Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hallSavet eo bet Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall e 1958. D'ar c'houlz-se ne oa anv ebet eus yezh ebet e-barzh. E 1992, pa oa kemmet ar Vonreizh evit gallout hec'h azasaat ouzh Emglev Maastricht, e voe kemmet ivez he mellad 2 o lakaat ouzhpenn ur frazenn a ra eus ar galleg yezh ofisiel ar republik. Er skridoù ofisiel ne vez anv nemet eus Bonreizh 1958, hep meneg eus ar c'hemmoù deuet war-lerc'h, evel pa vije bet digemm abaoe 1958. Evel-se ivez emañ kont el lec'hienn ofisiel-mañ: https://web.archive.org/web/20110604145028/http://www.legifrance.gouv.fr/html/constitution/constitution2.htm#titre1 Ar Mellad 2 abaoe kemm 1992Setu amañ Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall :
Implij ar mellad 2 abaoe 1992Abaoe 1992 ne vez ket implijet ar mellad 2 evit stourm a-enep ar saozneg, petra bennak ma oa bet roet evel an abeg anezhañ. Met implijet e vez seul wech evit nac'h ar gwir d'ober gant ar yezhoù bihanniver evel ar brezhoneg:
A-raok 1992Betek 1992 e veze implijet embann roueel Villers-Cotterets, diskleriet e 1539, a-enep ar brezhoneg gant ar velestradurezh republikan. Liamm diavaez
|