Gwalldaol an 3 a viz Even 2017 e Londrez
D'an 3 a viz Even 2017, war-dro 22 eur, e-kreiz Londrez, kêr-benn ar Rouantelezh-Unanet. e voe "un heuliad tagadennoù sponterezh kenurzhiet"[1]. Da 23:46 e kemennas ar Metropolitan Police d'an dud " redek ha kuzhat ", ha "chom kuzhet er savadurioù". Ar polis e London Bridge a embanne e oa bet lazhet un den. Da 00:50 d'ar 4 a viz Even, ar Metropolitan Police a embanne e oa bet abretoc'h en nozvezh-se, da 00:25, un dagadenn sponterezh e London Bridge hag er Borough Market. 3 sponter o defe sevenet an taol, ha lazhet int bet gant ar boliserien. BilañsHervez keleier ar 4 a viz Even, da 11 eur, e vefe: 7 den lazhet (ouzhpenn an 3 sponter) hag 50 den gloazet[2].
Ersavioù
Taget eo Theresa May gant Jeremy Corbyn evit bezañ bet diskennet an niver a archerien er Rouantelezh-Unanet eus 20 000 pa he e gouarnamant David Cameron. Notennoù ha daveennoù
|