Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Breizh-Veur

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emañ Breizh-Veur etre Iwerzhon ha douar-bras Europa.
Breizh-Veur.

Breizh-Veur (pe Breizh-Vras[1]; gouezeleg Skos: Breatainn Mhòr, kembraeg: Prydain Fawr, kerneveureg: Breten Veur, saozneg Great Britain, skoteg Greet Breetain) zo un enezenn eus Europa ar gwalarn. An hini vrasañ eo e-touez inizi Europa, hag an navet e-touez an holl inizi ar bed gant 229 335 km² enni. Gant 60 milion a annezidi[2] e 2009 ez eo Breizh-Veur an trede enezenn er bed e-keñver ar boblañs, goude Java ha Honshu. Tro-dro d'an enez ez eus ur bern inizi bihan pe vras, da skouer Iwerzhon er c'hornôg hag Enez-Vanav etrezo.

Pa weler an traoù ent-politikel e vez staget outi an inizi nes (Môn, Inizi Gall, Wight...) hag ez a d'ober un hollad anvet "Breizh-Veur" ivez. Meur a vro a gaver enni: Bro-Saoz, Kembre ha Bro-Skos[3] hag o c'hêrioù-penn: Londrez, Kerdiz ha Dinedin. Asambles gant Hanternoz Iwerzhon ez a d'ober ur stad anvet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon pe, berroc'h, ar Rouantelezh Unanet, krouet e 1707 gant unvaniezh Bro-Saoz ha Bro-Skos evit ober Rouantelezh Breizh-Veur hag e 1801 gant stagadenn Iwerzhon ouzh ar Rouantelezh. E 1921 eo deuet al lodenn vrasañ eus Iwerzhon dizalc'h, ar pezh a ro ar stad a zo anavezet bremañ.

E Bro-Skos emañ menez uhelañ Breizh-Veur, ar Beinn Nibheis (Ben Nevis) (1 343 m); hag e Kembre hag e Bro-Saoz e red dourioù ar stêr hirañ, ar Severn (336 km; Hafren e kembraeg).

Anv

Meneg kentañ an enez a vez kavet e-barzh labour Aristoteles, Diwar-benn an Hollved, e-lec'h ma lâr : “Div enezenn gwall vras a zo ennañ, anvet Inizi Prettanik, Albion hag Ierne”.

Anv kentañ an enez a oa neuze Albion (Ἀλβίων) pe insula Albionum. Dont a ra an anv pe eus al latin albus a dalv "gwenn" (o kaout soñj eus tornaodoù Dover) pe eus "enezenn an Albiones meneget gant Pytheas. Gallout a reer tostaat an anv eus anv gouezelek Bro-Skos, Alba, a zo kar ouzh hini ar menezioù Alp(où).

An anv gresim Prettanikē a dalveze evit an Inizi Keltiek. Koulskoude, gant an aloubadenn roman, ez eo bet implijet an termen latin Britannia evit an enez anvet bremañ Breizh-Veur, ha zoken evit al lodenn eus an enez aloubet gant ar Romaned hepken, e Su Kaledonia.

Yezhoù all

  • En latin e vez lavaret Britannia major, enebet ouzh Britannia minor, Breizh ar Vretoned hiriv;
  • En saozneg e vez lavaret Britain, diwar ar ger latin Britannia;
    • eus Enez-Vreizh e vez graet Celtic Britain, Roman Britain, pe Medieval Britain, hervez ar mareadoù.
  • En galleg e vez lavaret Grande-Bretagne eus Enez Vreizh.
  • E kembraeg e vez lavaret Prydain, a zo bet amprestet d'ober Preden e brezhoneg, d'ober anv eus Breizh-Veur, ha diwar-se
    • Ynys Brydain eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg,
    • Ynysoedd Prydain eus an inizi anvet Brish Isles e saozneg, da lavarout eo Iwerzhon hag an inizi tro-dro koulz hag all.

Ekonomiezh Breizh-Veur etre 1850-1920

Adalek an 19vet kantved e voe kensakret galloud Europa war ar bed ha dreist-holl hini Breizh-Veur diwar astenn he zrevadennoù hag a anavezas ur bedeladur gentañ e fin en 19vet kantved. Ar bedeladur ekonomikel a anavezomp hiziv a oa kroget : argerzh kresk ha diorren ar redoù eskemm a-bep-seurt eo.

Ur c'halloud greantel liammet ouzh un impalaeriezh trevadennel

E Breizh-Veur e voe ganet ar c'hentañ kemmdro greantel hag e 1850 he doa lañs war he c'hevezherien. E 1870 e oa he froduadur glaou peder gwech pouezusoc'h evit hini Alamagn hag hini an houarn (>55%) a oa peder gwech brasoc'h evit hini SUA. Ekonomiezh Breiz-Veur a oa an hini bennañ : a-drugarez d'an hentoù-houarn e teuas a-benn da gemer he c'hreñv war dachenn an industriezh. 40 % eus al liammoù hentoù-houarn bedel a oa perc'hennet ganti e 1850. Koumananti a reas ivez ur rouedad eskemm bedel (hentoù morel, kanol Suez, funoù telegrafek is-morel).

Er memes mare e kreñvaas pennadurezh Breizh-Veur a-drugarez d'he impalaeriezh trevadennel a voe startaet en eil hanterenn an 19vet kantved. An impalaeriezh trevadennel vrasañ e oa hag a zegase danvezioù ha produioù a vage arf c'hresk ekonomikel hag ar c'hemmdro industriel. En he vleuñvenn, an impalaeriezh trevadennel-se a en em lede war ur c'hard eus gorread ar bed ha muioc'h evit 450 million a annezidi a veve enni. An trevadennoù-se a veze kavet war an holl gevandirioù a save un impalaeriezh 'lec'h ma ne guzhe ket an Heol hag a gemeras perzh e-barzh trec'h kenwerzhel ar vro.

Profitañ a reas kalz ar vro eus al lañs teknologel evit esporzhiañ he froduioù. Evel-se e lakeas ar vag dre aezhenn da c'hounid kalz a amzer war-vor ha da strishaat al liammoù etre an impalaeriezh hag ar vroadoù all : ezhomm e oa eus peder da c'hwec'h sizhunvezh evit treuziñ ar meurvor Atlantel e 1830 ha dek devezh hepken e 1880. E 1900 e oa ar Rouantelezh-Unanet an esporzherez marc'hadourezhioù pennañ gant 14,6 % eus an esporzhioù hag an enporzherezh pennañ ivez gant 21,4 % eus an enporzhiadennoù. Pouezañ a rae neuze 1/5 eus ar c'henwerzh bedel.

Ur bennadurezh arc'hantel

Dindan renad ar rouanez Victoria (1837-1901) e oa Breizh-Veur mestrez war ar bed e-keñver an arc'hant hag e save norm ar sistem moneizel etrevroadel. Al lur sterling a oa moneiz dave an eskemmoù. Ar City, kreiz arc'hantel Londrez, a deuas da vezañ an hini bouezusañ evit kement treuzvarc'had. Boursez Londrez eo a save merkezennoù al lodenn vrasañ eus an danvezioù kentañ daoust da gevezerezh Chicago. Er redadeg-se e oa a-bouez an impalaeriezh trevadennel rak 40 % eus postiñ arc'hant ar vro e talveze e penn-kentañ an 20 vet kantved.

An eskemm-frank

Ar mare-se a oa liammet strizh ouzh diorren fonnus ar c'henwerzh etrevroadel. Broudet e voe adalek 1846 gant sistem an eskemm-frank a oa bet termenet en 18vet kantved gant en ekonomour skosad Adam Smith. Evitañ, an nebeutañ e kemer perzh ar Stad er vuhez ekonomikel dre al lezennoù, ar yac'hañ eo an ekonomiezh. Al liammoù ekonomikel-se ne voent ket aozet en implaeriezh hepken, meur a emglev marc'hadourel a rene an eskemm-frank-se a voe staliet er vroioù latino-amerikan, Turkia, Maroko ha Japan. E fin an 19vet kantved, tro-dro 60 % eus ar c'henwerzh breizhveuriat a veze graet gant broioù kevredet en-diavaez eus Europa.

Ur sked etrevroadel

Ur vegalopolenn e oa Londrez dija gant he 5 million a annezidi hag a chomas kêr pobletañ ar bed betek 1925. Ur porzh bras ha digor war ar bed e oa hini Londrez. Kotoñs ha spisoù eus Indez, kafe, kakao, sukr o tont eus amerika, aour, diamantoù o tont eus Afrika... Arouez ar vodernelezh e oa ivez gant ar Crystal palace da skouer, ar Metro ha degemer a reas an diskouezadeg hollvedel e 1851.

Ar bevennoù

Diaesoc'h e teuas an traoù da vezañ evit Breizh-Veur adalek en eil kemmdro greantel (1880-1960) a zegasas danvezioù nevez, ar petrol an hini bennañ. Kevezerezh a deuas war-wel neuze gant Alamagn hag SUA dreist-holl. Ar c'hentañ brezel bed a harzas kresk ekonomikel Breizh-Veur.

Gwelet ivez

Notennoù

  1. "Breizh-Vras", DEVRI : dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard
  2. Hervez sifroù ofisiel gouarnamant ar Rouantelezh Unanet [1], e oa, e 2001, 57 103 927 a annezidi e Breizh-Veur (Bro-Saoz 49 138 831; Bro-Skos 5 062 01 ; ha Kembre 2 903 085).
  3. Kernev-Veur a vez sellet outi evel ur vro distag diouzh Bro-Saoz gant Kerneveuriz alies, met ent-ofisiel n'he deus tamm anaoudegezh disparti ofisiel ebet.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9