Smith & Wesson Model 3
Ar Smith & Wesson Model 3 zo ur revolver un-ober 6 tenn produet adalek 1870 gant an embregerezh stadunanat Smith & Wesson. IstorSmith & Wesson a savas ar Model 3 e 1870 evit gounit marc'had armoù-dorn an arme stadunanat. Ur revolver dezhañ ur c'hanol da wintañ e oa, kambret da gentañ e .44 American. Pa veze digoret e strinke an douilhezoù o-unan er-maez eus an daboulin, ar pezh a lakae an adkargañ da vont buanoc'h. Dibabet e voe gant an arme e 1870. Dont a reas da vezañ poblek-tre er Stadoù-Unanet, e-lec'h ma reas kevezerezh d'ar revolver Colt Single Action Army er bloavezhioù 1870 ha 1880[1]. Ur stumm kambret e .45 Schofield a voe savet e 1875 evit an US Cavalry. Implijet e voe kalzik er brezelioù a-enep an Amerindianed[2]. Stummoù allUr bloaz war-lerc'h e voe prenet miliadoù a skouerennoù[3] eus ar Model 3 gant Alexander Gorloff, kannad Impalaeriezh Rusia er Stadoù-Unanet, evit arme e vro. Kambret e oant e .44 Russian, ur c'halibr ijinet a ratozh-kaer[2]. Meur a adstumm all a voe savet gant Smith & Wesson, en o zouez ar Single Action New Model (etre 1878 ha 1908) hag ar Single Action Target (etre 1887 ha 1910), kambret er c'halibroù .44-40 Winchester, .32 S&W pe reoù all[4]. Kalz broioù a implijas ar Model 3 evit o arme (evel Italia, Spagn pe Roumania). Kopiet e voe kalz an arm en armeurioù european, dindan aotre pe get, gant Breizh-Veur pe e atalieroù Liège da skouer. Notennoù ha daveennoù
|