Bacco e Arianna
Bacco e Arianna (titl italianek; pe Bacchus hag Ariadna e brezhoneg) zo un eoullivadur brasik (175 x 190 cm) graet etre 1520 ha 1523 gant al livour italian Tizian. Emañ en National Gallery e Londrez. Sinet eo TICIANUS F. (Ticianus fecit, "Tizian a reas") en traoñ a-gleiz. Istor an daolennGoulennet e oa bet ouzh Tizian livañ an oberenn-se gant Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara evit e g-Camerino d'Alabastro, ur gambr prevez en e balez, kinklet gant oberennoù arzel awenet gant mojennoù kozh Hellaz pe Roma, hag e-lec'h ma ne oa ket kalz a gristeniezh. Paeet e oa bet Raffaello evit ober al labour da gentañ, a oa da vezañ Trec'h Bacchus. Pa varvas al livour e 1520 avat ne oa bet graet nemet ur raktresadenn gantañ, ha goulennet e voe digant Tizian kemer e lec'h. MojennAriadna a oa merc'h d'ar roue Minos eus Kreta. Dilezet e oa bet en enez Naxos gant he dousig Theseüs, a welomp e lestr o vonet kui. War an aod e kav Dionysos, pe Bacchus e latin, doue ar gwin, a lamm daveti eus e garr, sachet gant kizhier-kon, ha gantañ e lidambroug. Krediñ a reer e oa loened heñvel e ti an dug, pa'z eo leoparded e oant e skrid ar barzh latin Catullus. Bacchus a welomp e-kreiz e lamm da wareziñ Ariadna diouzh e loened. En oabl a-us da Ariadna ez eus ur gurunennad stered: ar steredeg Corona Borealis an hini eo, prometet gant Bacchus d'e serc'h nevez.
Levrlennadur
Livadurioù all e «camerino d'alabastro» an dugLiammoù diavaez |