Balumeta e GalizaEvel war aodoù all ar Meurvor Atlantel en Europa pe er Meurvor Habask e krogas ar balumeta e Galiza en Henamzer. Ker kozh ha 3 000 bloaz kent J.-K. eo an testenioù kentañ eus an hemolc'h-se en norzh d'an daou veurvor[1]. E-pad pell avat e soñjed en e orin ragistorel, ar pezh a voe kadarnaet pa voe anavet, nevez zo, abadennoù balumeta war meur a livadur roc'hel e Bro-C'hall hag e Spagn. An dielloù istorel kentañ a ziskouez e veze Japaniz o valumeta kent an Xvet kantved hag Euskariz oc'h ober kement all en XIvet kantved ; en daou zegouezh e veze hemolc'het al loened war o hent d'al lec'hioù gouennañ pe war o distro. Balumed reizh e oant : Eubalaena japonica (balum Meurvor Habask an Norzh) hag Eubalaena glacialis (balum "euskarat"). N'eus diell istorel ebet e Galiza kent an XIIIvet kantved, hogen diarvar eo e oa balumetaerien eno meur a gantved kentoc'h. Hervez F. Valdés Hansen[2] e oa ar balumed – ar re frank pergen – preizhoù meur evit ar voraerien c'halizat. Ur vroad balumetaerien e voe Galiza e-pad seizh kantved, eus ar re hag a stumm an Istor. A bouez bras e voe an hemolc'h hag ar c'henwerzhelañ balumed e diorroadur kêrel ar vro dre ar fardañ kenderc'hadoù liesseurt, eus an eoul evit sklêrijennañ an tiez kent donedigezh an tredan betek ar gwalennoù evit an disglavieroù, an disheolieroù hag an dilhad cheuc'h e Katalonia, nes komz eus ar c'hig hag an danvezioù all implijet en apotikerezh hag er gwezelerezh. KrennamzerPetra bennak ma 'z eo dister an dielloù a-zivout Pedro Fernández de Andrade, anezhañ aotrou Pontedeume ha Ferrol e proviñs A Coruña ha Vilalba (proviñs Lugo) etre 1397 hag e varv 1407, e ouzer ez aloubas an atant anvet La Reparada e Ferrol hag a oa dalc'het gant menec'h sistersian Sobrado. Pouezusoc'h-pouezusañ e oa deuet an atant-se : e 1286 e oa bet roet dezhi gant ar roue Sancho IV Kastilha ha León un dekvedenn eus ar balumed lazhet gant porzh Prioiro hag a oa perc'hennet gant ar manati. Er Grennamzer e oa Prioiro unan eus perzhier pennañ norzh al ledenez iberek evit a sell ouzh al lazhañ hag an dispennañ ar balumed bet hemolc'het a-vaez da aodoù Galiza. En e varr e voe en XIIvet ha XIVvet kantvedoù ; Euskariz dreist-holl a oa e karg eno, pa vezent brudet evit ar balumeta e pleg-mor Gwaskogn – alese an anv "balum euskarat" a roer d'ar spesad Eubalaena glacialis. Oadvezh modernA-hed an oadvezh modern, da lavarout eo er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved pergen, e voe Galiza brasañ mirlec'h ar balumed el ledenez iberek, gant perzhier pouezus evel Rinlo, Foz, Nois, Burelo, San Cibrao ha Bares e Mariña de Lugo ; war an aod atlantel edo Caión ha Malpica e Costa de Morte.[4] Pa oa artizanel c'hoazh, an hemolc'h a denne splet eus tremen bandennadoù balumed frank dre Vor Kantabria war o hent etre o zachennoù boueta e Norzh ar Meurvor Atlantel hag o lec'hioù gouennañ e dourioù tomm ar Su, etre miz Here ha miz Meurzh. Al lestraz balumeta, ennañ ur pennlestr hag ur flodilh, a veze bepred prest da ziborzhiañ kerkent ha kemennet « balumed war-wel ! » gant an ofiser. Etre 6 ha 8,5 m e oa hirder ar pennlistri galizat, div wern outo ha war-dro 45 den warno.
En hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved, e perzhier evel San Cibrao, Foz pe Vurela, greanterezh ar balumeta a droas d'ur c'henwerzh frouezhus gant ar peurrest eus Kantabria, betek tizhout Bro-C'hall.[4] Hogen diwezhatoc'h, etre dibenn ar marevezh ha deroù an XVIIIvet kantved, ez eas ar balumeta war ziskar e Galiza evit meur a abeg, an hini pennañ o vout dreistkorvoadur ha peuzsteuzidigezh ar balumed frank : muioc'h-mui a berzhier a voe savet, mui-ouzh-mui a listri a voe (ar C'hallaoued zoken a erruas), betek ma 'z eas an hemolc'h da get. Oadvezh kempredAr fomentadores katalanEr Renad Kozh e veze piaouet douaroù-gounit ar gouerien (an darn vrasañ eus ar boblañs e Galiza) gant an Iliz hag an noblañs, ret e oa d'al labourerien-douar paeañ o feurm d'an aotrouien. E 1750 avat e voe kemmet an traoù gant donedigezh ur rummad bourc'hizien gatalan mennet da ober war-dro greanterezh ar solerezh, hini ar sardin peurgetket ; ganto e teuas chaluterioù ha, dreist-holl, rikoù pesketa nevez – ar pezh a voe abeg meur a stourmadenn gant pesketaerien ar vro. E-maez ar solerezh e labouras ar benngaserien gatalan, pa eiljont emzalc'hioù an noblañs c'halizat betek prenañ pe feurmiñ douaroù digant renkadoù uhelañ met paouraet ar Renad Kozh. Gant tremen an amzer ha kemmesk familhoù ar benngaserien, hag a veze enpriedat a-gozh, gant tiegezhioù galizat e voe ganet ur vourc'hizelezh c'halizat na oa ket diouti pe dost betek neuze. En eil hanterenn an XIXvet kantved e voe kroget gant ar balumeta greantel en Europa, a-c'houde div ijinadenn hag a roas ul lañs nevez d'an obererezh : ar c'hanol-treantiñ gant an Norvegad Sven Foyn (1809-1894), klokaet gant an treant-tarzh, hag al listri dre vurezh o c'houc'h metalek. Artizanel e oa bet ar balumeta betek neuze, ha kalz risklusoc'h. A-drugarez an daou zarvoud-se e c'hoarvezas resurrección – dasorc'hidigezh – greanterezh ar balumeta e Galiza. XXvet kantvedE 1924 e voe addiazezet ar balumeta e Galiza, en un doare greantel ar wech-mañ. Div gompagnunezh em stalias er vro. Unan anezho e voe Compañía Ballenera Española, bet krouet e 1914 gant arc'hant norvegat met aet war ar vicher pa voe echu ar Brezel-bed kentañ. E Strizh-mor Jibraltar e krogas da labourat e 1924, kent sevel ul labouradeg vrudet e Caneliñas, e parrez Ameixenda, e Cee (proviñs A Coruña). En abeg d'an enkadenn degaset gant Brezel Spagn hag an Eil brezel-bed e paouezas greanterezh ar balumeta e Galiza. Teir labouradeg a oa d'ar c'hompagnunezhioù-se war an douar : Morás (Xove), Caneliñas (Cee) ha Balea (Cangas), a veze pourvezet gant pemp lestr-balumeta : Lobeira, Carrumeiro, Ibsa I hag Ibsa II (an daou a voe kaset d'ar strad gant danvez-tarzh dre walldaol e porzh Marín)[6],[7], hag Ibsa III. Gopret druz e veze labourerien ar balumeta, p'o deveze un adc'hopr a 8 000 pesetas evit kement loen hemolc'het – ar pezh a oa moedus d'ar mare. Pep tamm eus ur balum pe ur c'hwezher bras (Physeter macrocephalus) a veze implijet, evel er pemoc'h, zoken ar bouzelloù evel teuzer er pretioù cheuc'h hag an eoul evel trelosk evit an trenioù hag evit lardañ mekanikerezh an hentoù-houarn.[8] Lod tud e kav dezho ez eo dibar kig ar balumed, blazet evel kig bevin. E 1985 e voe serret labouradeg balumeta diwezhañ Galiza (ha Spagn war an dro), hini Caneliñas.[8]
Etre an ankounac'h hag an adunvanidigezhAnkounac'hDisterdra a chom e Galiza eus ar balumeta, petra bennak ma voe pouezus ha daoust d'an niver bihan a vloavezhioù hag a zo aet hebiou abaoe e steuzidigezh. A-boan un nebeud dismantroù eus labouradegoù ha kaeoù, hag a zo o vont da get tamm-ha-tamm, hag un nebeud binvioù liammet gant hemolc'h ha dispennañ al loened meur-se. Da skouer, ar mirdi Massó e Bueu (proviñs Pontevedra) : eno e weler un dastumad dibar levrioù kozh, kartennoù, binvioù evit merdeiñ, dekredoù sinet gant Felipe II a-zivout reolennoù ar merdeiñ, lunelloù prizius eus listri-brezel ar XVIvet hag ar XVIIvet kantvedoù, reoù eus bigi Morrazo bet savet evit an ozhac'h-meur Massó Palau, livadurioù gant Urbano Lugrís González, Cosmographia Claudio Tolomeo bet skrivet e 1490, ur sal gouestlet da dudouriezh Bueu ma 'z eus dafar evit pesketa ha kranketa ha kement tra a denn da zoare bag Bueu (an dorna, anvet ivez dorna polbeira abalamour ma servije da dapout morgazhed), ur rann evit ar c'hilvizerezh bagoù ma weler benvegoù all bet implijet er vicher-se hag a zo o vont da get, ur rann all ma weler kement benveg bet arveret er micherioù a oa tro-dro d'ar pesketa evel ar c'halafetadur, ar fardañ rouedoù, ar mekanikoù kozh da virout ar pesked, eus ar voest betek ar voestad tikedennet... Eus al labouradeg balumeta a oa d'ar re Vassó e Cangas, ar gêr amezek, a-boan ma tiskouezer un nebeud binvioù da hemolc'hiñ ha dispennañ, en o zouez ur c'hanol-treantiñ hag un dibab treantoù evelato[9]. Gant gwir abeg e kav d'an istorour Valdés Hansen ez eo keuzius e vije lestr diwezhañ IBSA ur mirdi e Norvegia[10] ha neket e Galiza : eno, emezañ, « ez eo bet saveteet diouzh an disevel evit aspiaouañ, didamall ha skignañ » istor dibar ha pinvidik ur greanterezh hag a voe pouezus-bras war an tachennoù armerzhel ha kevredigezhel evit aodoù norzh Spagn. « Pec'hed eo didalvoudekaat ha gwallegañ ur vicher hag a zo en hengoun abaoe kantvedoù », eme an istorour glac'haret hag a zo mennet da ober evel e broioù all er bed : aspiaouañ glad greantel labouradegoù kozh Costa del Morte pe Vorrazo hag a zalc'h penn c'hoazh, gant poan, da red an amzer. War-du ar peoc'h kevredigezhelE 1985 e voe berzet ar balumeta e Galiza, p'edo IBSA en e varr ha pa groged da ezporzhiañ balumed da Japan. Kontrol d'ar pezh a c'hoarvezas gant peskerezhioù all skoet gant enkadennoù armerzhel ha gant krennadurioù en abeg d'an dreistkorvoadur, marv ar balumeta ne zeuas ket dre "steuzidigezh" ar balumed e ledenez ar Finisterre, hervez Valdés Hansen, hogen dre « un disentez politikel ». Evel e greanterezh al listri, ar valumetaerien c'halizat (ar re nemeto e Spagn) a rankas "paeañ" an enkerzh en Unaniezh Europa pa voe berzet kement pakadur dindan gwask an ekologourien ha pa droas an dastreiñ war-du hemolc'h ar beg-sabrenn (Xiphias gladius) da beurc'hwitadenn. Ret eo avat kounaat ne oa ket diabeg ar "gwask ekologour" ha disentez ar gouarnamant, evel skrivet amañ uheloc'h. Bezet pe vezet, n'eo ket souezh e kendalc'h labourerien gozh al labouradegoù balumeta – hini Balea C. B. e Cee dreist-holl, hag a dizhas dispennañ 200 balum bep bloaz – da c'hortoz ma vo adaotreet ar balumeta, evel en amzer-hont ma oa dister an dilabour er vro : un diskoulm mat e vije d'an dilabour a vremañ. Ar valum e sevenadur GalizaArdamezouriezhUr balum zo war skoed-ardamez A Laracha (proviñs A Coruña) : En glazur e dour en argant mogeriet en sabel ha sklêrijennet en gul war un dostalan geotet hag ur goumm argantet ; mordoant, ur balum en sabel ; bevennet en geot e ziv dañvouezenn en aour, ouzh dehoù ha kleiz ; ur gurunenn gloz ouzh skoed. Lec'hanvadurezhTri lec'h zo anvet Balea, "balum", war aodoùGaliza, hag o-zri e Rías Baixas :
Ouzhpenn, e parrez Baredo (Baiona) emañ al lec'hiennoù anvet Balea ha Punta Balea. Balumed ha lennegezh
Levrlennadur
Liammaoù diavaez
Notennoù
|