Krimea (e tatareg Krimea Qırım, e ruseg Крым, en ukraineg Крим, e turkeg Kırım) zo ul ledenez war ribl ar mor Du, er su da Ukraina hag er gôrnog da Rusia. Simferopol eo he c'hêr-benn. Tabut zo war he c'hont etre Republik Ukraina ha Kevread Rusia. Ur Republik emren eus an eil eo, hag ur sujed kevreadel eus eben eo deuet da vezañ e 2014, goude ur referendom ha n'eo ket bet degemeret e zisoc'h gant al lodenn vrasañ eus ar gumuniezh etrebroadel.
Anv
Dont a ra e anv eus tatareg Krimea Qırım, hag a dalv « ma zorgenn » (qır « torgenn », ım « ma »).
Istor
.
En istor eo bet Krimea ul lodenn eus an impalaeriezh otoman, an impalaeriezh rusian hag URSS. E republik Ukraina emañ abaoe 1991, hag ar republik emren nemeti eo er vro. Staget eo bet ouzh Kevread Rusia e 2014 met n'eo ket degemeret kement-se gant al lodenn vrasañ eus stadoù ar bed.
Kronologiezh
En Henamzer e oa Tauris, ha betek an XIIIvet kantved e oa ul lod eus ar bed hellenek, deuet da vour roman ha bizantat goude.
E 1954 eo staget Krimea ouzh Ukraina evit lidañ tri c'hant vloaz unaniezh Ukraina ha Rusia.
E 1991 e teu Ukraina da vezañ dizalc'h, hag e chom Krimea enni. Gwarantet eo an harzoù gant ar Stadoù-Unanet, Breizh-Veur ha Rusia.
E 1992 eo savet Republik emren Krimea, en Ukraina dizalc'h, met gant Sevastopol ez eus ur statud ispisial.
D’an 11 a viz Meurzh 2014 e tisklêr Parlamant Krimea eo dizalc'h Republik Krimea.
D’ar 16 a viz Meurzh 2014, referendom evit gouzout hag-eñ e vo staget ouzh Kevread Rusia. Respont a ra “ya” an darn vrasañ eus ar voterien, met n'eo ket degemeret an disoc'h gant ar gumuniezh etrebroadel war-bouez Rusia.
D’ar 18 a viz Meurzh, sinet eo gant Vladimir Poutin an dekred a stag Krimea ouzh Kevread Rusia. N'eo ket degemeret an dra-se gant ar gumuniezh etrebroadel.
Demografiezh
An div niveradeg ziwezhañ gant Ukraina a oa bet kaset e 1989 ha 2001[1].
Hervez disoc'hoù niveradeg 2001 e oa 2.033.736 annezad er republik emren ha 379.492 annezad en Akyar (Sevastopol). Hervez niveradeg Rusia 2016 e oa 2 322 369 a annezidi.