Geunioù BrezhonAr Geunioù Brezhon, pe Geunioù Breizh[1], zo un dachenn c'hleb ec'hon (ur c'heun) e Bro-Raez, war ar Marzioù etre Breizh ha Poatev, etre departamant Liger-Atlantel ha hini ar Vande e Bro-C'hall. Dindan 45 000 ha bennak emañ. Gwarezet eo gant chaoserioù ha tevennoù plantet gant gwez-pin rak an douar a c'hall bezañ dindan live ar mor, evel e-kichen Bonn ma veze barroù reverzhi gwechall alies. Holen zo bet produet eno abaoe ar Grennamzer. Istrerezh, labour-douar ha touristerezh zo ivez bremañ. NaturAnavezet eo al lec'h evit e natur hag e douristerezh ekoatebek. Emañ ar Geunioù Brezhon e-barzh ul lec'hienn ledanoc'h gant koadeg domani ar Pays-de-Monts, Bae Bourc'hnevez hag Enez Nervouster, hag a zo bet rummet er Rouedad Natura 2000. Kerc'heized, herlegoned, skouled-korz ha houidi a gaver eno, ha c'hwiboned zoken tro-dro Machikoul hag Onnod-Raez. Plant halgar zo ivez : ar salikorn, an troad-gwazi-palud, ar sezv-du. Sevenadur hengounelSonet e vez ar veuze, binioù hengounel Su Breizh ha Poatev. Ar Maraîchine eo dañs ar c'horn-bro. Lec'hienn diavaezNotennoù ha daveoù
|