Suzana hag ar gozhidiSuzana hag ar gozhidi (pe Susanna e i vecchioni hervez an anv italianek), pe Suzana o kibellat, zo anvioù un toullad taolennoù gant livourien veur (eus Italia dreist-holl er XVIvet kantved bepred) diwar-benn mojenn Suzana, ur vaouez eus ar Bibl. An istorAwenet int holl gant ar gontadenn a zo e Levr Daniel, unan eus levrioù an Testamant Kozh. Ur seurt romant-polis eo an istor. Daou gozh eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Hag i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv. Al livadurioùSetu al livadurioù muiañ anavezet. TaolennoùPep a daolenn zo bet graet gant an dud-mañ: Er XVIvet kantved
Er XVIIvet kantved
En XVIIIvet kantved
En XIXvet hag XXvet kantved
Taolennoù all
Livadurioù Artemisia GentileschiTri livadur zo bet graet gant Artemisia Gentileschi, hag a c'haller gwelout ivez e Roll livadurioù Artemisia Gentileschi.
Livadurioù Sebastiano RicciDiv daolenn zo bet graet gant Sebastiano Ricci en XVIIIvet kantved: unan diwar-benn Suzana hag ar gozhidi, eben diwar-benn ar prosez, anvet Suzana ha Daniel.
Livadurioù Franz von StuckTeir zaolenn zo anavezet gant Franz von Stuck
Livadurioù Lovis CorinthDiv daolenn a voe graet gant al livour alaman.
Disheñvelderioù en taolennoùA-wechoù ne ziskouez al livour nemet Suzana o kibellat, hep he spierien. Da neuze ne vez nemet un digarez da ziskouez korf ur vaouez. Pennadoù kar |