Share to: share facebook share twitter share wa share telegram print page

 

Radio Kerne

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Radio Kerne
savlec'h skingomz
StadBro-C'hall Kemmañ
Yezh implijetbrezhoneg Kemmañ
Studio Radio Kerne e 2009 (Ploneiz)

Ur Skingomz brezhonek eus Bro-Gerne eo Radio Kerne. Savet e oa e 1998.

Radio Kerne zo ur radio kevredigezhel brezhonek. E Ploneiz emañ, tre e-kichenn Kemper. Skignet en doa evit ar wech kentañ e 1998 ha bremañ gant e dri frekañs ez a da skignañ war ul lodenn vat eus departamant Penn ar Bed. 5 den a zo implijet gant ar gevredigezh. Krouet eo bet Radio Kerne da heul kinnigoù Kuzul Sevenadurel Breizh a-fed ar radio. E bal, ouzhpenn skignañ war Kerne a oa, hag a chom atav, reiñ da glevet d'ar re a faot dezho abadennoù brezhoneg pa garont e Kerne hag e lec'h all. Ar pal-se a zo stag eus ar soñj labourat asambles gant ar radioioù brezhoneg all. Kinnig a reont 60 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun, evit ar re vras hag ar re vihan. Ur program liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù hag abadennoù farsus. Ul lodenn vras eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenbroduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened). Brudet eo e brogram sonerezh a lak war-wel arzourien eus ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh war an dro.

Abadennoù

Istor

E 1994 e tibab un nebeud tud en em vodañ dre ma 'z int aet skuizh gant an diouer a vrezhoneg er servij publik. Sevel a reont raktres ur skingomz kevredigezhel e brezhoneg penn-da-benn. Loc'het e vo gant radio Kerne e 1998, gant ar frekañs 90.2 hepken. Staliet e oa ar skipailh tud a youl vat en ur burev e ti-kêr Ploneiz er pennkentañ. E 2007 ez eus meur a cheñchamant evit ar radio. Un trede frekañs a dapont (97.5) ha prestet e vez dezho ur savadur nevez, gant ur gwir studio labour, gant ti-kêr Ploneiz

Hiziv an deiz ez eus pemp implijad e Radio Kerne, 4 anezho a ra al lodenn komzet hag egile a ra war-dro an teknik hag ar sonerezh. Ha gallout a reer selaou ar radio war-eeun adalek o lec'hienn internet.

Aozadur

  • Prezidant : Jean-Yves Kervarec

Emañ ar skinpeul e Ploneiz.

Chomlec'h : Radio Kerne, Ti an Dourigoù, 57 straed laeneg 29710 Ploneiz

Pellgomz : 02 98 91 05 00

Frekañsoù

Teir frekañs a zo gant Radio Kerne :

Liammoù diavaez

Notennoù

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Kembali kehalaman sebelumnya


Index: pl ar de en es fr it arz nl ja pt ceb sv uk vi war zh ru af ast az bg zh-min-nan bn be ca cs cy da et el eo eu fa gl ko hi hr id he ka la lv lt hu mk ms min no nn ce uz kk ro simple sk sl sr sh fi ta tt th tg azb tr ur zh-yue hy my ace als am an hyw ban bjn map-bms ba be-tarask bcl bpy bar bs br cv nv eml hif fo fy ga gd gu hak ha hsb io ig ilo ia ie os is jv kn ht ku ckb ky mrj lb lij li lmo mai mg ml zh-classical mr xmf mzn cdo mn nap new ne frr oc mhr or as pa pnb ps pms nds crh qu sa sah sco sq scn si sd szl su sw tl shn te bug vec vo wa wuu yi yo diq bat-smg zu lad kbd ang smn ab roa-rup frp arc gn av ay bh bi bo bxr cbk-zam co za dag ary se pdc dv dsb myv ext fur gv gag inh ki glk gan guw xal haw rw kbp pam csb kw km kv koi kg gom ks gcr lo lbe ltg lez nia ln jbo lg mt mi tw mwl mdf mnw nqo fj nah na nds-nl nrm nov om pi pag pap pfl pcd krc kaa ksh rm rue sm sat sc trv stq nso sn cu so srn kab roa-tara tet tpi to chr tum tk tyv udm ug vep fiu-vro vls wo xh zea ty ak bm ch ny ee ff got iu ik kl mad cr pih ami pwn pnt dz rmy rn sg st tn ss ti din chy ts kcg ve 
Prefix: a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z 0 1 2 3 4 5 6 7 8 9