Vienna
Vienna (Wien en alamaneg, Vídeň e tchekeg , Bécs e hungareg, Dunaj e sloveneg, Beč e kroateg, ha distaget [ˈvɛɐn] e vienneg) eo kêr-benn gevreadel Aostria, lec'hiet war riblennoù an Danav e biz ar vro, 60 km nemetken eus bevenn Aostria gant Slovakia. Unan eus stadoù Aostria eo ivez. Abaoe pell zo ez eo bet Vienna kreizenn bolitikel ha sevenadurel Aostria (betek 1918 Aostria-Hungaria). IstorDiazezet eo bet Vienna gant an Noriked, ur bobl keltiek he yezh, war-dro 500 kent J.K. dindan an anv Uindobona ("frankizenn wenn"). An anv alamanek a-vremañ ne zeu ket eus an anv keltiek-mañ avat, met eus Vedunya, anv slavek ur stêrig vihan hag a vez graet Wien anezhi ivez. Aloubet e oa rouantelezh an Noriked gant ar Romaned er bloavezh 15 kent J.K. Ur c'hamp-kreñv roman a voe savet e-kichen Uindobona, abalamour ma teuas an Danav da vezañ bevenn Impalaeriezh Roma. E 976 e voe roet traonienn an Danav da gont Liutpold a vBabenberg dindan an anv Ostarrîchi (Aostria). Lignez Babenberg a ziazezas e Vienna. E 1246 e voe lazhet hêr diwezhañ ar vBabenberged, Friedrich II, en un emgann a-enep Béla IV a Hungaria. Vienna (hag Aostria a-bezh) a gouezhas da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia. Er bloavezh 1278 e voe roet Aostria da lignez Habsbourg hag a rene ar vro betek 1918. E 1365 e voe savet Skol-Veur Vienna gant Rudolf IV a Habsbourg. Eus 1556 betek 1803 e oa Vienna sez Impalaeriezh Santel Roman ha German. Eus 1804 betek 1867 e oa kêrbenn Impalaeriezh Aostria hag eus 1867 betek 1918 hini Aostria-Hungaria. Arondisamantoù Vienna1.Innere Stadt (kreiz-kêr), 2.Leopoldstadt, 3.Landstraße, 4.Wieden, 5.Margareten, 6.Mariahilf, 7.Neubau, 8.Josefstadt, 9.Alsergrund, 10.Favoriten, 11.Simmering, 12.Meidling, 13.Hietzing, 14.Penzing, 15.Rudolfsheim-Fünfhaus, 16.Ottakring, 17.Hernals, 18.Währing, 19.Döbling, 20.Brigittenau, 21.Floridsdorf, 22.Donaustadt, 23.Liesing YezhHervez niveradeg 2001, n'eo nemet an div drederenn eus poblañs Vienna alamanegerien a-vihanik. Lod anezho a ra gant ar vienneg (weanerisch), rannyezh hengounel Vienna, hag ar re all gant an alamaneg standard. War-dro 400 000 a dud a gomz yezhoù all, en o zouesk 97 000 serbeger, 71 000 turkeger, 40 000 kroateger (20 000 anezho a gomz kroateg Burgenland), 21 000 poloneger ha 15 000 hungareger. RelijionE 2001 e konted 49.2% a gatoliked, 25.6% a dud direlijiel, 7.8% a vuzulmaned, 6.0% a gristenien ortodoks, 4.7% a brotestanted ha 0.5% a yuzevien. Keginerezh ViennaEvel he yezh he deus bet levezonet keginerezh Vienna gant re meur a bobl. Meuzioù anavezetañ Vienna eo:
Tud vrudet a Vienna
Monumantoù heverk
GevelliñGevellet eo Vienna gant ar c'hêrioù-mañ:
Liammoù diavaez
|