Valerianus (impalaer) Ur pennad Valerianus zo ivez.
Valerianus
Publius Licinius Valerianus Augustus, pe Valerianus an Henañ, pe Valerianus Iañ (218 - 268), a voe impalaer Roma eus an 22 Here 253 betek war-dro 260[1]. Heskinañ a reas ar gristenien ha prizoniet e voe pa oa o vrezeliñ en emgann Edessa. E renE vab Gallienus (Publius Licinius Egnatius Gallienus) a renas war un dro gantañ ha war-lerc'h marv e dad. Prizoniet e voe gant Shapur Iañ, roue Persia, da-heul emgann Edessa e 259, hag evel-se e voe an impalaer nemetañ prizoniet er brezel, ha distabilded a voe en Impalaeriezh roman abalamour da se. Kaset e voe da Bersia. E brefed Macrianus a nac'has marc'hata gant ar Bersed, ha ne voe ket prenet na dieubet. Chom a reas e vab da impalaer, ha ne reas netra ivez. Macrianus a glaskas lakaat e vab Quietus da impalaer. Gallianus a oa e Roma n'halle ober netra a-enep ar Bersed. E Persia e varvas Valerainus, hogen n'ouzer na pegoulz na penaos. Meur a dra zo bet kontet. Hervez Iraniz(Kaoz dispis) e vije bet graet brav dezhañ ; hervez an istorour kristen Lactantius, a veve en amzer Constantinus Iañ, e oa fin e vuhez evel ur c'hastiz a-berzh Doue, rediet ma veze da vont war e grabanoù d'ar roue pers da gerzhout war e gein evit pignat war e varc'h(Daveoù a vank). Goude e varv e vije bet kignet e gorf, kivijet e groc'hen, livet en ruz, ha gwisket d'ur jak lakaet war ziskouez en un templ pers, evel skouer eus mezh Roma. (Daveoù a vank) Pennadoù kar
|