tennet deus ar romant Das Dritte Reich embannet e 1923 gant Arthur Moeller van den Bruck.

En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gant Zeit des Nationalsozialismus ("mare broadel-sokialour"), Nationalsozialistische Gewaltherrschaft ("tirantiezh broadel-sokialour") pe simploc'h gant Dritte Reich ("Trede Impalaeriezh").

Ideologiezh

Dindan ren Hitler, strollad nemetañ an III Reich a oa ar Strollad broadel sokialour al labourerien alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei / NSDAP). Ar ger "nazi" (Nationalsozialismus) a zo savet o kemer div silabenn gentañ ar ger alamanek national. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.

An nazional-sozialismus ("sokialouriezh vroadel") e oa ideologiezh ar renad.

Pa reer anv eus ar bomm "Alamagn nazi", diveret eus national-sozialismus, o vezañ ur berradur eus nazi-smus = nazismus, ez eo direizh a-fed ster peogwir ne glot ket gant deiziadoù istorel ar strollad. En Alamaneg n'eo ket ur ger a vez implijet evit termeniñ ar prantad-se.

Meizad al Lebensraum ("egor bevañ ") e oa diazez an III Reich alaman. Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler a oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar "ouenn" arian, an enepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, an enepkomunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.

Kengradoù

Meur a Stad a skoulmas kengradoù gant an Trede Reich etre 1933 ha deroù an Eil Brezel-bed d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939.

1933
1934
  • 26 Genver : kengrad anargadiñ etre Alamagn ha Polonia, mat evit 10 vloaz.
  • Raktres ur c'henemglev kenwerzhel etre Alamagn, Belgia, Bro-C'hall, Hungaria, an Izelvroioù, Polonia, ar Rouantelezh-Unanet, Roumania, Suis ha Yougoslavia evit eskemm marc'hadourezhioù hep tremen dre nep moneiz estren dezho.
1935
  • 18 Mezheven : kengrad etre Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet, hemañ diwezhañ oc'h aotren an Trede Reich da sevel ur morlu kevatal da 35% eus fard hollek ar Royal Navy.
1936
1937
  • 20 Meurzh : kengrad etre Alamagn ha Spagn renet gant Francisco Franco, enni ur mellad a-zivout kenlabourat e ken degouezh ma tarzhje ur brezel en Europa.
1938
  • 20 Gwengolo : emglevioù München etre Alamagn, Bro-C'hall, Italia hag ar Rouantelezh-Unanet a-zivout ar Sudeted, ur bobl alamanek hag a veve e Bohemia, e Tchekoslovakia.
1939
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9