Frañsez DebauvaisFrañsez Debauvais
Frañsez Debauvais, bet ganet e Roazhon d'an 31 a viz Genver 1903, a oa ur broadelour breizhat a Vreizh-Uhel. François Debeauvais a oa e anv gwirion met dre fazi un ofisour stad-sivil e oa bet lamet un "e" e anv e dad. Lesanvioù en deus bet ivez evel Fañch Debauvais, Fañch Deb, Deb, Fañch Denoual[1]. Desket mat brezhoneg gantañ ha drezhañ[2],[3]. Desket mat e oa a-fed istor Breizh. Aet e oa da Anaon e Colmar d'an 20 a viz Meurzh 1944, diwar an dorzhellegezh. Ur pennad enoriñ a oa bet savet gant Roparz Hemon e niverenn ziwezhañ Gwalarn, kinniget e vez ar pezh-c'hoari Roperzh Emmet dezhañ. Ar pennad a oa bet unan eus ar re gaerañ e brezhoneg evit Frañsez Kervella: "E varv a voe kemennet e niverenn 165 Gwalarn, hag ar pennad gouestlet enni d'e vignon gant Roparz Hemon a zo unan eus ar skridoù kaerañ a anavezan."[4] Emañ e vez e bered hanternoz Roazhon, warnañ ur groaz keltiek uhel skrivet warni "Doue da bardono d'an Anaon". Pennadoù kar
Notennoù ha daveennoù
|