Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Dardoup

Dardoup a zo anv ur vro hengounel e kreiz Kerne ha Penn-ar-Bed, e Breizh, en-dro da gêr ar C'hastell-Nevez.

Anv

N'ouzer ket eus pelec'h e teu an anv just. Hervez kont en defe un dra bennaket da welet gant ar c'hoef a veze douget gant ar merc'hed gwechall hag a zo anavezet evit ur roued brodet ispisial hag he stroñsoù. Ha just a-walc'h e vez graet Dardoupenn, Dardoupez pe c'hoazh Dardoupezenn, eus ur plac'h o chom er vro-se. Ar baotred a vez graet Dardouped anezho. Hervez an etnologour Reun Kreston e veze graet "Bardoupeizant" ivez eus an dilhadoù oa ba' du-se, peadra da soñjal eo disoc'het ar ger Dardoup diwar Bardou marteze, hep na vefed gouest da zisplegañ petra a dalvez hemañ.

Hervez lod-all e vefe mat klask e anv ar vro vihan stok outi er c'hornôg anvet Bidar, tro-dro da Bleiben. Evito e vefe heñvel eil silabenn ar ger Bidar ha silabenn gentañ ar ger Dardoup.

Dardoup a zo anv un dañs hengounel eus ar vro-se ivez, Gavotenn pe Dañs-tro Dardoup end-eeun. Bet ez eus bet tud o serriñ kanaouennoù ha kontadennoù digant brezhonegerien a-vihanik dre eno er bloavezhioù 1970 a oa bodet er strollad anvet Despunerien Bro Dardoup.

Tachenn

Ar vro Dardoup a ya da ober anezhi kumunioù Kastell-Nevez-ar-Faou, Plonevez-ar-Faou, Koloreg, Sant-Wazeg, Laz ha tu reter Santoz, daoust ma n'eo ket Dardoup ar peurrest eus ar gumun-se. Ar Stêr Wanez a ra an disparti etre bro ar Vidared hag hini an Dardouped.

Rimadelloù

Un dardoup
Pa vramm ra proup.
E Skeud Tour Bras Sant Jermen, 1978/228

Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9