George B. McClellanGeorge B. McClellan
George Brinton McClellan ganet d'an 3 a viz Kerzu 1826 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Here 1885 a oa un ijinour trevour, ur patron hentoù-houarn, ur politkour hag ur soudard stadunanat. Skoliataet e West Point, McClellan a servijas gant enor e-pad Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, goude-se e yeas da labourat evit an hentoù-houarn betek ma voe tarzhet Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. E-penn kentañ ar brezel, McClellan a oa bet lakaet d'ar renk a major jeneral. Un harp a-bouez e voe evit sevel ul lu gourdonet hag aozet mat evit an Unvaniezh. Al lu-se a zeuio da vezañ hini ar Potomac (Army of the Potomac). Servijet en devoe e-pad un amzer berr (Du 1861 betek Meurzh 1862) evel ofiser penn da lu an Unaniezh. Gant ma oa George B. McClellan den ar munudoù da geñver e rakaozadurioù ha gourdoniñ eus un tu, eus un tu all e oa neuze un den a zisplije dezhañ kaout pres warnañ. Pa oa lakaet e-tal dezhañ un enebour bliv e oa stanket da geñver spered, dreist-holl pa oa e-pad un emgann. Boaz e oa da uhelaat a galz an niver a enebourien en doa e-tal dezhañ, displijet bras e oa gant ar gadoniezh gant korfadoù lu bras. Alies e laoske ul lod bras eus e unvezhioù soudard hep kemer perzh en emgann, dreist-holl pa oa mareoù devoudus a c'houlenne kemer riskloù. |