Hervez ar pezh a lenner en e levr Mein Kampf (skrivet gantañ asambles gant Rudolf Hess en toull-bac'h e 1924) e oa anat dezhañ e oa tonket da vezañ (Vorsehung) sturier ar bobl alaman, ha se zo kaoz e stagas d'ober war-dro politikerezh goude fin ar brezel bed kentañ, e dibenn ar bloavezh 1918. Dre ma oa helavar ha ma ouie ober brud e tastumas kalz a dud en-dro dezhañ buan a-walc'h.
Adolf Hitler a zo bet ganet d’an 20 a viz Even1889 en ostaleri Gasthof zum Pommer, Vorstadt Nr. 219, e Braunau am Inn, ur gêr vihan eus Aostria-Uhel e-kichen harz Alamagn-Aostria. Pevare eo eus ur familh 6 bugel Alois Hitler an tad ha Klara Pölzl ar vamm. An darn vrasañ eus ar vugale a varv d’un oad izel; e c’hoar vras Paula († 1960) a zo an hini nemeti a chomo bev. Alois Hitler, tad Adolf, a oa maltouter. Ganet ar 7 a viz Even 1837, Alois a gemer da gentañ anv familh e vamm, Maria Anna Schicklgruber met d’ar 6 a viz Even 1876 e kemer anv e dad “Hitler”. Desavet eo Adolf en un doare strizh gant e dad, kozh a-walc’h, war e leve e 1895. An 3 a viz Genver1903 e varv e dad, heuliet an 21 a viz Kerzu1907 gant e vamm hag a varv diwar krign-bev ar bronn. Lisead na fall na mat da vare e skoliata e lise Realschule Linz, nac’hañ a ra Hitler heuliañ hent e dad. Deuet da vezañ emzivad, bevañ a ra gant ur yalc’had vihan. C’hwitañ a ra div wech e arnodenn evit mont da akademiezh arzoù-kaer Vienna e 1907 hag an 8 a viz Here 1908. Plijout a ra dezhañ sonerezh Richard Wagner ha plijout a ra dezhañ lenn ivez. Ober a ra leun a dammoù labourioù disheñvel, en ur vevañ er baourentez e-pad 5 bloaz. Diwezhatoc’h e skrivo e barzh Mein Kampf :
« E-pad 5 bloavezh ‘m eus ranket, e-giz darbarer er penn-kentañ, ha livour bihan goude-se, gounit va boued ha ma gopr a oa re zister evidon da zebriñ."
E-kerzh e vloavezhioù tremenet e Vienna eo e krogo Hitler da vezañ gouennelour, memes ma 'z eo dibosupl gouzout da beseurt mare resis eo ez eo kroget da grediñ en ideologiezh-se.
(fr) Joachim C. Fest : Hitler (2 levrenn). Paris : Gallimard, 1973.
(en) Thomas Weber, Hitler's First War. Oxford : Oxford University Press, 2011(ISBN 978-0-19-922638-2) — Hervez an oberour ne voe ket Hitler kaporal gwech ebet ha ne gemeras ket perzh en emgannoù. Ne rae nemet kas lizheroù d'ar jeneraled, dek kilometr a-drek al linennoù.