Mouladurioù Hor Yezh Krogit e-barzh ! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. Mouladurioù Hor Yezh
Mouladurioù Hor Yezh a zo un ti-embann brezhonek e Kemper. Daoust d'e anv eo distag a-grenn diouzh ar gelaouenn Hor Yezh hag embannadurioù homañ. IstorKrouet e voe e 1980 gant Per Denez a oa c'hoazh d'an ampoent rener ar gelaouenn Hor Yezh a oa bet krouet e 1954, met distag e oa diouzh ar gelaouenn, ha bremañ eo distag a-grenn an daou di-embann. Darn eus al labour pleustrek a zo bet graet gant Yann ha Tereza Desbordes a voe o chom asamblez e Lesneven hag e Kemper emañ staliet an ti-embann ez-ofisiel. Politikerezh embannAn darn vrasañ eus ar 150 bennak a levrioù embannet a zo levrioù lennegezh: romantoù, danevelloù, barzhonegoù (e-barzh ar gelaouenn Skrid deuet da vezañ un dastumadeg diabarzh e-pad ur pennad ha deuet da vezañ un ti-embann distag bremañ a-gevret gant Barn), un nebeud buhezskridoù, 1 levr da zeskiñ brezhoneg ha geriadurioù yezh. E mareoù kent an ti-embann e veze liesskrivet al levrioù war ur mekanik-skrivañ elektronik. Tamm-ha-tamm eo bet gwellaet neuz al levrioù a-drugarez d'ar yalc'hadoù publik. Ur pouez bras en deus obererezh Mouladurioù Hor Yezh p'o deus embannet hag adembannet koulz lennegezh vrezhonek Gwalarn hag an hini a zo bet embannet goude ar bloavezhioù 1960. Klasket o deus embann troidigezhioù diwar al lennegezh e yezhoù estren, (barzhoniezh gresianek modern ha lennegezh sinaek).
Levrioù gallek allTudAnna ar Beg a ra war-dro ar gwerzhañ levrioù. Roll an embannadurioù
Sellet ivezNotennoù ha daveennoù
|