Legio I MaximianaAl Legio I Maximiana[1] a oa ul lejion roman savet gant an impalaer Diocletianus e 296 pe 297. IstorAl lesanv Maximiana zo bet roet dezhañ, pe diwar anv Caius Valerius Galerius Maximianus (293-311), pe hini Marcus Aurelius Valerius (286-305), hag a zo bet pep hini tro-ha-tro Caesar, titl an eil-impalaer, ha goude Augustus, titl an impalaer e-pad ar bevarfenniezh. E Tebas (Louksor, Assouan hiziv) e oa he fenngarter, e-barzh ar c'hreñvlec'h bet savet gant al Legio II Flavia Constantia, hag asambles ganti. Al lejion-se a oa bet savet war zigarez m'en devoa embannet ar prefed Aristius Optatius kresk an tailhoù en Egipt. An emsav e oa aezetoc'h dre berzh kalz strolladoù an arme a oa bet kaset war talbenn Siria m'edo Diocletianus d'ar c'houlz-se. Hogos er vro a-bezh e savas an emsav : e Thebaidos, e kêrioù kenwerzh Koptos ha Ptolemais, e bro Fayoum hag an Delta, hag ivez en Aleksandria, eil kêr an impalaeriezh goude Roma. Gant aon e vefe distaget rannvroioù ar Reter diouzh an impalaeriezh roman abalamour d'an emsav-se, evel ma oa bet da vare Valerianus ha Zenobia e kuitaas Diocletianus e-unan talbenn Siria evit mont da lakaat urzh en Egipt e-kerzh diskar-amzer ha deroù goañv 297. Dont e reas a-benn da adkemer Aleksandria goude ur seziz hir e-kerzh nevez-amzer 298, hag e lakaas kêr da dan ha gwad. Dont e reas an arme da lakaat an urzh roman en-dro war ar peurrest eus ar vro, rust ha didruez. Freuzet e voe kêrioù Koptos ha Busiris, a oa bet kreiz an emsav. Urzhiet e voe taosoù nevez, da-heul un niveradeg war ar vro a-bezh, dindan gourselloù an impalaer. E teir rannvro nevez e voe rannet Egipt : Aegyptus Iovia, Aegyptus Thebais hag Aegyptus Herculia. Harz Thebaidos zo kaset pelloc'h en hanternoz, betek Philae (Enez Elefantina[2]), ha meur a strollad eus Legio III Diocletiana ha II Traiana Fortis, a voe staliet eno. Goude un ergerzhadenn brezel kaset gant Diocletianus, staliet e voe ivez Legio I Maximiana e Philae. En karg e oant, da heul trevadennoù eus Libia tro-war-dro, da virout ouzh redadennoù ar Blemmyes[3], kantreidi eus mervent bro Egipt. E 354, ur strollad eus al lejion a voe kaset da harpañ an arme ergerzh (comitatenses) staliet e bro Trakia, e-kichen Adrianopolis (hirie Edirne e Turkia). Kazi sur en doa kemeret perzh en emgann Adrianopolis pa voe lazhet an impalaer Valens, hag an arme kazi freuzet (9 Eost 378). E deroù ar Vvet kantved, Legio prima Maximiana a oa staliet bepred e Philae dindan urzh Dux Thebaidos (Gouarnour Thebaidos). Ur strollad ergerzh anvet Legio Prima Maximiana Thebaerum a oa dindan urzh Magister militum per Thracias (Mestr war milisoù Trakia), e-keit ma oa ul lodenn eus gwarded an impalaer, anvet Thebaei, dindan urzh Magister Peditum Praesentalis (troadeien). N'eo ket sur e oa ar re-se eus Legio I Maximiana. Abalamour da argadadegoù ar Blemmyes e yeas fall an traoù er vro. Galv a reas Appion, eskob Syene (hirie Aswan), ouzh an impalaer Theodosius II, war-dro 425-450, evit kaout muioc'h a soudarded. Koll a reer ar roud eus al lejion goude se, hag n'eo meneget ken nemet gant Notitia Dignitatum. Levrlennadur
Daveoù ha notennoù
|